Kentañ brezel ar garlouriezh

Eus Wikipedia
Ar Cincomarzada (1838).

Kentañ brezel ar garlouriezh zo ur brezel diabarzh a c'hoarvezas e Spagn adal 1833 betek 1840 etre div gostezenn : hini ar yaouaer Carlos María Isidro de Borbón, breur d'ar roue kent, Fernando VII, ha hini ar rouanez Isabel II (1830-1904), merc'h d'ar roue kent, hag he mamm rejantez María Cristina de Borbón (1806-1878). Ouzhpenn gouzout gant piv ez afe ar gurunenn e oa brezel diwar-benn natur ar renad: evit ur rouantelezh hollveliek e stourme Carlos, ha difenn ar gwirioù kozh (fueros), ha ken hollveliek all e oa ar gostezenn all da gentañ a-raok mont war glouaraat evit treiñ war-du ar frankizouriezh evit gounit harp ar bobl.

Fernando VII, roue Spagn.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maria Cristina an Div Sikilia, intañvez Fernando VII, mamm Isabel II. Poltred gant Franz Xaver Winterhalter e 1841
Carlos, Kont Molina

Pa oa ar roue Fernando VII (1784-1833) o ren e oa e vreur yaouank, an Infant Carlos, Kont Molina (1788-1855) o c'hortoz. Hennezh a gave dezhañ e vije bet roue goude marv Fernando, rak pennhêr ebet n'en devoa e vreur. Ouzhpenn-se, e 1829, e varvas ar rouanez Maria Josepha von Sachsen (1803–1829), trede pried ar roue, da 26 bloaz. Ha setu nevez intañvet ar roue evit an trede gwech, hag eñ divugel. Digor e oa an hent da Garlos war-du ar gurunenn.

N'eo ket evel-se e troas an traoù avat.

Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel : ar virourien douet, Kont Molina en o fenn, hag ar frankizourien, harpet gant breur yaouankañ ar roue, an infant Francisco de Paula Spagn, ha dreist-holl e bried ha nizez Luisa Carlotta, ur vaouez a benn.

Enebourien e oa an daou vreur eta. Trec'h avat e voe an infantez Luisa pa deuas a-benn da lakaat ar roue Fernando, 45 bloaz dezhañ, da zimeziñ d'he c'hoar yaouank Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), 22 vloaz. Ar c'hiz a oa e ti Bourboned Spagn da zimeziñ etre eontred ha nizezed, rak ne ouied ket neuze petra e oa gwallefedoù ar genwadelezh : aferioù politikel e oa an dimezioù, ha roet e veze an aotreoù ret gant ar pab brokus d'ar briñsed katolik.

Setu Maria Cristina dougerez neuze, ha teñvalaet planedenn Carlos. Ma c'hane ur mab, e vije-eñ roue, ma c'hane ur verc'h ne c'hallje-hi ket ren abalamour d'al lezenn salek, deuet eus Bro-C'hall er XVIIvet kantved, gant ar priñs gall Fulup, deuet da vezañ Felipe V, kentañ roue Bourbon Spagn.

Ar roue Fernando a embannas neuze Pragmatica Sanctio ar 1añ a viz Meurzh 1830, ha ganti e voe lakaet fin d'al Lezenn salek, ha da blanedenn roueel Carlos.

Seizh miz goude, e miz Here 1830, e c'hanas ar rouanez ur verc'hig. Ur verc'h all a voe ivez e 1832. Bloaz goude e varvas ar roue Fernando VII, e miz Gwengolo 1833, goude bezañ anvet e verc'hig Isabel, tri bloaz hepken, da rouanez Spagn ; ha setu Maria Cristina deuet da vout rejantez he merc'h, ha rouzet ar bloneg d'ar priñs Carlos María Isidro, a gave e oa dleet ar gurunenn dezhañ. Carlos ne anavezas ket Isabel evel priñsez Asturiez eta, hag er Manifiesto de Abrantes ec'h embannas e wirioù war ar gurunenn hag e tigoras an hent da Gentañ brezel ar garlouriezh

An noblañsed a oa a-du gant Carlos, hollveliour.

Bro-C'hall, Portugal hag ar Rouantelezh-Unanet a sinas e 1834 un emglev anvet Kenunaniezh ar Pevar a harpe Isabel II.

Ouzhpenn afer hêrezh ar gurunenn a oa abeg d'ar brezel.
Goude ar Brezel Dieubiñ e voe freuzet Bonreizh 1812 gant Fernando, met goude an "Tribloaziad Frankizour" (Trienio Liberal, 1820-1823) ne assavas ket an Inkizision hag e diwezh e ren ec'h asantas d'un nebeud adreizhoù evit desachañ ar frankizourien a felle dezho e vije ingalet al lezennoù hag ar c'hustumoù er rouantelezh dre derriñ ar brientoù hag al lezennoù arbennik ; diouzh o zu en em vodas ar virourien tro-dro d'e vreur Carlos.

Harperien an div gostezenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maezioù ha kêrioù bihan peder froviñs Euskadi ha Nafarroa ac'h eas a-du gant Carlos, en abeg d'ar brientoù (fueros) ha gras d'ar gloer izelañ er parrezioù, eme lod eus an istorourien. Kaoz zo bet meur a wech da c'houzout hag a-du gant ar fueros e gwirionez e oa karlourien Euskal Herria, met n'eus emglev ebet war ar poent-se.

En Aragon ha Katalonia e voe gwelet evel ur chañs da adkavout o gwirioù war ar feurmoù, a oa bet kollet a-c'houde Brezel Hêrezh Spagn gant an Dekredoù Nueva Planta (1707-1716). Forc'hellek e chomas urzhaz an Iliz, petra bennak ma voe un darn vras eus ar gloer o sevel a-du gant ar Garlourien.

En tu all en emvodas ar frankizourien hag ar gempennourien glouar evit harpañ María Cristina hag he merc'h Isabel. Ganto e oa reoliet ensavadurioù pennañ ar stad, an darn vrasañ eus al lu hag an holl gêrioù bras.
Bro-C'hall, Portugal hag ar Rouantelezh-Unanet a roas termen d'an Teñzor ha d'an arme ; Breihveuriz a gasas ur rann-armead a-youl-vat, an Auxiliary Legion (a voe anvet La Legión Auxiliar Británica), dindan gourc'hemenn ar jeneral George De Lacy Evans tra ma oa ar Royal Navy oc'h ober gwezhiadoù kaleadur.

Skoazellet e voe ar rejantez gant broioù all. Portugaliz a gasas ur rannarme dindan Baron an Antas, ar C'hallaoued al Lejion Estren e 1834, ouzhpenn ma vezent oc'h evezhiañ an harzoù hag an aodoù spagnol.

Brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar jeneral karlour Tomás de Zumalacárregui.

Brezel a voe etre harperien an div gostezenn. Kalet e voe e hanternoz ar vro. Un armead 13 000 den a oa dindan ar jeneral karlour Tomás de Zumalacárregui, ha trec'h e voe meur a wech. Arme Isabel II ne oa ket evit stourm hep skoazell a-ziavaez.

E Madrid e voe staliet ur rejañs frankizour dindan ar rouanez Maria Cristina an Div Sikilia

Goude meur a vloavezh-brezel e voe trec'het ar garlourien ha sinet feur-emglev Bergara, d'an 31 a viz Eost 1839. Kenderc'hel a reas Ramón Cabrera d'en em gannañ er Maestrazgo betek miz Mae 1840.

Emgannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann Mendigorria, e 1835.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]