Mont d’an endalc’had

Maria Josepha von Sachsen (1803–1829)

Eus Wikipedia
Maria Josepha Amalia von Sachsen, Rouanez Spagn

Maria Josepha von Sachsen (1803–1829), pe Maria Josepha Amalia Beatrix Xaveria Vincentia Aloysia Franziska de Paula Franziska de Chantal Anna Apollonia Johanna Nepomucena Walburga Theresia Ambrosia, a oa trede pried Fernando VII, Roue Spagn.

Ganet e oa e Dresden d'ar 7 a viz Kerzu 1803. Merc'h e oa da Masimilian von Sachsen (1759-1838) ha d'e bried kentañ Carolina di Borbone-Parma (1770-1804). He mamm a oa merc'h da Ferdinando Iañ Parma (1751-1802), dug Parma.

Pa oa tri miz e varvas he mamm ha kaset e voe d'ur gouent war lez ar stêr Elbe. Ne deuas er-maez nemet evit dimeziñ.

Dimezet e voe e miz Here 1819 da Fernando VII, kenderv d'he mamm, div wech intañv ha bepred divugel, pa ne oa-hi nemet 16 vloaz. Er gouent ma moe savet e oa bet stummet da vezañ katolikez virvidik, hogen ne oa ket bet prientet evit ar briedelezh. Nac'h a reas leuskel he fried da dostaat outi eta. Ret e voe goulenn ul lizher digant ar pab evit displegañ dezhi ne oa ket pec'hed marvel an darempredoù reizhel etre priedoù.

Gant daou dra e oa troet Maria Josepha: ar relijion hag ar varzhoniezh

Mervel a reas gant an derzhienn en Palez Aranjuez, divugel, da 26 vloaz e miz Mae 1829. Beziet e voe e Panteon an Infanted e Manati an Escorial, rak hervez boaz an tiegezh roueelne veze beziet e Panteon ar Rouaned nemet ar rouanezed o devoa ganet.

  • Los espejos de Fernando VII, gant María Pilar Queralt del Hierro e 2001, zo savet diwar-benn hanterouriezh ar pab en he darempredoù gant he fried roue.