Mont d’an endalc’had

Cincomarzada

Eus Wikipedia
Ar Cincomarzada (1838)

Ar Cincomarzada a c'hoarvezas e Zaragoza (Spagn) d'ar 5 a viz Meurzh 1838 pa stourmas poblañs kêr a-enep ar garlourien e-pad Kentañ brezel ar garlouriezh‎.

Zaragoza a oa ul lec'h a bouez, dalc'het gant soudarded ar gouarnamant ofisiel, re ar Rouanez Isabel. Dre ma kreded e oa pell ac'hano arme ar garlourien e voe kaset kalz eus ar soudarded, e miz C'hwevrer 1838, da greñvaat an arme he devoa da stourm ouzh troiad Basilio Garcia, hag a oa o paouez kuitaat Navarra da vont etrezek ar Maestrazgo (komark er reter), ha d'en em unaniñ gant Cabrera deuet eus La Mancha. Pa glevas Cabrera heard e oa peuzdizifenn kêr Zaragoza e kasas Juan Cabañero y Esponera da gemer kêr gant daou vil eizh kant soudard war droad ha tri c'hant den war varc'h. N'en doa ken c'hoant nemet da breizhata kêr avat ha ne vont ket gouest da virout Zaragoza etre daouarn ar garlourien e-pad pell.

Da noz ar 5 a viz meurzh 1838 e voe kemeret un darn eus kêr gant soudarded Juan Cabañero, dre guzh, met n'halljont ket mont pelloc'h rak enebiñ kalet a reas ar bobl, gant kontilli, filzier, filc'hier, eoul bervet. Pa voe klevet e oa soudarded ar gouarnamant o tistreiñ, hag o welout n'hallent ket kemer kêr en he fezh e tec'has kuit ar garlourien.

Goude an abadenn-se e voe roet da Zaragoza ar moranv a "Siempre Heroica" (harozek dalc'hmat) hag ur straed a voe anvet "Cinco de Marzo".

  • Hervez ar vojenn ez eas Cabañero, kenkent hag erru e kêr, d'ur stal-chokolad da c'houlenn un tasad chokolad tomm, met ret e voe dezhañ skarañ kuit hep e dañva. En 1840, goude Convenio de Oñate, a-unan gant Baldomero Espartero, e tegouezhas e kêr Zaragoza gant rannarmeoù all eus kostezenn Isabel II, da en em gannañ ouzh Cabrera. Tud Zaragoza, ouzh e welout o tibunañ en o straed, a huche dezhañ : «¡Cabañero, que se te ha enfriado el chocolate!» (Cabañero, yenaet eo da vanne chokolad) .
  • E-pad diktatouriezh Francisco Franco, e voe adanvet ar straed, ha lakaet "Requeté Aragonés" ("requeté" e oa anv soudarded ar garlourien). Goude marvet Francisco Franco, en 1975, e voe adkemeret an anv kozh.
  • Gustave D'Alaux. "Aragón visto por un francés durante la Primera Guerra Carlista." Zaragoza, 1985 - Troet diwar L'Aragon pendant la guerre civile. Revue des deux mondes, 15 a viz C'hwevrer 1846.