Mont d’an endalc’had

Juan Cabañero y Esponera

Eus Wikipedia

Juan Cabañero y Esponera, ganet e 1798 en Urrea de Gaén, e proviñs Teruel (Aragon), ha marvet en 1849) a oa un ofiser aragonat e-pad Kentañ brezel ar garlouriezh. Stourm a reas gant an div gostezenn, a bep eil.

E-pad rejañs María Cristina edo kêr Zaragoza e-tu ar gouarnamant a oa etre daouarn ar frankizourien .

D'ar 27 a viz C'hwevrer 1838 e c'hoarvezas un emsavadeg karlourien, a reas tro wenn, met kement-se a servijas da vroudañ Juan Cabañero y Esponera da vont di gant 3.000 soudard war droad ha 300 war varc'h, da gemer kêr, skoazellet gant ar Gall Epinard ha karlourien kêr.

Kemer a reas Belchite ha tostaat ouzh Zaragoza.

D'ar 5 a viz Meurzh 1838 e kemeras kêr hep emgann met goude e kavas gwell mont kuit, o welout enebiezh ar boblañs. En em dennañ a eure da g-Cantavieja.

An darvoud-se eo ar Cincomarzada, a vez lidet bep bloaz abaoe.

Diwar neuze eo bet anvet Zaragoza "siempre heroica".

Goude convenio de Vergara e voe anvet da vrigadier ha mont a reas d'en em gannañ gant kostezenn ar frankizourien, ha trec'h e voe en emgannoù ouzh e gamaraded a-gent.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • San Román, marqués de: Guerra civil de 1833-40 en Aragón y Valencia; t. II, Madrid, 1869.
  • Delgado Idarreta, J.M. : Los pronunciamientos liberales en Zaragoza durane la regencia de María Cristina; Logroño 1975
  • Forcadell, Carlos: Estudios de Historia Contemporánea ; Zaragoza 1978

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]