Carlos, Kont Molina

Eus Wikipedia
Carlos de Borbón, Kont Molina (1788-1855)
E bried kentañ, an infantez portugalat Maria Francisca de Assis de Bragança (1800-1834).
E eil pried, Maria Teresa de Bragança (1793-1874).

Carlos María Isidro Benito de Borbón y Borbón-Parma (Madrid, 29 a viz Meurzh 1788Trieste, 10 a viz Meurzh 1855), anavezet ivez evel Don Carlos, a oa infant Spagn, emditlet Dug Elizondo, ha goude Kont Molina.
Eñ an hini e oa ar c'hentañ karlour da c'houlenn kurunenn Spagn, evel Carlos V. Un den deol meurbet e oa, ha krediñ a rae e gwir ar rouaned a-berzh Doue.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Palacio Real Madrid. Eil mab ar roue Carlos IV hag e bried María Luisa de Parma (1751-1819) e oa. Breur e oa da Fernando VII. Evel e dad hag e vreur e voe prizoniad Napoleon Iañ e Valençay, pa oa breur Napoleon, Giuseppe Buonaparte, o ren e Spagn etre 1808 ha 1814. E 1814 e tistroas da Vadrid.

1788-1833[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe da Priñs Asturiez e 1815, hag e chomas betek 1830, pa voe embannet ur Pragmatica Sanctio hag a dorre al lezenn salek, degaset da Spagn e 1705 gant Felipe V.

En Gwengolo 1816 e timezas d'e nizez, an infantez portugalat Maria Francisca de Portugal, merc'h da João VI, roue Portugal ha d'e bried Carlota Joaquina de Borbón, e c'hoar dezhañ. Mervel a reas e bried e 1834. Addimeziñ a reas ar priñs da Maria Teresa de Bragança, c'hoar henañ e bried kentañ, hag a oa intañvez.

Kentañ brezel ar garlouriezh (1833-1840)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel a voe etre harperien an div gostezenn. Kalet e voe e hanternoz ar vro. Un armead 13 000 den a oa dindan ar jeneral karlour Tomás de Zumalacárregui, ha trec'h e voe meur a wech. Arme Isabel II ne oa ket evit stourm hep skoazell a-ziavaez.
E Madrid e voe staliet ur rejañs frankizour dindan ar rouanez Maria Cristina an Div Sikilia.
Goude meur a vloavezh brezel e voe trec'het ar garlourien ha sinet feur-emglev Bergara, d'an 31 a viz Eost 1839. Kenderc'hel a reas Ramón Cabrera d'en em gannañ er Maestrazgo betek miz Mae 1840.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri mab o doe Carlos hag e bried Maria Francisca de Portugal (1800-1834) :

Addimeziñ a reas Don Carlos d'un infantez portugalat all, Maria Teresa de Bragança (1793-1874), a oa c'hoar henañ Maria Francisca ha seizh vloaz koshoc'h egeti, nizez dezhañ ivez enta; intañvez e oa, ur mab dezhi eus he fried kentañ, hogen bugel ebet n'o doe ken.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.