Carlos Luis de Borbón y Braganza

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Carlos Luis de Borbón y Braganza

Carlos Luis de Borbón y Braganza (Madrid, 31 a viz Genver 1818 - Trieste, 13 a viz Genver 1861), a oa un infant spagnol, anavet ivez evel Kont Montemolín. Klask a reas bezañ roue Spagn, Carlos VI a veze graet anezhañ gant e harperien.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e e oa er Palacio Real, e Madrid. Mab e oa da Garlos María Isidro Benito de Borbón y Borbón-Parma (17881855), anavezet ivez evel Don Carlos, ha da Varia Francisca de Assis de Bragança (1800-1834).
E dad a oa Kont Molina ha breur d'ar roue Fernando VII. Eñ an hini a oa bet ar c'hentañ karlour da c'houlenn kurunenn Spagn, evel Carlos V. Amzer e grennardiezh a dremenas en harlu, en Portugal ha Breizh-Veur.

E-pad Kentañ brezel ar garlouriezh edo gant e dad en talbenn an hanternoz. pa voe echu ez ejont da chom da Vro-C'hall. Dilezel ar stourm a reas e dad e Mae 1845, en sell da aesaat an eured etre e vab Carlos Luis hag Isabel, met hi a zimezas da Francisco de Asís de Borbón en 1846. Neuze, e 1846 ivez, ec'h embannas Carlos Luis ur manifesto, ma c'halve e harperien d'an emgann. Da londrez ez eas da chom ha prestik goude e krogas Eil brezel ar garlouriezh, pe guerra dels Matiners.


Dimezet e oa d'an 10 a viz Gouhere 1850, e palez Caserte, d'e geniterv Maria Carolina an Div Sikilia (1820-1861), ur verc'h da Francesco Iañ (1777-1830), roue an Div Sikilia, ha d'e eil pried Maria Isabel Spagn (1789-1848), c'hoar da rouanez-rejantez spagn. Bugel ebet n'o doe.