Pragmatica Sanctio
Neuz
Pragmatica Sanctio eo an anv latin a veze roet, en Impalaeriezh roman, da embannoù a bouez bras hag a denne da ziazez ar stad, savet war c'houlenn un den uhel e garg, hag a dalveze kenkent hag embannet.
En Henamzer ec'h anavezer hini Justinian, embannet e fin brezel ar C'hoted, war c'houlenn ar pab Vigilius da gemenn distro Italia dindan beli an Impalaeriezh.
Ar Pragmaticae Sanctiones
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a b-Pragmatica Sanctio zo bet:
Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a hini zo bet embannet gant Rouaned Spagn :
- Pragmatica Sanctio Karl VI an Impalaeriezh Santel (1549) ;
- Pragmatica Sanctio Fulup II Spagn (1567) ;
- Pragmatica Sanctio Karl VI an Impalaeriezh Santel (1713) a verkas deroù Brezel Hêrezh Aostria ;
- Pragmatica Sanctio (1713) Felipe V, a vire ouzh ar merc'hed da gaout kurunenn Spagn (lezenn salek), hag a oa kontrol neuze da henvoazioù Rouantelezh Kastilha, a dalvezas ken na voe embannet dekred 1830 ;
- Pragmatica Sanctio (1767) Carlos III Spagn da zivodañ Kompagnunezh Jezuz en Spagn;
- Pragmatica Sanctio (1776) Carlos III diwar-benn an dimezioù kemmesk ;
- Pragmatica Sanctio (1789) Carlos IV ;
- Pragmatica Sanctio (1830) gant Fernando VII, ha ne reas nemet lakaat da dalvezout hini Carlos IV, a lakae fin d'al Lezenn salek.