Mont d’an endalc’had

Pragmatica Sanctio (1830)

Eus Wikipedia

Pragmatica Sanctio 1830 zo ur Pragmatica Sanctio aprouet gant ar roue spagnol Fernando VII d'an 29 a viz Meurzh 1830 hag a embannas neuze Pragmatica Sanctio 1789, aprouet gant Cortes ar bloavezh-hont war c'houlenn ar roue Carlos IV, hogen ne c'hallas ket bezañ lakaet neuze da dalvezout dre abegoù a bolitikerezh diavaez.

Gant Pragmatica Sanctio 1789 e oa diskaret Auto an 10 a viz mae 1713 gant Felipe V, a vire ouzh ar merc'hed da gaout kurunenn Spagn, dre berzh al lezenn salek «Ley Sálica», hag adsavet e oa doare kozh an hêrezh hervez Siete Partidas ar roue Alfonso X de Castilla, a roe tu d'ar merc'hed da ren ma n'o doa breur ebet.

Pragmatica Sanctio 1830 ne rae nemet displegañ perak e oa chomet kuzh al lezenn embannet gant Carlos IV, hag embann skrid 1789.