Maria Francisca de Assis de Bragança
Maria Francisca de Portugal, pe Maria Francisca de Assis de Bragança (Palez Queluz 1800 - Gosport, Hampshire, (Bro-Saoz) 1834), a oa infantez Portugal hag infantez Spagn.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa d'an 22 a viz Ebrel 1800 en Palez Queluz, e-kichenik Lisboa, Merc'h e oa da João VI (1767-1826), roue Portugal, ha d'e bried spagnol, Carlota Spagn (1775-1830). He zad a oa mab da Pedro III, roue Portugal, ha d'e bried Maria Iañ Portugal. He mamm a oa merc'h da Carlos IV, roue Spagn, ha d'e bried María Luisa de Parma.
Savet e voe e lez Portugal, hag eno ne vezed ket troet gant ar mennozhioù nevez. Pa deuas armeoù gall Napoleone Buonaparte da Bortugal ec'h eas en harlu tramor, da Vrazil, gant he ziegezh.
Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe dre hanterouriezh, d'ar 4 a viz Gwengolo 1816, en Cádiz, d'hec'h eontr spagnol, Carlos de Borbón (1788-1855), kont Molina, breur da roue Spagn, Fernando VII, ha breur da vamm Maria Francisca. D'an 22 a viz Gwengolo e voe graet an eured da vat e Palacio Real Madrid. Bevaén a reas an daou bried e lez Madrid.
E 1829 e varvas ar rouanez, Maria Josepha von Sachsen (1803–1829), trede pried ar roue, da 26 bloaz. Ne grede ket Maria Francisca ha Carlos e vije addimezet ar roue Fernando goude marv e drede gwreg. Carlos a oa da vezañ roue war-lerc'h e vreur eta peogwir ne oa bugel ebet d'ar roue.
Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel, ar virourien touet, ha Kont Molina a oa en o fenn, hag ar frankizourien, harpet gant breur yaouankañ ar roue, an infant Francisco de Paula Spagn, ha dreist-holl e bried, ha nizez, Luisa Carlotta, ur vaouez a benn.
Enebourien e oa an daou vreur eta. Trec'h avat e voe an infantez Luisa pa deuas a-benn da lakaat ar roue Fernando, 45 bloaz dezhañ, da addimeziñ d'he c'hoar yaouank Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), 22 bloaz. Ar c'hiz a oa e ti Bourboned Spagn da zimeziñ etre eontred ha nizezed, rak ne ouied ket neuze petra e oa gwallefedoù ar genwadelezh: aferioù politikel e oa an dimezioù, ha roet e veze an aotreoù ret, gant ar pab brokus, d'ar briñsed katolik seul daol ma vezent goulennet.
Maria Cristina a deuas da vout dougerez. Ar roue a embannas Pragmatica Sanctio ar 1añ a viz Meurzh 1830, ha ganti e voe lakaet fin d'al Lezenn salek, deuet eus Bro-C'hall er XVIIvet kantved, gant ar priñs gall Fulup, deuet da vezañ Felipe V, kentañ roue Bourbon Spagn.
E miz Here e c'hanas ar rouanez ur verc'hig. Ur verc'h all a voe en 1832.
Mervel a eure ar roue er bloaz goude, e 1833.
Klask a reas Carlos kemer kurunenn Spagn diwar-goust merc'h Fernando, Isabel II. Met Maria Cristina a voe anvet da rejantez evit he merc'h. Kont Molina ne oa ket gwall blijet o welout ar gurunenn o pellaat, ha brezel diabarzh a voe.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri mab o doe Maria Francisca hag he fried Carlos de Borbón, pa ne oa bugel ebet c'hoazh gant ar roue Fernando, hag eñ bet dimezet teir gwech.
- Carlos Luis de Borbón y Braganza (1818-1861), Kont Montemolín, a c'houlennas kurunenn Spagn evel e dad;
- dimezet e 1850 da Carolina de Borbón-Dos Sicilias.
- Juan de Borbón y Braganza (1822-1887), Kont Montizon, a c'houlennas kurunenn Spagn, hag ivez kurunenn Bro-C'hall (evel "Jean III de France"),
- Fernando de Borbón y Braganza (1824-1861), dizimez ha divugel.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Maria Francisca e 1834, da 34 bloaz, en harlu e Bro-Saoz. Eno e oa he fried, miret outañ da zistreiñ da Spagn.
Addimeziñ a reas Don Carlos d'un infantez portugalat all, c'hoar henañ Maria Francisca, Maria Tereza Portugal (1793-1874), nizez dezhañ ivez enta, hag a oa intañvez.