Katalaneg
Katalaneg/Valensianeg (català/valencià) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | |
Rannved : | Broioù Katalanek: Katalonia, Aragon, Rousilhon, Kumuniezh Valencia, Inizi Balear |
Komzet gant : | 6,5 milion aktivel, 12 milion pasivel |
Familh-yezh : | Indez-Europek Yezhoù Italek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Andorra; Katalonia, Inizi Balear, Valensia e Spagn; l'Alguer e Sardigna |
Akademiezh : | Institut d'Estudis Catalans Acadèmia Valenciana de la Llengua |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ca |
ISO 639-2 | cat |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | CAT |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar c'hatalaneg (Català, Valencià) a zo anezhañ ur yezh romanek komprenet gant tost da 12 milion a dud e takadoù zo e Spagn, Frañs, Andorra hag Italia. An darn vrasañ eus an dud a ra gant ar c'hatalaneg a vez kavet e Spagn avat, dreist-holl e Kumuniezh Emren Katalonia.
Pelec'h e vez komzet?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An niver a dud a ra gant ar c'hatalaneg a zo etre 4 ha 12 milion. [1],[2].
Komzet e vez katalaneg el lec'hioù-mañ da-heul (eus an Hanternoz d'ar C'hreistez:
- Departamant ar Rousilhon e Frañs.
- Stad Andorra.
- Kumuniezh Emren Katalonia e Spagn.
- Lodenn reter Kumuniezh Emren Aragon e Spagn, a reer la Franja anezhañ (hag ez klok : la Franja de Ponent pe la Franja d'Aragó (tro Baixa Ribagorça, Llitera, Baix Cinca ha Matarranya ez ispisial).
- Kumuniezh Emren an Inizi Balear e Spagn.
- Kumuniezh Emren Valensia e Spagn, lec'h ma vez graet alies Valensianeg eus ar yezh.
- Un takad bihan e Kumuniezh Emren Mursia a reer el Carxe anezhañ.
- Kêr An Alguer e Sardigna.
Graet e vez Broioù Katalanek (Katalanek: Països catalans) eus an holl lec'hioù-mañ, dreist-holl gant ar vroadelourion.
Statud ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezh ofisiel Andorra eo ar c'hatalaneg. Kenofisiel eo ivez e Spagn e Ranndirioù resis zo, d.l.e. Katalonia, an Inizi Balear ha Valensia, hag ivez e kêr An Alguer e Sardigna en Italia. N'en deus statud ofisiel ebet el lec'hioù ma vez komzet en Aragon nag e lec'h ebet all ma ra an dud gantañ, da sk. e Frañs.
Rannyezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1861, Manuel Milà i Fontanals a savas un doare d'ober an diforc'h etre rannyezhoù ar c'hatalaneg a c'heller rannañ e daou du pennañ: katalaneg ar reter ha katalaneg ar c'hornôg.
N'eus bevenn resis ebet etre an eil rannyezh hag eben abalamour d'an takadoù tremen a gaver kazi atav kenetreze (nemet, evel-just, evit ar pezh a denn da rannyezhoù an Inizi).
Ouzhpenn-se, ez eus meur a isrannyezh disheñvel e-barzh pep rannyezh pennañ hag a c'heller isrannañ evel-mañ:
Katalaneg ar c'hornôg
|
Katalaneg ar reter |
Statud ar valensianeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hogos pep skol-veur a zo ha tost an holl yezhourion a bled gant ar yezhoù romanek a zo a-du evit lavaret ez eo ar c'hatalaneg hag ar valensianeg an hevelep yezh, daoust d'an diforc'hioù rannyezhel a gaver etre an takadoù, ha ne glot ket ho harzoù gant re ar C'humuniezhioù Emren eveljust.
Ur gudenn bolitikel kentoc'h evit yezhoniel eo neuze an diforc'h a vez graet etre an daou doare yezh-se, dreist-holl pa vezont lakaet da yezhoù disheñvel an eil diouzh eben. Trubuilhus a-walc'h eo evit gwir ar gudenn-mañ, avat, ha savet ez eus bet un doare-skrivañ ispisial evit ar valensianeg gant Akademiezh ar yezh-se a-benn brasaat an diforc'hioù etrezi hag ar c'hatalaneg a vez komzet e Katalonia dreist-holl.
Gwir eo e c'heller gouzout dre e gomz hag-eñ e teu unan bennaket eus Katalonia pe eus Valensia, met ken gwir all ez eo n'o devez kudenn ebet evit en em glevet an eil gant egile. E gwirionez eo tostoc'h an doare yezh-se evit an doareoù yezh katalaneg a gaver en Inizi Balearez hag a vez diaes a-walc'h da gompren a-wechoù, ha koulskoude eo ral a-wech e vez klevet ez eo doareoù yezh an Inizi-se yezhoù disheñvel diouzh ar c'hatalaneg.
Istor ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hatalaneg a voe diorroet en IXvet kantved diwar al latin poblek e pep tu eus ar Pinineoù e Rousilhon, Empuries, Besalú, Cerdagne, Urgell, Pallars ha Ribagorça).
Tost-tre e oa ar yezh-se ouzh an Okitaneg ha d'ar penn-kentañ e oa hogozik ur rannyezh okitanek hepmuiken.
Pa deuas mare ar Reconquista e voe ledanaet tachenn ar yezh, kaset pelloc'h-pell betek Barselona, Tarragona, Lleida ha Tortosa, Rouantelezh Valensia o tizhout an Inizi Balearez hag ar gêr anvet l'Alguer e Sardinia.
Etre an XIIIvet hag ar XVvet kantved e teu ar c'hatalaneg da vezañ ur yezh pennañ tro-dro d'ar Mor Kreizdouar. Barselona a oa anezhi dija ur gêr a-bouez rak servijout a rae dreist-holl da borzh evit Impaelouriezh Aragon.
D'ar mare-se, an holl skrivagnerion a save skridoù (estreget barzhoniezh avat) a implije an anv 'katalaneg' evit ar yezh-se e pep korn ma veze graet gant doare komz katalanek, da sk. Ramon Muntaner e Katalonia ha Ramon Llull e Mailhorka.
Evit meur a abeg ez eas levezon Valensia war greskiñ ivez etre ar XVvet hag ar XVIvet kantved ha neuze e krogas an dud d'ober 'valensianeg' evit ar wech kentañ eus ar yezh a veze implijet gante kentoc'h eget 'katalaneg'. E-kerzh an XVIvet kantved e cheñchas yezh an darn vrasañ eus kargidi uhel Valensia en ur gomz ha dreist-holl en ur skrivañ kentoc'h e spagnoleg eget e katalaneg. Al labourerion hag ar peurrest eus ar bobl o chom pe war ar maez pe er c'hêrioù a gendalchas d'ober gant o yezh-i avat.
E penn-kentañ an XIXvet kantved e tegouezhas an emsav sevenadurel a reer Renaixença anezhañ. Gant-se e teuas meur a hini e-touez renkadoù uhel ar vro d'ober en-dro gant ar c'hatalaneg hag ar valensianeg. Santet e vez efedoù pozitivel an emsav-se hirie an deiz c'hoazh.
E-pad diktatouriezh Franco (1939-1975) e oa difennet ober gant ar c'hatalaneg pe gant n'eus forzh peseurt 'yezh rannvro' all, da lavaret eo an euskareg hag ar galizeg. Goude marv Franco avat e voe roet ur statud kenofisiel d'ar c'hatalaneg ha bremañ e vez implijet er vuhez politikel, er skolioù hag all. Bez' ez eus ivez meur a bemdezieg e katalaneg, da skouer Avui, "El Punt" hag El Periódico de Catalunya (embannet e spagnoleg hag e katalaneg). Chadennoù skinwel ha skingomz publik ha prevez a zo ivez e katalaneg: Televisió de Catalunya (TVC), TV3 ha Canal 33 hag ivez ur chadenn geleier 24/24 anvet 3/24. Meur a chadenn lec'hel a zo ivez.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed un nebeud frazennoù implijet alies e katalaneg:
- Katalaneg: Català
- salud: hola
- kenavo: adéu, adéu siau, a reveure
- mar plij: si us plau
- trugarez: gràcies, mercès
- digarez: perdó
- hemañ/homañ: aquest; aquesta
- pegement eo?: quant val?; quant és?
- ya: sí
- nann: no
- Ne gomprenan ket: No ho entenc
- Pelec'h emañ ar privezioù?: on és el bany?
- Yec'hed mat!: salut!
- Ha komz a rit brezhoneg?: Que parla el bretó?
- Ha komz a rit katalaneg?: Que parla el català?
Gwelet ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yezh minorelaet
- Politikerezh yezh
- Yezhoù Unaniezh Europa
- Associació d'Escriptors en Llengua Catalana
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Institut d'Estudis Catalans
- Acadèmia Valenciana de la Llengua
- Ethnologue report for Catalan
- Catalan resources in the Web
- Geriadur Katalaneg-Saozneg .
- Learn Catalan online
- Wikivoyage - Catalan phrasebook
- Televisió de Catalunya
- Diari Avui - Kazetenn gatalanek
- Diari El Punt - Kazetenn gatalanek
- Catalan Wikibooks
- Diccionari Català del IEC
- Diccionari Català-Valencià-Balear. e katalaneg, embannet gant an Institut d'Estudis Catalans ha Editorial Moll.
- DACCO. Open source Raktres geriadur Saozneg-Katalaneg / Katalaneg-Saozneg.
- La langue catalane