Kartada
Kartada[1] (diwar ar fenikianeg Qart-ḥadašt[2] a dalvez "Kêr nevez", da lâret eo Tir nevez[3]) pe Kartago(Daveoù a vank), diwar al latin Carthago,[4] eo anv ur geoded dezhi 3000 bloaz e pleg-mor Tuniz. Savet e oa un drevadenn fenikian eus |Tir eno en Henamzer. Hiziv ez eo ur bannlev eus Tuniz, kêr-benn Tunizia, enni 20 715 annezad e 2004.
Ar c'hentañ sevenadur a vleunias er geoded hag en dachenn a oa dindan e levezon zo anvet sevenadur Kartada pe sevenadur punek. Dont a ra an anv-gwan punek eus an anv-gwan latin poenicus pe punicus a zeu eus Poenus, an anv a roe ar Romaned d'an enebourien-se, abalamour ma oa bet diazezet Kartada gant Fenikianed (Phoenices). Edo kêr Kartada e reter Lenn Tuniz, en tu all da greiskêr Tuniz. Hervez an istorourien c'hresian e oa savet gant trevadennerien fenikian eus Tir renet gant ar rouanez Elisa a oa advadezet (rouanez Dido) en Aeneis Virgilius. Dont a reas da vezañ ur geoded vras pinvidik hag ur galloud bras eus kornôg ar Mor kreizdouar. Keveziñ hag enebiñ a reas gant ar c'heodeoù gresian, Sirakuza, ha diwezhatoc'h gant Roma.
Aloubadeg Italia gant armeoù Kartada renet gant Hannibal e-doug an Eil brezel punek a c'hourdrouzas amzer da zont Roma, dreist-holl goude Emgann Canna. Koulskoude ez eo Kartada a oa faezhet en diwezh hag en em gavout a reas he Stad en he gwanañ goude faezhidigezh Hannibal en Emgann Zama e 202 kent J.-K.. Goude an Trede brezel punek e oa distrujet ar geoded gant ar Romaned e 146 kent J.-K.. Koulskoude e oa adsavet gant ar Romaned hag e teuas da vezañ pedervet keoded vrasañ an Impalaeriezh roman. Diwezhatoc'h e voe kêr-benn rouantelezh berrbad ar Vandaled. Kemeret en-dro gant Impalaeriezh roman ar Reter e chomas unan eus ar c'heodedoù roman brasañ a-raok bezañ distrujet gant an Arabed e-pad an aloubadegoù muzulman, e 698.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra hec'h anv eus ar Fenikianeg Qart-ḥadašt (diskrivadenn vrezhonekaet: Kart C'hadacht) pe Qrthdst, a dalvez Kêr nevez. E gresianeg e lavarer Καρχηδών (Karc'hēdōn), etruskeg *Carθaza, en arabeg قرطاج pe قرطاجة, Qarṭāj, hag e latin Carthago. E Berbereg ez eo anvet ⴽⴰⵔⵜⴰⵊⴻ Kartajen.
Topografiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa Kartada war ur beg-douar gant digoroù war ar mor en norzh hag er su. Al lec'h m'edo savet ar geoded a rae anezhi mestrez ar c'henwerzh etre kornôg ha reter ar Mor Kreizdouar. Holl ar bigi a dreuze ar mor a rank tremen etre Sikilia hag aod Afrika, e lec'h m'eo Kartada, alese he galloud hag he levezon vras.
Div vorlenn a oa savet e-barzh ar geoded, unan da zegemer morlu bras Kartadaiz, ennañ betek 220 lestr brezel, hag eben evit ar porzh kenwerzh. Diwallet e oa ar porzhioù gant pep a dour mogeriet.
Mogerioù-kreñv bras he doa ar geoded, dezhe 37 kilometr hed, hiroc'h evit e kêrioù all eus an hevelep ment. Edo ar pep brasañ eus ar mogerioù en aod. Mestroni Kartada war vor a vire ouzh an enebourien a dagañ anezhi diwar ar mor. Ar 4 pe 4,8 kilometr mogerioù-difenn ledan-kenañ a stanke ar strizh-douar er c'hornôg ha den ne zeuas a-benn da dremen a-dreuz dezhe.
Ur pikol nekropolenn he doa ar geoded, marc'hadoù, temploù, ur savadur evit ar sened, tourioù hag ur c'hoarivaha rannet e oa e peder zachenn annez. E-kreiz ar geoded dre vras edo ur wikadell uhel anvet ar Birsa.
Kartada a oa unan eus ar c'heodedoù brasañ eus ar bed hellenadek (lod a soñj ne oa ken Aleksandria a oa brasoc'h)(Daveoù a vank).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arvarus eo studi istor Kartada. Abalamour ma oa distrujet he sevenadur hag he skridoù gant ar Romaned e fin an Trede brezel punek ne chom nemet nebeut a vammennoù kartadat war-eeun. Daoust ma'z eus un nebeud troididigezhioù kozh eus testennoù punek e gresianeg pe e latin, hag enskrivadurioù dizoloet war savadurioù pe monumantoù eus Norzh Afrika[5], ez eo istorourien c'hresian pe roman zo ar memmennoù pennañ, en o zouez Titus Livius, Polibios, Appianus, Cornelius Nepos, Silius Italicus, Ploutarc'hos, Dio Cassius, hag Herodotos. Ar skrivagnerien-se a oa eus pobloù a geveze, hag alies a vrezele, gant Kartada[6]. Keveziñ a rae ar c'heodedoù gresian ganti evit mestroni Sikilia[7], hag ar Romaned a stourmas e tri brezel a-enep Kartada[8]. N'eo ket souezhus e vefe leun o skridoù a enebiezh ouzh Kartadaiz. Un nebeud skrivagnerien c'hresian o deus bet ur sell a-du war Gartada met kollet eo bet o oberennoù[9].
Savidigezh Kartada
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe ar geoded e 814 kent JK gant trevadennerien fenikian eus keoded Tir a gasas gante doue o c'heoded orin : an doue Melkart. Hervez ar vojenn e vije bet savet ar geoded gant ar rouanez Didon (pe Elisa, pe Elisar) a oa tec'het eus he bro c'henidik abalamour ma oa bet drouklazhet he gwaz gant he breur yaouankañ Pumayyaton, roue Tir. Un niver a vojennoù zo bet miret deomp gant al lennegezhioù latin ha gresianek.
Republik Kartada
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Republik Kartada a zo bet unan eus ar re o deus bet ar vuhez hirañ hag unana eus ar Stadoù brasañ eus ar Mor Kreizdouar he doa. Pa oa en he barr e rene 300 keoded all en-dro da gornôg ar mor-se.
E deroù ar Vvet kantved kent J.K. e oa deuet ar geoded da vezañ kreizenn ar genwerzh e kornôg ar Mor Kreizdouar hag e talc'has ar roll-se betek he diskar gant ar Republik roman. E 509 kent JK e oa sinet ur skrid-emglev etre Kartada ha Roma a ranne etrezo ar broioù a oa dindan o levezon pe e lec'h ma c'hallent ober kenwerzh. Diskouez a ra dimp e oa Sikilia ha Sardinia dindan beli Kartada dija.
Staget e oa bet ar pep brasañ eus an trevadennoù fenikian kozh ouzh he zachenn, da skouer Hadrumetum, Utica ha Kerkouane. Sujañ a reas ivez ar meuriadoù libian hag e tiazezas e veli war holl aodoù Afrika an Hanternoz adalek Maroko a-vremañ betek bevennoù Egipt. Astenn a reas ivez he galloud er Mor Kreizdouar o lakaat en he dalc'h Sardinia, Malta, an inizi Balear ha hanterenn gornôg Sikilia. Savet e oa bet ganti trevadennoù a-bouez war aodoù Iberia ivez.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E Geriadur brezhoneg-galleg R. Hemon, 1993, p 428 ; Geriadur galleg-brezhoneg R. Hemon ha R. Huon, 1974, p 400 ; F. Vallée, Grand dictionnaire français-breton, Kartadha
- ↑ Annales, 1908. p.253.
- ↑ Carthage: new excavations in Mediterranean capital
- ↑ Karthaj e Bue ar Zent, 1912, p. 177
- ↑ Jongeling, K. (2005). The Neo-Punic Inscriptions and Coin Legends. University of Leiden. Kavet : 14 a viz Ebrel 2006.
- ↑ Carthage gant B. H. Warmington p11
- ↑ Herodotos, V2. 165–7
- ↑ Polibios, Istor ar bed : 1.7–1.60
- ↑ Warmington, B. H. Carthage, p.11.