Pumayyaton
Neuz
Pumayyaton[1], pe Pigmalion e gregach, a oa roue Tir, e Fenikia, hervez mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa d'ar roue Belos. Breur e oa da rouanez Kartada, Didon, a garas an haroz Aeneas, a-raok n'eas da chom da Italia.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur Pumayyaton (ha Pigmalion) istorel a renas e Tir eus -820 da -774 ha hennezh a oa mab d'ar roue Mattan Iañ (-829- -820 ). En e amzer eo e voe savet trevadennoù e Kition e Kiprenez, e Sardigna, ha moarvat e Kartada.
Anavezet eo gant un enskrivadur e maen-bez Nora, e Sardigna.
N'ouzer ket piv a renas war e lerc'h etre -774 ha -750, pa voe anvet Eshbaal II da roue.