Mont d’an endalc’had

Didon

Eus Wikipedia
Didon
tudenn vitologel eus Gres
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFenisia, Ancient Carthage Kemmañ
Anv-bihantalvoud ebet Kemmañ
Lec'h ganedigezhTir Kemmañ
Lec'h ar marvKartada Kemmañ
Doare mervelemlazh Kemmañ
Abeg ar marvdeath by burning, stabbing Kemmañ
TadMattan Iañ, Belus, Agenor Kemmañ
Breur pe c'hoarAnna, Pygmalion Kemmañ
PriedSychaeus, Acerbas Kemmañ
Kompagnun(ez)Aineias Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetPunic Kemmañ
Micherrener Kemmañ
Kargrouanez rejant Kemmañ
Lec'h labourKartada Kemmañ
Strollad etnekPunic people Kemmañ
Relijion pe kredennPunic religion Kemmañ
Didone abbandonata (1630-1635)
gant Andrea Sacchi. Mirdi Caen.
Didon o sevel kartada, gant William Turner, 1815.
Aeneas o kontañ gwalleurioù Troia da zDidon (1815), gant Pierre-Narcisse Guérin, Pariz, Louvre.
Gant Karel Skréta.
Marv Didon.
Marv Didon (1711),
hervez Claude-Augustin Cayot, Louvre.

Didon (latin : Dido), pe Elyssa, Elissa, Elisha, Elysha pe Helissa (e fenikianeg), a oa ur briñsez fenikian, eus Tir, c'hoar d'ar roue Pumayyaton, ha deuet da vezañ rouanez Kartada hervez ar vojenn.

Kentañ menegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz eus Didon a zo bet gant istorourien roman hag a rae anv eus skridoù, kollet hiriv, gant Timaeus eus Tauromenium en Sikilia (war-dro -356--260).

Akerbas (pe Suc'haios) a oa beleg Herakles e Tir. Dimezet e oa da verc'h ar roue Mattan Iañ anvet Didon. Lazhet e voe gant e vreur-kaer Pygmalion a felle dezhañ kemer e deñzorioù. Tec'hel a reas neuze an intañvez gant mignoned ha madoù he fried. Erruout a reas en Afrika, ma prenas douaroù ha ma savas Kartada.

Hervez an Aeneis, barzhoneg ar barzh roman Publius Vergilius Maro, e tegemeras an haroz Aeneas en he falez hag e karas anezhañ.

Lavarout a ra ar barzh eo merc'h da vBelus (Belos e henc'hresianeg), anvet diwezhatoc'h Belos II, abalamour d'an haroz Belos a oa mab d'an doue Poseidon ha da Lybia. Hervez an istor e c'hallfe bezañ ar Belus-se ar memes den evel Mattan Iañ, tad Pigmalion.

Hervez ur vojenn en em skoas en tan evit chom hep dimeziñ gant ar roue Hiarbas.
Hervez an Aeneis avat en em lazhas gant ur c'hleze dre garantez ouzh Aeneas.

  • Étienne Jodelle, Didon se sacrifiant, 1558.
  • Christopher Marlowe, Didon, reine de Carthage (en), 1593
  • Georges de Scudéry, Didon, 1636.
  • Jean-François Marmontel, Didon, 1783.

C'hoariganoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

,