Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Listennad gerioù gourel ha gwregel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Tennañ hep abeg

[kemmañ ar vammenn]

Dispar eo kenteliañ an dud db pezh zo faos : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Listennad_gerio%C3%B9_gourel_ha_gwregel&diff=prev&oldid=1540891 . Bremañ e vije bravoc'h kenteliañ db pezh zo gwir ... Gortozomp ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Du 2013 da 16:18 (UTC)[respont]

«Dave resis ha splann…». Me, kaer em eus sellet p.550 ne welan roud ebet eus "an drouz" meneget amañ [1]. Pa sellan avat e Geriadur Jules Gros (tu galleg-brezhoneg) e welan p.172: «Greet e-nevoa eun trouz».--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Du 2013 da 18:15 (UTC)[respont]
[2] Emañ embannadur 1977 ganin, ha ma daoulagad na welont netra heñvel evit ar bajenn 550, "*'an drouz" ebet ne welan p.550. Ro al linenn neuze.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Du 2013 da 18:33 (UTC)[respont]
NE GAV KET DEOC'H EZ EO TREMEN POENT PAOUEZ GANT AR BELBIAJOÙ-MAÑ DA VAT ? KREGIÑ A RA DA VEZAÑ OUZHPENN TORR-PENN, ME 'LÂR DEOC'H ! EUS HON YEZH-NI E VEZ KAOZ AMAÑ, HA MAT PELL 'ZO !--Prieladkozh (kaozeal) 26 Du 2013 da 18:43 (UTC)[respont]

Lavarit ar wirionez dimp, daoulinet dirazoc'h, Meurdez Hollouiziek : pa skriv Gros ha Konan eo gwregel ar gerioù-se, e faziont neuze? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Du 2013 da 19:03 (UTC) ... ha Fanch an Uhel? Re a gasoni dall ouzh ar re all a vir ouzh an den da welout sklaer... Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Du 2013 da 19:33 (UTC)[respont]

N'eus ket, p. 550, eus "an drouz" meneget ganit, ne lavarez netra diwar-benn ar skouer gant J. Gros ma ra gant "un trouz". Ne c'hortozez ket kaout titour ouzhpenn, kavout a rez gwelloc'h cheñch hep gouzout hiroc'h, ha lavaret em eus disverket traoù «hep displegadenn ebet», ar pezh a zo gevier, pa'm boa skrivet «hervez an arliv ster eo»[3]. Studiet eo bet an traoù gant Klerg evit Treger, e-barzh Barr-Heol niv.68, hag adembannet eo bet e studiadenn e-barzh Hor Yezh e 2004, hag evel-se emañ kont: "priz" emzalc'h gourel ha "priz" emzalc'h gwregel a zo e Treger, hag evel-se emañ kont ivez gant ar gerioù all. Ret e vo cheñch ar pezh a zo skrivet er pennad.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Du 2013 da 19:51 (UTC)[respont]

Ha ne respont ket d'ar goulenn :pa skriv Gros ha Konan eo gwregel ar gerioù-se, e faziont neuze? Hag e welan a-dreuz?

"priz" emzalc'h gourel ha "priz" emzalc'h gwregel Ne gredan ket em bije laret netra kontrol. Ha NE OA KET ABEG a-walc'h DA DENNAÑ HEP KAOZEAL pezh a oa skrivet a-raok. «hervez an arliv ster eo» zo un ali personel, n'eo ket un displegadenn. Evit kemmañ ar pezh zo er pennad e vo ret prouiñ eo faos pezh a lenner gant Gros. Gortozomp ar prouennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2013 da 09:01 (UTC)[respont]

Setu un nebeud skouerioù am eus kavet : Ha gwasoh an drouz evid ar hloaz, Le Trésor du Breton Parlé (1977), levrenn 2, p. 196 Pa oa kouezet war blas ar gambr he-devoa greet eun drouz pounner, Le Trésor du Breton Parlé (1977), levrenn 2, p. 428 Me am-oa klevet eun drouz evel eur strak-fouet, Le Trésor du Breton Parlé, levrenn 2 (1977), p. 495 Me a blij din klevet ma harr o fraoñval evel-se : ober a ra trouz vad, Le Trésor du Breton Parlé, levrenn 3 (1976), p. 165 Ar re-ze a oa eun drouz ganto o faoutañ koad gwasoc'h evid siul er Yeodet gand ar pardon, Le Trésor du Breton Parlé, levrenn 3 (1976), p.17 Greet en-devoa eun drouz !, Le Trésor du Breton Parlé, levrenn 3 (1976), p. 190, adskrivet "Greet en-devoa eun trouz" en embannadur nevesañ Emgleo Breiz. Ha skouerioù all c'hoazh gant an drouz pe eun drouz el levrenn 3 (1976). --Llydawr (kaozeal) 27 Du 2013 da 08:08 (UTC) Anaout mat a ran levrioù Gros, hag ar skouerioù-se. Trugarez dit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2013 da 09:08 (UTC)[respont]

Kas a ra ar roue kozh tud da di holl varc'hadourien kêr, hag en Frañs, hag er rouantelezhoù all, gant gourc'hemenn da degas dezhañ ar pezh a vije kavet a gaerañ, hep sellet eus ar briz. Kontadennoù ar Bobl gant Fañch an Uhel, levrenn 3, Merc'h ar roue Spagn, pajenn 26.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Du 2013 da 11:30 (UTC)[respont]
Hag ivez : Goude bezañ chipotet ur pennad c'hoazh, e oa graet ar priz. levrenn 5, An hini a werzhas teir gwezh e vuoc'h ar memes deiz, pajenn173.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Du 2013 da 11:36 (UTC)[respont]

Skouerioù

[kemmañ ar vammenn]

Berniet eo ar skouerioù er pennadoù ad hoc er wiki-geriadur. N'eo ket echu an dastumadeg. Un dra zo sklaer gant ar gerioù priz ha trouz-se: gourel int nemet gwregel e Treger dre vras : dre vras, rak an eil hag egile a gaver er skridoù. Ma fell da lod resisaat penaos ha perak e vefe mat en ober gant skouerioù hag er wiki-geriadur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2013 da 09:52 (UTC).[respont]

Hastañ buan mont da cheñch an traoù, evel amañ er Wikeriadur (ha neket "wiki-geriadur" sic) [4], hep kemer amzer da skouer da lenn studiadenn Klerg war an danvez bet meneget ganin, n'eo ket un emzalc'h gwall skiantel da'm meno-me. Evit ar re a blij dezho J. Gros o dije gwelet en doa graet mat ar c'hemm etre "pouez" (gourel) ha "pouez" (benel). Gallet en dije moarvat ober kemend-all evit gerioù all, evel "priz", m'en dije dastumet skouerioù all.
Ur c'hemmadur dre vlotaat en unander n'eo ket ur brouenn evit reizh ur ger e brezhoneg: lavaret e vez "daou dra vras" hag "un dra", lavaret e vez "avel greñv" met "pevar avel", "labour vat" met "daou labour", "amzer gaer" met "ar pevar amzer", "revr dev" met "un taol troad ennañ" (= er revr), "tri re votoù", hag all. Evit ar re a zo dedennet gant an danvez emañ ivez pennad Frañsez Kervella, "Kudennoù reizh ha kudennoù niver e brezhoneg", Hor Yezh, niv.86-87 (1973), hag ivez Frañsez Favereau Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ (1997), sellet ennañ dreist-holl ouzh ar rannoù §127-131.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Du 2013 da 12:50 (UTC)[respont]

Klask laou e penn ar genlaboureien dalc'hmat, pe abalamour d'ar pezh a reont pe abalamour d'ar pezh na reont ket : un emzalc'h patron meurdezus ha ne zegouezh ket re amañ etre tud par. Labourat a ra an dud pa garont hag evel a garont hep goulenn aotre ebet digant mestr ebet, hep da zen reiñ notenn ebet d'ar re all. Petra lar dimp ar mitoner? Mont da lenn e levrioù... a vo graet pa vo amzer gant neb a garo. Aesoc'h eo evel just kaozeal evel-se eget displegañ, ar pezh zo pal ar wiki koulskoude. Peseurt holloueziadur sirius a larfe d'e lennerien: kit da lenn ma levrioù e-lec'h klask un displegadur amañ? Setu koulskoude an emzalc'h mantrus a welomp.
Un draig all : savet eo ar gaoz-mañ diwar-benn ar gerioù trouz ha priz, bet skarzhet eus ar bajenn gant ar mitoner: n'eo ket ret diheñchañ ar gaoz. Skarzhañ gerioù all a garfe ober ivez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2013 da 19:03 (UTC)[respont]

Ar "bennaenn diwall" (principe de précaution e galleg brav), un dra dianav...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2013 da 09:01 (UTC)[respont]

Ha kerkent ar jeant hag e gastell a gouezhas en foñs puñs an ifern, gant kurunoù ha dared hag un drouz spontus ! e-barzh Kontadennoù ar Bobl, levrenn I, pajenn 35.

[...] ken ma 'z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged. e-barzh Va Zammig Buhez gant Jarl Priel, pajenn 158.

An drouz a varvas, ha pep tra a deuas sioul adarre: kaer an neus Herri chilaou, ne glev den o tont. e-barzh Pipi Gonto gant Erwan ar Moal, pajenn 19.

Un nozvezh e voe klevet un drouz digustum e porzh Rospidou. e-barzh En bro Dreger a-dreuz Parkoù gant Erwan Vertou, pajenn 66.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Du 2013 da 08:14 (UTC)[respont]

OK evel-just evit ar c'hemmadur, met ar pezh a zo da c'houzout evit bezañ sur eus ar jener eo: petra 'vez lavaret? "daou drouz" pe "div drouz"? "dihunet on bet gant an drouz" > dihunet on bet "gantañ" pe "ganti"?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Du 2013 da 09:04 (UTC)[respont]
Diskenn a reont d'an douar, hag e klevont ar majisian o tremen a-us dezhe, gant un drouz vras. Diwar ar skouer-mañ, tennet eus Kontadennoù ar Bobl, levrenn I, pajenn 85, e seblant bezañ benel ar ger trouz dindan bluenn Fañch an Uhel, ne gav ket deoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 29 Du 2013 da 09:16 (UTC)[respont]
Pe gant Jul ar Groz pa skrive-eñ Me a werz ma moh pa welan e vez priz vad warno, e-barzh TBP2, pajenn 432.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Du 2013 da 09:19 (UTC)[respont]

Pell diouzhin ar c'hoant d'ober ma zamm pabor gant ar skouerioù-se, anat deoc'h. Diskouez a ra bezañ gwall distabil implij ar seurt gerioù a-fet reizh, sur eo ha n'eo ket marteze ; padal, diaes eo nac'h e veze graet gante evel gerioù benel e Bro-Dreger.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Du 2013 da 09:44 (UTC)[respont]

Evel ma lavarez mat uheloc'h «e seblant bezañ benel ar ger "trouz" dindan bluenn Fañch an Uhel», e seblant bezañ ya, met evel ma'm boa skrivet uheloc'h, lavaret e vez da skouer «un dra vras» (kemmadur dre vlotaat eta) met lavaret e vez "daou dra", "kas anezhañ ganit" (anezhañ = an dra), gourel eo ar ger "tra" eta, degouezh a zo degemeret bremañ (met ne oa ket splann e deroù geriadurouriezh ar brezhoneg). Heñvel emañ kont gant gerioù all, en o zouez "avel", degemeret gourel dre vras bremañ, pa vez lavaret "pevar avel" daoust da "avel greñv" pe "avel vat" da skouer (met Roparz Hemon a lakae f.). Ur rummad gerioù a zo evel-se.
Evit priz bremañ. Gwelomp petra 'lavare Klerg (daveenn meneget uheloc'h ganin): «Merket mat-tre en deus an Aotroù Gros en e levr an diforc'h etre ar pouez, lakaomp ur pouez daou-ugent lur, da lavaret eo ar pezh a dalvez da bouezañ traoù, hag ar bouez o talvezout ponnerded. Da lavaret eo, ar ger pouez a zo gourel pa verk un dra fetis ha gwregel pa verk un dra difetis. (…) Ar ger priz a zo da lakaat keñver-ha-keñver gant ar ger pouez. (…) Priz. An Ao. Gros a laka ar ger-se gwregel. Met er skouerioù roet n'eus hini ebet o tiskouez ar c'hemmadur p-b. Klaskomp eta lakaat sklaer an traoù, dre reiñ skouerioù: aet eo ar priz kentañ gantañ. Er briz m'emañ an traoù n'eus ket a voaien da c'hoari. Da lavarout eo: pa dalvez priz "gopr, pae, digoll, gonid" ne c'hoarvez kemmadur ebet. Pa vez talvoudegezh un dra bennak, ur varc'hadourezh bennak neuze e veze graet ar c'hemmadur p-b. Met atav e lavarer "daou briz". Kudenn ar ger priz a zo eta da geñveriañ gant hini ar ger pouez Hervezañ eta eo gourel ar ger "priz" e Treger, daoust d'ar c'hemmadur a c'hoarvez a-wechoù hervez ar ster.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Du 2013 da 10:24 (UTC)[respont]
Arguzennoù hag a seblant klotañ mat ouzh ar pezh a gaver e-barzh Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ (131. Genre et opposition abstrait-concret) gant F. Favereau, ya.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Du 2013 da 10:53 (UTC)[respont]

Seblantoù

[kemmañ ar vammenn]

Uheloc'h e lennan: Evel ma lavarez mat uheloc'h «e seblant bezañ benel ar ger "trouz" dindan bluenn Fañch an Uhel», e seblant bezañ ya, ... Kalz gerioù a seblant bezañ en ur jener bennak... ma kroger da lakaat arvar diwar o fenn holl n'eus fin ebet... Met c'hoari tud fin ar yezhadurioù eo, ar re fin a wel sklaer dindan ar seblantoù ... Daoust da se n'eo ket ken asur se an tezennoù ha martezeoù dispaket dimp pa seller ouzh ar skouerioù dindan pluennoù brezhonegerien : ar paourkaezh Fañch an Uhel ne anaveze ket Yezhadurioù Kervella na Favreau. Hag an Dregeriz a anaveze hini Kervella, evel Gros ha Konan, ne oant ket re nec'het gant Yezhadurioù pa gavent ne glote ket gant o brezhoneg. un dra all :

  • aes eo kompren an diforc'h graet etre ur pouez (benveg) hag ar bouez; (ponnerded),
  • diaesoc'h e kavan ober kemm etre ar priz (loreoù) hag ar briz (talvoudegezh), met sur on ez eus soutiloc'h egedon
  • met an hini a gavo ur c'hemm bennak etre un trouz hag un drouz ra zisplego dimp amañ da welout.

Setu perak e kinnigan, da c'hortoz : a) leuskel e vez gwregel ar gerioù-se e Treger alies (pezh zo gwir bater, hag a zo bet klasket skarzhañ ac'hann en desped d'ar skiant vat) b) kinnig ul levrlennadurezh da neb a fell dezhañ gouzout hiroc'h war tezennoù an eil hag egile. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Du 2013 da 13:21 (UTC)[respont]

Sed amañ da-heul an notenn a oa bet ouzhpennet gant ar re o devoa graet war-dro kempenn Kontadennoù ar Bobl : "73 - "trouz" a zo gwregel evit an Uhel." (levrenn I, pajenn 40) kenkent hag en em gavet gante kentañ meneg eus un drouz.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Du 2013 da 14:28 (UTC)[respont]

"Daou briz" a vije benel eta (brav, setu "skiant vat"!). Poent eo lakaat ar ger "tra" da vezañ benel ivez, pa lavarer "un dra vat", ha labour ivez peogwir e lavarer "labour Vat" (gant kemmadur dre vlotaat), setu gerioù benel a-feson!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Du 2013 da 15:28 (UTC)[respont]

Na pegen torr-penn ! Bugale oc'h a-benn ar fin ? War a seblant, n'oc'h ket gouest, nag an eil nag egile, da vreutaat hep na savje trouz (gourel pe venel n'eus forzh) : gwell eo ganin 'ta mont d'ober war-dro krampouezh all. Yac'hoc'h e vo, hep mar na marteze !--Prieladkozh (kaozeal) 29 Du 2013 da 15:39 (UTC)[respont]
Setu amañ un den anavezet a-walc'h evit gouzout eus ar brezhoneg komzet hag a zispleg ar c'hemm etre "an drouz" hag "an trouz" [5]: «C'est le cas du mot trouz (pas partout): An trouz: le bruit en général; An drouz: en parlant d'un bruit particulier. Ne blij ket an trouz din. Ne blij ket an drouz-se din.»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Kzu 2013 da 12:50 (UTC)[respont]

Un ali eo ... heuliet gant un ali all kontrol kenkent : "(pas partout)" ... se ra daou ali gant un den. Met ar skouerioù dastumet er wiki-geriadur a ya kentoc'h a-du gant an eil. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Kzu 2013 da 16:08 (UTC)[respont]

Goulennet ez poa: «met an hini a gavo ur c'hemm bennak etre un trouz hag un drouz ra zisplego dimp amañ da welout.» Pa vez graet, e tinac'hez evel boaz… An dra gentañ a vefe dit d'ober eo lenn aketus ar pezh a vez skrivet amañ, rak anat eo abaoe an deroù ne lennez ket pizh ha pervezh ar pezh a vez skrivet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Kzu 2013 da 17:38 (UTC)[respont]
«Trouz, n. masc. (du) bruit. Le mot devient féminin en parlant d'un bruit particulier, d'un boucan J.Y. Plourin, Tammoù gwaskin, Armeline, 2005, p.440.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Kzu 2013 da 20:39 (UTC)[respont]
«(an) trous, (le) bruitun drous, un bruit précis; un boucan» J.Y. Plourin, Initiation au breton familier et argotique, Armeline, 2000, p.14.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Kzu 2013 da 20:51 (UTC)[respont]

Un ali kontrol: an drouz, gant Jarl Priel. 192.134.241.43 2 Kzu 2013 da 07:14 (UTC)[respont]

Skrivet em boa: met an hini a gavo ur c'hemm bennak etre un trouz hag un drouz ra zisplego dimp amañ da welout. Marteze ne oa ket bet lennet "pizh ha pervez" ma frazennig, peogwir ne welan amañ nemet skouerioù Plourin gant ar c'hemm etre an trouz hag un drouz. E Yezhadur Favereau e kaver kemm etre "an drouz hag un trouz", ar c'hontrol mik eta. Gwelout : https://br.wiktionary.org/wiki/trouz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Kzu 2013 da 12:06 (UTC)[respont]

Trouz bepred

[kemmañ ar vammenn]

Binvioù 'zo a vefe dav ober gante a-raok sevel pennadoù. En o zouez emañ Geriadur Istorel ar Brezhoneg. Gwelet e vefe bet eno skridoù e rannyezh Gwened gant ur c'hemmadur dre vlotaat er ger trouz (pe hep): "un drouz vras" (Levr al Labourer), hag e ro evit Dihunamb "pell diouzh an trouz" ha "nag un drouz".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Kzu 2013 da 09:15 (UTC)[respont]

Pegen brav gellout kaout alioù ken talvoudus! "Binvioù 'zo a vefe dav ober gante a-raok sevel pennadoù". Ma'z pije sellet ouzh ar pennad er wikigeriadur ez pije gwelet ar skouerioù-se pell zo. 192.134.241.43 3 Kzu 2013 da 11:36 (UTC)[respont]
N'on ket boas kaozeal gant tud a gav gwelloc'h chom kuzhet a-drek un IP evit klask trouz. Lavaret a rin memes tra e talvez ar «pell zo» kement ha "7 devezh" hag e talvez «skouerioù» kement ha "skouer". Ouzhpenn-se ar Wikeriadur n'eo ket ar Wikipedia, ha din da c'houzout J. Gwilhom a zo Gwenedour ha n'eo ket Tregeriad, ha Dihunamb ne veze ket skrivet e tregerieg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Kzu 2013 da 13:20 (UTC)[respont]

Boaz da gaozeal, mar kredan laret. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Kzu 2013 da 14:55 (UTC)[respont]

Ya, fazi skritur ganin, met n'on ket boas ivez da gaozeal gant tud hag a gav gwelloc'h chom kuzhet a-drek un IP evit klask trouz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Kzu 2013 da 16:30 (UTC)[respont]
Dave d'ar skouerioù gwenedek a welan-me e-barzh ar frazenn met skouerioù skrivet a gaver ivez e yezh Gwened. Met daoulagad fall am eus marteze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Kzu 2013 da 20:20 (UTC)[respont]

Ul listennad pe ur pennad

[kemmañ ar vammenn]

En ul listennad evel homañ ne vo ket studiet pep ger evel en ur yezhadur, anat. Kavout un doare da ginnig zo d'ober, gant un tamm bolontez vat, pezh a ra diouer e pennoù zo. Da c'hortoz, skrivañ ez eo benel ar gerioù hervez Gros ha Konan n'eo nemet ar wirionez peogwir eo skrivet gante o-unan en o levrioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Du 2013 da 16:06 (UTC)[respont]