Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Merour (N)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Salut dit Neal,

Evidon-me, re ziwezhat eo evit cheñch reolennoù ar votadeg. Tud a sonj n'out ket neptu en afer-mañ hag an dra-se a vije kavet evel ur brouenn neptuegezh.

Gwelet em eus ar pennadoù Tintin Anna ha kavout a ran anezho mat a walc'h.

--Paotr 8 Du 2006 da 12:04 (UTC)[respont]

trugarez vras dit evit da respont ken prim all. ya, a-du on ganez ha da gompren mat-tre a ran. ma vije bet savet a-du an implijerez Tintin Anna gant an dibab ma oan bet savet me a-du gantañ em bije gallet he stankañ hep kudenn ebet. met ur gudenn eo memestra pa vez votet ggant tud ne raent netra a-hend-all. ret e vije bet din lakaat ur reolenn marteze evit sklaeraat pesuert tud a c'helle votiñ pe get, met re wir n'em eus ket graet ha bremañ emañ re diwezhat evit kemmañ ar reolennoù.

--Merour (N) 8 Du 2006 da 12:13 (UTC)[respont]

Ma c'hellan lavaret ma soñj war an afer-mañ: d'ar 5 ez a ar Merour da c'houlenn digant Tintin Anna dont da votiñ, ha pa ra, e lak-eñ arvar war he vot! N'eo ket "fair play". Soñj 'm eus eus pennadoù Tintin Anna, mat ha plijus e oant, ha reizh ha yac'h ar yezh anezho (ar pezh a zo ral a-walc'h gant Wikipedia.br). Salv ma kendalc'ho. Rognogno 8 Du 2006 da 12:27 (UTC)[respont]

ya, ar gwir a zo ganit. digarezioù a bedan. ur goulenn ne oa ket ha c'hoant am boa bet kaout ali ur merour all d'an nebeutañ (an hini all n'emañ ket oberiant abaoe pell) a-raok ober tra pe dra. kaset e vo ma digarezioù personel d'an implijerez-se. --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:31 (UTC)[respont]

Reolennoù votadeg

[kemmañ ar vammenn]

Setu ma c'hinnig :

  • ret eo bezan enrollet evel wikipedour/ez abaoe ur miz-so (?)
  • ret eo bezan krouer/ez un dek-bennak pennad

ha pa zo lañset ur votadeg

  • ret e vije rein un deiziad echuiñ (da skouer : 10 pe 15 devezh goude an deiz ma z'eo lanset)
  • ret eo kemenn ar votadeg (war ar bajenn degemer (?))

--Paotr 8 Du 2006 da 12:43 (UTC)[respont]


a-du penn-da-benn. 10 pennad a zo re nebeut d'am soñj atav. kinnig a ran 50 edit en holl, en o zouez 10 pennad krouet d'an nebeutañ. --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:52 (UTC)[respont]

War a seblant z'eus bet krouet nebeut-tre a pennadoù gant Tintin Anna (5 pe 6). Ha n'he deus nemet 14 edit. D'am soñj e vije ret lakaat ur reolenn war piv en deus ar gwir votiñ. Ouzhpenn a rafen da kinnigoù Paotr ar redi da gaout un 50 edit bennak d'an nebeutañ (ar reolenn a vez kavet war ar wikipediaoù all). Benoni 8 Du 2006 da 13:27 (UTC)[respont]

Souezhusat tra!

[kemmañ ar vammenn]

Kavout a ran souezhus a-walc'h an degasadenoù da heul (e druz eo bet lakaet ganin) hag a zo bet tu da lenn er pennad Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut):

"Adlakaat a ran ma evezhiadenn a zo bet tennet: sur eo emañ a-du an holl war ster ar ger "damvrezhonekaat", ha war pegement a vrezhonekaat zo e-barzh "dam"? Bernez Bernioù 8 Du 2006 da 14:33 (UTC)"[respont]

Dave a ra an degasadenn-se da homañ:

"Daoust a-du emañ an dud amañ war ster ar ger damvrezhonekaat? Pegement a zamvrezhonekaat? Seine-ha-Oise? pe Sena-ha-Oaz? Bianchi-Bihan 7 Du 2006 da 17:32 (UTC)"[respont]

N'eo ket difennet d'un implijer/ez kaout meur a gont. Ganin-me eo bet savet daou gont disheñvel, met klasket am eus bezañ onest ha lakaat sklaer gant peseurt implijer emañ dalc'het an daou gont ha perak (unan evel implijer hag egile evel merour). Met n'eo ket ret disklêriañ gant piv emañ dalc'het pep kont ivez. Un draig disheñvel-mik an hini eo, avat, klask votiñ meur a wezh a-drugarez d'ar fed m'emañ dalc'het meur a gont gant an hevelep implijer/ez. Drolig a-walc'h e kavan an degasadennoù a c'helelr lenn uheloc'h e-keñver se. Kaset e vo da benn ganin ma zammig enklask evel merour evit kadarnaat hag-eñ emañ dalc'het an daou gant-se gant ar memes den (marteze n'int ket) dre geñveriañ an IPoù implijet gante ha ma teu war wel e vije bet klasket votiñ div wezh gant an hevelep implijer e vo stanket pep kont dindan ar emes IP ha nullet an holl votoù bet graet gant implijerion/ezed-se. Reuz a-walc'h zo hep mont da glask pelloc'h. setu, n'eo ket bet tamallet hini ebet betek-hen, met klasket e vo goût petra a c'hoarvez.--Merour (N) 8 Du 2006 da 17:20 (UTC)[respont]

Disoc'h an enklask betek-hen

[kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez un IP disheñvel gant an daou implijer. Unan anezhe a zo un IP implijet en ul lec'h foran. Egile a c'hellfe bezañ un IP prevez. Prouenn ebet betek-hen neuze.

Beñ, emañ Tugdual em c'hichen (ma mab yaouankañ eo...) ha souezhet eo ivez, èl-rezon. Kadbzh 9 Du 2006 da 19:46 (UTC)[respont]

respontet
Hueliad ha respontoù betek-hen amañ
Ken koulz 'vo gober get ar ger "etrebroadel" SKORPION (latin, gresianek, izelvoek, gallek, spagnolek... 'giz-se e raer gant 5 yezh) evit ar SKORPION ha lezel "Krug" ha "C'hwil-krug" èl m'emaint. Goulennomp alioù fur arall, n'eus ket pres... A galon. Klaod. Mont a ran da welet e kmbrg memes tra. Kadbzh 9 Du 2006 da 20:15 (UTC)

Adtapet diwar "http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Kadbzh"

Gireg Konan a c'hellahe gouzout hiroc'h. Kadbzh 9 Du 2006 da 20:18 (UTC)[respont]
Kembraeg: ysgorpion [-au, m.]
Siwper! Dreist! Spi 'm'eus ne hunvrein ket 'ba' kruged tuchant! A galon. Klaod. Kadbzh 9 Du 2006 da 21:36 (UTC)[respont]

Check user

[kemmañ ar vammenn]

Hi Merour (N), if you want to compare the IP's used by different users you can ask a steward on meta (placing a request on m:Requests for CheckUser information) or you can choose/elect a user on your local wiki that will have checkuser rights, so that you can handle this kind of problems internally. I will do the check for you and will let you know ASAP. --Snowdog 8 Du 2006 da 23:18 (UTC)[respont]

But you have to tell me who are the users to check. You can contact me here or send me an e-mail. --Snowdog 8 Du 2006 da 23:24 (UTC)[respont]

I have the results. The 2 users use different IP addresses, so it's unlikely that they are the same person. One of them has an IP assigned to the Universite de Haute Bretagne, Rennes II, this means and this IP is likely to be shared with other accounts (other student or professors), but in this case the IP address isn't enough to determine if two accounts are used by the same person.

Regards,

--Snowdog 9 Du 2006 da 11:25 (UTC)[respont]

--Snowdog 9 Du 2006 da 13:16 (UTC)[respont]

Pedet oc'h, aotrou merour, en un doare seven, da baouez da zistruj ma fennadoù (gregach). Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 22:05 (UTC)[respont]

n'eo ket peogwir e vez savet pennadoù gant unan bennak ma rankont menel hep bezañ kemmet pe c'hoazh skarzhet. Skarzhet e oa bet ar pennad-mañ peogwir ne glote ket gant unan eus palioù pennañ ar wikipedia ha n'eo ket evit abeg ebet all, da lâret eo e oa bet savet ar openand evel ma vije ar wikipedia ur geriadur:
"Tri dezverk pennañ zo d'ar raktres Wikipedia hag a laka anezhañ da vezañ hep e bar. Drezo-holl emañ termenet lec'h Wikipedia war ar World Wide Web:
  • Da gentañ-penn ez eo ar raktres hini savidigezh un holloueziadur. N'eo ket ur geriadur nag ur forom eskemm nag ur Roll chomlec'hioù Web eta. Sellet ouzh Ar pezh n'eo ket Wikipedia. N'eo ket Wikipedia ur Wikeriadur met degemeret e vez ennañ al labourioù divrazañ, labourioù divrazañ mat gant un deskrivadur berr, diouzh doare ur geriadur."
arabat mont da adlakaat ar penand-se en-dro, a-hendall e vo stanket ar bajenning gant an adkas warni.

--Merour (N) 12 Du 2006 da 08:11 (UTC)[respont]

Trugarez. Ezhomm a vez da zegas da soñj eo NERZH EO AR GALLOUD.

Re a c'halloud en un dorn. Ar memes den a varn hag a gondaon, a zistruj pennadoù, a denn skeudennoù, a zibab an anvioù dereat: gresianeg (anv ebet eus gregach ken), Erau (Hérault n'eo ket mat). Un tamm demokratelezh hag un tamm furnez ne rafe ket a zroug.Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 09:05 (UTC)[respont]

galloud n'eo ket. lakaet out bet war evezh da chom a-sav d'ober tagadennoù personel. N'eus kudenn ebet gant reiñ abegoù ha klask leuskel da vennozhioù da drec'hiñ war ar re all. Mont a ra a-enep da reolennoù ar wikipedia avat bezañ diseven ha tagañ implijerion/ezed all (pe me pe unan all vefe, ne ra forzh) hag un DLE an hini eo evit ar verourion/ezed kastizañ seurt emdalc'hioù. Demokratlezh a-leizh ez eus bet - betek ma'z eo bet savet ur votadeg ganin evit klask dont a-benn da dikloulmañ un afer e oas chalet gantañ (votadeg diwar-benn stumm anvioù an Departamantoù) evel ma oar an holl ha pasianted am eus bet gant da dagadennoù hag an traoù faoz ac'h eus bet klasket lakaat war ma choug. re zo re. Ma vi stanket -- ha ma kendal'hez war an hent bet kroget gatañ e vi stanket buan a-walc'h -- n'eo ket abalamour d'az kredennoù na da bennadoù, met abalamourr d'az emdalc'h. marteze e fell dit c'hoari ar merzher etre daouarn un diktatour meur, met da afer-te an hini eo. Mat e vefe goût, memestra, m'ac'h out ken chalte all gant ma doare da verañ an traoù perak e teuas da dabutal ganin-me gwezh ha gwezh all e lec'h mont da c'houklenn ali ar verourion all (tri omp - n'on ket an hini nemetañ!)--Merour (N) 12 Du 2006 da 09:15 (UTC)[respont]

Vandalerezh ha merañ

[kemmañ ar vammenn]

Adlec'hiet eo bet ar gaozeadenn-mañ diwar ar pennad-mañ Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut) rak ne oa ket hennezh al lec'h dereat evit koazeal eus aferioù a d'an d'an doare da verañ ar wikipedia: --Merour (N) 12 Du 2006 da 09:15 (UTC)[respont]

==N'eo ket al lec'h==
Gouzout a ran n'eo ket al lec'h mat evit komz eus an traoù-se, met : gwelout a ran nevez ket implijet pajenn "an ti-chopin" (am boa kinniget kemm e anv e miz c'hwevrer, votadegoù zo a vez kaset buanoc'h en-dro). : Neuze...
Daoust ha n'eo ket vandalerezh distruj ar pennad gregach am boa savet dec'h?
Daoust ha n'eo ket vandalerezh tennañ skeudennoù dibabet ganin eus pennadoù krouet ganin (feskenn, bruched)?
E peseurt pennadoù all e vo lakaet urzh dereadegezh politikel : Warsowiki da ren (mousc'hoarzh)?
diaezet eo kompren perak e rez traoù pa c'houvezez ne dlefez ket o ober ("goût a ran n'eo ket amañ al lec'h, met...").
  • evit ar pezh a sell ouzh ar pennad "gregach". Nann, n'eo ket vandalerezh pa vez lakaet e pleustr gant ur merour reolennoù ar wikipedia ma rank an holl implijerion/ezed doujañ oute evel-just, dresit-holl pa vez roet displegadennoù diwar-benn an abegoù bet implijet evit ober ar c'hemm-nañ'r-c'hemm (s.o. Kaozeal:Gresianeg)
  • evit a sell ouzh ar skeudennoù stag ouzh ar pennad feskenn s.o. amañ.

--Merour (N) 12 Du 2006 da 08:21 (UTC)[respont]

N'eo ket vandalerezh eta distruj ur pennad, peogwir hel lavar an Aotrou Merour, ha n'hall ket vandaliñ. Kredomp e furnez e gomzoù.Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 08:53 (UTC)[respont]
Nann, n'eo ket vanadalerzh pa vez skarzhet ur pennad gant ur merour pe c'hoazh gant un implijer/ez keit ha ma vez graet en ur doujañ da reolennoù boutin mont-en-dro ha palioù pennañ wikipedia. Arabat klask lakaat an dud da grediñ n'eus forzh petra: skarzhet e oa bet ar pennad peogwir e oa anezhañ ur pennad geriadurel ha ne gloit ket neuze gant palioù ar wikipedia evel m'emañ displeget amañ.--Merour (N) 12 Du 2006 da 09:01 (UTC)[respont]
adlec'hiet e vo ar c'haozeadenn-mañ rak, evel m'anavez te da-unan, n'eo ket amañ al lec'h. Evel ma tenn da aferioù merañ bet kaset da benn ganin e vo kaset d'am fajenn verañ.--Merour (N) 12 Du 2006 da 09:01 (UTC)[respont]

Departamantoù Frañs

[kemmañ ar vammenn]

Skrivet 'poa : "Ne gomprenan ket re vat penaos e c'hell an hevelep den bezañ a-enep d'ar votadeg hec'h unan ha sevel ur c'hinnig evit ar votadeg-se ha kemer perzh er votadeg d'un tro. n'em boa ket bet amzer da respont dit diwar-benn da ginnig -- hag a gavan ken mat hag ar re all -- a-raok ma vije bet votet ganit. kemer perzh en ur votadeg a zo, d'am soñj, kevatal da anavezet ar votadeg, kea?" --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:10 (UTC)[respont]

N’ouzon ket petra a dalvez « bezañ a-enep d’ar votadeg hec’h unan » na petra eo « anavezet ar votadeg » evidout. Ar pep gwellañ evidon a vefe lakaat ar Wikipedia brezhonek da vont en-dro evel ma ra ar Wiki-où all (galleg, saozneg, da skouer) : sell ouzh Resolving disputes ha Discuss, don't vote. Pa’m boa gwelet war ma fajenn implijer, d’al lun 6 a viz Du, e oa bet digoret, d’ar sul vintin, ur bajenn tabutal anvet « Politikerezh envel departamantoù Frañs » e oan bet o welet. Peogwir e kave din ne oa mat nag an eil nag egile eus an daou ginnig a oa, em boa graet un trede kinnig war ar bajenn Kaozeadenn ha lakaet em boa ur gerig dit war da bajenn implijer. D’ar meurzh da noz, pa ne’m boa respont ebet eus da berzh em boa adkaset ar gerig-se d’an daou verour all. D’ar merc’her vintin em boa kavet respont Paotr a lavare din ouzhpennañ ma c’hinnig war ar bajenn Tabutal. Graet em boa diouzhtu. Kerkent e oa bet Benoni oc’h ober war-dro ma skrid, o kinnig anezhañ e-touez an traoù a oa tu da votiñ evito. Votet em eus, diouzhtu, evit ma c'hinnig. Netra souezhus en afer-se. --Llydawr 13 Du 2006 da 21:38 (UTC)[respont]

Digarez-me. Treuzkomprenet e oa bet ganin ha digarezioù a bedan diganit. Ret eo kompren avat n'eo ket dias kas da benn ur votadeg evel hounnezh war ma fenn ma unan en ur repont da dud a-hed ar wezh en ur vezañ taget ez-personel hag o klask lakaat brud fall war ma fenn. Digarez.--Merour (N) 14 Du 2006 da 10:09 (UTC)[respont]

Ar pennad "Moniteur Ordinateur"

[kemmañ ar vammenn]

Beñ....ya! e soñj din e vije reizh pa 'meus skrivet pennadoù a-zivout an unvez gwereañ (monitor) hag ar skrammoù (hag am eus d'ober c'hoazh : ur pennad evit pep rizh skramm (3 neuze); danzeet eo bet ar pennad "Skramm" evit se just a-walc'h). Hag ouzhpenn, pa wellan doare skrivañ ar pennad "Moniteur ordinateur" Hummm ......Arverañ ur brezhoneg arnevez azas ouzh ar c'halvezoniezhioù arnevez e soñj din e ranker ober da lakaat ar brezhoneg-se da vezañ anavezet tamm ha tamm (pa e vez arveret da dreiñ meziantoù ouzhpenn-se bremañ ec'h ouzhpennfen...) Salut dit...a-greiz kalon --Padraig Marc'heg 17 Du 2006 da 19:47 (UTC)[respont]

Graet Graet - diverket eo bet. A-du ganit penn-da-benn--Merour (N) 17 Du 2006 da 20:24 (UTC)[respont]

Tagadenn robotek

[kemmañ ar vammenn]

Ha moaien 'zo dit goulenn eus pelec'h eo deuet an dagadenn a zo bet en deiz all war Wiki (goulenn an IP da sk., evel ma'z poa graet evit ur afer all)? Rak mar deu eus Bro-C'hall, lakaomp, e c'hallfe bezañ unan eus ar re a glask laou e loeroù benoni war wiki gallek. Ma vefe ya ar respont, e vefe moaien en dro-se da c'houlenn gwiriañ IPoù unan pe zaou eus ar re a glask stankañ benoni (klemm a reont war-lerc'h ar wiki br war wiki fr) hag evel-se kaout an dalc'h. Rognogno 21 Du 2006 da 20:13 (UTC)[respont]

ya, ne vefe ket fall hen goût. ober a rin.--Neal 21 Du 2006 da 20:34 (UTC)[respont]

Goulennet eo bet dija gant Benoni [amañ]

Evit goût piv a zo a-drek d'un IP bennaket e c'heller implijout ar [benveg-mañ]

A galon --Merour (N) 22 Du 2006 da 18:19 (UTC)[respont]

Kinnig Neal evit ar vot war ar merourien nevez

[kemmañ ar vammenn]

A-du hon gant kinnig Neal. Hag evel-se, ma fell d'un trede wikipedian en em ginnig, e c'hell en ober p'en deus c'hoant: bez e vo goude-se pemzektez vot etre ar mare ma vo ofisiel e ginnig hag ar mare ma vo klozet ar vot. A galon, Benoni 1 Kzu 2006 da 13:16 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù

[kemmañ ar vammenn]

Ma gwellañ gourc'hemmenoù. Dont a rez da vezañ ar pevare merour dilennet an implijerion/ezed ar Wikipedia-mañ. Ra vefomp pemp emberr... --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:56 (UTC)[respont]

Ok, mat.+

Goulennet 'p eus an oustilhoù merour evidon? Amañ e vez goulennet : [1]. A galon, Benoni 4 Kzu 2006 da 10:41 (UTC)[respont]

evel ma welez ez eus ur gudennig c'hoazh gant ar patromoù - lamet e vez ul linenn war lerc'h lod anezhe met pas gnt an holl... Perak 'ta??!! --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:58 (UTC)[respont]

Aï. Tu zo dit reiñ din ur skouer eus ur patrom gant kudennoù? Mont o vont da glask reizhañ ar c'hudennoù... Benoni 4 Kzu 2006 da 10:41 (UTC)[respont]

Kudennoù abalamour da doareoù-ober Bianchi-Bihan adarre

[kemmañ ar vammenn]

Eilet diwar: Kaozeal:Odisseus

"Kroget em eus ar pennad Odisseus hag em eus gwelet e oa bet krouet ur skourr all teir eur goude dindan Ulises.
Brav ha soutil e vefe harzhañ ar sach-disach, kuit da goll un tamm startijenn dre grouiñ bep eil stub.
MP 10 Kzu 2006 da 19:35 (UTC)"[respont]

Istor ar penandoù-se:

Odisseia 8 Kzu 2006 da 15:28 gant MP
Odisseus 8 Kzu 2006 da 15:33 MP
Ulises 8 Kzu 2006 da 18:17 Bianchi-Bihan

Ar gudenn:

N'eo ket amañ ur gudenn dibab ur stumm reizh ("Odisseus" pe "Ulises") met doare-labourat hag emdalc'h implijerion/ezed resis zo (liester pe unander, n'¡on ket re sur ivez e gwirionez rak posubl eo e vefe implijet lieskontoù).

Ne gomprenan ket re vat c'hoari Bianchi-Bihan - bewech ma vez kemennet dezhañ chom hep ober un dra bennak e rank hen ober diouzhtu ur wezh all e lec'h all. Displeget eo bet e ranker diverkañ hag enteuzeiñ pajennoù doubl. Gantañ e vez goulennet kaozeal atav ha koulskoude mar fell dezhañ ober un dra bennak e ra hep kaozeal. Amañ da skouer e vije bet ret lakaat un evezhiadenn war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad bet krouet dija "Odisseus " o c'houlenn hag-eñ e vefe gwell sevel ar pennad pennañ dindan an anv-se pe dindan an anv "Ulises" pe ar c'hontrol ha sevel adkasoù kenetreze.

Reuz emañ o lakaat er gumuniezh dre e emzalc'h o labourat hep tamm spered skipailh ebet evel ma c'hell pep hini ober diouzh e soñj war ur raktres a-stroll.

Diseven eo bet an implijer-mañ, ne douj ket d'ar reolennoù, tagañ a ra implijerion/ezed all ez-personel e lec'h arguzenniñ evit difenn e sav-poent.

N'eus ket nemedon bremañ war a welan hag a zo aet skuizh gant e doareoù war ar raktres-mañ. Ouzhpenn-se n'on ket sur ne vefe ket implijet meur a gont gantañ evit mergodenniñ, met n'on ket deuet a-benn da gaout prouennoù c'hoazh.

Petra ober? Ezhomm am eus kaout ali merourion all rak a-hendall e vo tamallet din ober bezañ tuek.

Naetaet eo bet e bajenn gaozeal gantañ nevezig 'zo (hep he diellaouiñ evel ma oa bet kinniget dezhañ ober). Setu, evit goût hiroc'h e ranki mont war istor ar bajenn-se d'ar 7 Kzu 2006 da 18:19

--Merour (N) 10 Kzu 2006 da 20:26 (UTC)[respont]

D'am soñj eo ret ober un dra ofisiel ar wech-mañ. Da gentañ penn kendeuziñ Ulises hag Odiseus (hag un adkas eus ar bajenn-all). Goude-se lakaat ur pennad kemenn war bajenn Bianchi-Bihan o lavar dezhañ emañ evezhiet abalamour d'e emzalc'h (ur patrom a zo d'am soñj dija evit seurt kemennoù) hag e vo stanket pad ur c'houlzad ma gendalc'h da lakaat reuz er wiki brezhoneg... Gwelloc'h e vije da Fulup ober kement-mañ pa n'eo morse bet taget gant B-B c'hoazh... Benoni 10 Kzu 2006 da 20:34 (UTC)[respont]
Ac'ha evit ma vefen-me taget da'm zro ivez (fent)! Re ziwezhat eo paotred, paket em eus ma fegement gantañ goude merenn! Ma, kemeret em eus ar boan da adlenn tout an istorioù a oa bet gant Bianchi er mizioù diwezhañ pa oan gant ma wikitroc'h. Evit doare n'eo ket ar wech kentañ hag, evit ar pezh a sell ouzhin, evel merour, e kavan e ranker tremen kalz re a amzer oc'h adkempenn an traoù war-lerc'h tud na gemeront ket ar boan da heuliañ ar reolennoù stroll (evel pa vez ret lakaat 2 bajenn da gendeuziñ, sevel adkasoù, diverkañ pajennoù hag all). Ne gomzan ket eus ar Wikipedourien nevez a fazi peogwir n'int ket boas d'ar benveg c'hoazh. Gant tout se, dre ma n'emaon ket re enervet c'hoazh (nevez-adkroget) ez on ali e c'haller klask komz gantañ ur wech all war e bajenn gaozeal. Ma ne'z a ket an traoù war blaenaat e vo tu da lakaat ur c'hemenn diwall. Mat eo din ober kement-mañ m'eo se a fell deoc'h. Lakait din ho soñj war ma fajenn gaozeal. Fulup 10 Kzu 2006 da 21:31 (UTC)[respont]
Ma 't eus amzer, ez eus tu dit klask komz gantañ ur wech diwezhañ war e bajenn gaozeal. N'on ket gwall sur e servijo d'un dra bennak p'en deus, asambles gant e "skeudenn/mergodenn" Bernez Bernioù, c'hoariet da lakaat reuz war ar wikipedia dibaoe mizioù... Met piv oar... Benoni 11 Kzu 2006 da 00:26 (UTC)[respont]

Bianchi hag e bennadoù doubl

[kemmañ ar vammenn]

Ma, laosket em eus un evezhiadenn war bajenn gaozeal Bianchi. Gwelet e vo. Fulup 11 Kzu 2006 da 21:05 (UTC)[respont]

Kudenn embann-diembann

[kemmañ ar vammenn]

Salut, n'ouzon ket ma dalv reolenn an tri revert war ar wikipedia brezhoneg, met daoust hag eñ vije tu lavar da MP sioulaat, ha reiñ dezhañ ur c'hemenn evezh? Gwelet amañ an tabut kenetrezomp: [2], [3], [4]. Ur seurt tabut 'm oa bet gantañ an hañv paseet dija, hag aet hon skuizh gant e doare silañ e batromoù war degadoù a pajennoù, hag o nac'h war lerc'h d'ar re a labour e gwirionez war ar pajennoù-se da cheñch plas pe da lammañ kuit ar patromoù-se. Prest eo eñ evit-se d'ober brezelioù embann difin... Benoni 17 Kzu 2006 da 00:09 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket perak ne vefe barnet ar cheñchamantoù nemet gant an hini en deus kroget pajenn-mañ-pajenn.

Par-ha-par omp war ar wiki pe n'omp ket ?

  • cheñchet em eus (MP) ur pennad d'an 10.
  • revert kentañ gant Benoni d'an 13
  • revert kentañ gant MP d'ar 15
  • eil revert gant Benoni d'ar 16 (19:52)
  • eil revert gant MP d'ar 16 (20:12)
  • trede revert gant Benoni d'ar 16 (23:10)
  • trede revert gant MP d'ar 16 (23:31)
  • pevare revert gant Benoni d'ar 16 (23:40)
  • pevare revert gant MP d'ar 16 (23:45) + ur pennad lezet ganin [en ti-chopin]

Prest eo eñ evit-se d'ober brezelioù embann difin. > diaweled ? MP

Salut, Ur gemenadenn 'm eus laosket dit war da bajenn merour. Ur gudenn bras 'm eus gant MP. Kavout a ran hag e doare ober a zo ur seurt spam: krouiñ ur patrom a lakaat anezhañ war lerc'h war degadoù a bajennoù, ha bewech e lerc'h ma vo gwelet ar gwellañ: e laez ar bajenn!!! Hag ouzhpenn-se e teu da vezañ tagus diouzhtu pa vez klasket lammañ kuit e spammoù! Kavout a ran didereat seut emzalc'h... Petra soñjez? A galon, Benoni 17 Kzu 2006 da 09:37 (UTC)[respont]

Mat e vefe klask dont a-benn da gaout un diskoulm dre en em glevet seder etrezoc'h o-taou da gentañ. Setu, kinnig a ran un diskoulm a c'hellfe talvezout marteze evit sioulaat an traoù hep mont da c'hoût gant piv emañ ar gwir en afer-mañ. Ret eo klask mont war-raok atav ha tizhout kenemglevioù evit gallout leuskel a-drek ar c'hudennoù da vat ar buanañ ma c'heller. Ma komprenan mat e sav ar gudenn diwar ar fed ma ve lakaet ur patrom resis (Patrom:barrenn-glask) e-krec'h pennadoù o tennañ d'an dachenn-se. Gwir eo n'eo ket gwall vrav ar patrom, met mar kav d'un implijer/ez eo talvoudus-tre e implijout e c'hellfed kenderc'hel d'ober gantañ seul wezh ma vo kinklet bravoc'h ha lakaet e traoñ ar bajenn. Setu ma c'hinnig neuze: Adober ar patrom (ober a rin war-dro) hag e lakaet e traoñ ar pennadoù. Hag a-du oc'h? Kasit me ur gerig o lâret hag-eñ oc'h a-du gant ar c'hinnig-mañ war-eeun pe ma fell deoc'h ouzhpennañ tra pe dra pe sevel ur c'hinnig all. Btek ma vo tizhet un emglev e pedan chom a-sav da lakaat ar patrom-se war pennadoù all ha d'e dennañ diouzh pennadoù m'emañ bet lakaet warne dija. --Merour (N) 17 Kzu 2006 da 10:00 (UTC)[respont]

Bez 'zo dija ar patrom a-is:
Patrom:Portalioù roll
Ma zo ezhomm e vije tu marteze adlabourat ar patrom-mañ kentoc'h. Met da ziwall 'zo chom hep e pouneraat re...Benoni 17 Kzu 2006 da 16:54 (UTC)[respont]
Ur patrom all zo bet krouet c'hoazh gant MP:
Patrom:Porchedoù
Setu eta tri fatrom gant an hevelep pal. Ret e vije o kendeuziñ o zri en ur patrom graet mat hag efedus (dle brav ha pas re bounner) a vije tu lakaat e traoñv an holl porchedoù. Benoni 17 Kzu 2006 da 17:02 (UTC)[respont]

Salud dit Neal. Krouet eo bet YunBot evit rentañ servij d'ar wikipedourion (ha me en o zouez). Da skouer pa vo divizet tennañ ar patrom {{Peurunvan}} diouzh ar pennadoù (miliadoù anezho a zo) e c'hello kemer al labour-se e-karg. Ma ve divizet cheñch anv ur rummad e c'hello ober se ivez, memes tra ma ve divizet cheñch anv d'ur patrom a vez implijet war meur a bajenn.--Yun 17 Kzu 2006 da 14:55 (UTC)[respont]

Pempvet revert gant Benoni

[kemmañ ar vammenn]

Goulenn a ran e vefe kaset ur c'hemenn-evezh dezhañ. Kaozeadenn_Patrom:Barrenn-glask#Tri_fatrom. MP 17 Kzu 2006 da 17:33 (UTC)[respont]

N'em eus ket graet ur revert: ur c'hemm am eus kaset nemetken o heuilhañ alioù Neal. Skuizh hon kaout atav MP war ma seulioù evel ur bulldog. Vakañsoù oa bet evidon ar prantad ma na oa ket war wikipedia. Echu ar vakañsoù siwazh! Benoni 17 Kzu 2006 da 17:40 (UTC)[respont]

An_ti-chopin#Pempvet_revert_gant_Benoni. MP

Brav eo da vBenoni asantiñ da gement-se goude bezañ cheñchet ar Porched:Egiptopedia hiziv. Goulenn groñs a ran diganit e cheñchfez ar porched da lakaat anezhañ evel ma oa kent ar revert gant Benoni. Evit pezh a sell paouez da c'hoari gant se : sell izelloc'h (niverenn 2). Ne lennan ket pelec'h Benoni en deus respontet dit. en un doare a zo akord gant e oberioù. MP 17 Kzu 2006 da 19:12 (UTC)[respont]


Diverket eo bet pezh a zisplije dezhañ : ur revert eo. Kaozeadenn_Implijer:Benoni#Douja.C3.B1s_paotrig_.21 MP 17 Kzu 2006 da 17:48 (UTC)[respont]

Heuilhet zo bet ganin kinnigoù ur merour. Doujet 'm eus da reolennoù ar wiki. Ar pezh n'eus ket fellet dit ober. Setu paouez kontañ bidennoù bremañ!Benoni 17 Kzu 2006 da 17:52 (UTC)[respont]
Goulennet e oa gortoz e vefe akord an dud war un disoc'h bennak. Benoni en deus plantet an traoù dre ret. Ne ziskouez ket bezañ gwall demokrat rak ar gaoz a zisplij dezhañ. Ar c'hozh kaozioù a blij dezhañ kement : kontañ bidennoù, Desk lenn, livañ gevier... MP 17 Kzu 2006 da 18:01 (UTC)[respont]
Frazenn rik Neal a zo : "Btek ma vo tizhet un emglev e pedan chom a-sav da lakaat ar patrom-se war pennadoù all ha d'e dennañ diouzh pennadoù m'emañ bet lakaet warne dija". Setu ma ne gomprenes brezhoneg n'eo ket dre ma fazi...Benoni 17 Kzu 2006 da 18:08 (UTC)[respont]
  1. Pelec'h emañ an emglev a gomzez ?
  2. Gwelout a ran : arabat tennañ pe lakaat ar patrom.
  3. Ret eo dit paouez da gunujenniñ ac'hanon. MP 17 Kzu 2006 da 18:10 (UTC)[respont]
Pempvet revert gant Benoni
[kemmañ ar vammenn]

Goulenn a ran e vefe kaset ur c'hemenn-evezh dezhañ.


Evit pezh a sell ar patrom em boa respontet ivez amañ d'ar 17 (12:09). MP 17 Kzu 2006 da 19:22 (UTC) Graet Mat eo. Trugarez.--Neal 17 Kzu 2006 da 19:47 (UTC)[respont]

[[5]]

Salud dit. Kroget en deus YunBot gant e labour. Tennet en deus Indo-European evit skrivañ Indezeuropek er pennadoù a implij ar Patrom:Lang (37 pennad a zo bet kemmet evel se). War e roll-labour en deus da lakaat livfamilh e-lec'h familycolor er pennadoù a ra gant ar patrom-se. Ne fell ket din e vefe aloubet ar bajenn Kemmoù diwezhañ gantañ, setu e c'houlennan an dezvad/statud Bot evitañ ganit a-raok kenderc'hel ganti.--Yun 19 Kzu 2006 da 18:22 (UTC)[respont]

Kerne-Veur

[kemmañ ar vammenn]

Evit kêrioù Kerne-Veur, perak 'zo bet tennet ganit a-wechoù ar furm e saosneg, ha laosket gwechoù all? Benoni 20 Kzu 2006 da 15:14 (UTC)[respont]

ma soñj a oa o feurgerneveurekaat an holl anezhe ha tennañ kuit al liammoù marv a gase betek pennadoù goullo war ar Wikipedia e kerneveureg ha tennañ an holl stummoù saoznek ur wezh ma vo bet savet ur pennad diwar o fenn war ar Wikipedia brezhoneg rak evel-se e c'hellfe an neb a felle dezhañ/i anaout an anv e saozneg mont da welet war-eeun war bep o fennad. Stummoù all em boa leusket e saozneg da c'hortoz evit gallout lec'hiañ ar penadoù a denne d'al lec'hioù-se war ar Wikipedia e saozneg hep ma vije bet savet ur pennad diwar o fenn war ar Wikipedia e kerneveureg.

--Merour (N) 20 Kzu 2006 da 15:19 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet 'zo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh. Sellet amañ evit an abegoù. Lavarit din petra soñjit. Ouzhpennañ a ran: ne savan ket pennadoù war Gresia ha ne gemeran ket perzh er C'hendiviz reoliata war an anvioù divoutin gresianek. Ne ran nemet barn emzalc'h Bianchi-Bihan. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 11:05 (UTC)[respont]

Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)[respont]

Demokratelezh

[kemmañ ar vammenn]

[[6]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:59 (UTC)[respont]

Planedennoù

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit da gemennadenn. Ma'z on aet e breskenn un tamm eo abalamour, dreist-holl, ne oa ket bet dalc'het kont tamm ebet eus ar pezh am boa klasket displegañ koulz war bajenn an ti-chopin, ha war bajenn gaozeal ar blanedenn-se. Bianchi-bihan en doa cheñchet an titl en ur lakaat "ober (evit ar poent) gant an anv a gaver gant Vallée pa n'ouzer ket eus pelec'h e teu an anv all". Mat. Displeget an traoù, roet daveennoù ha kement zo. Met unan all a zo aet da adlakaat an titl, hep bezañ lennet an traoù, anat eo, oc'h en em harpañ war ar pezh a lavare Bianchi-Bihan, met kement-se hepken evit lakaat e soñj personel da dalvezout. Ne oamp ket ken gant spered an "ober (evit ar poent)". Hag aet on-me da blantañ reuz e dibaboù ar re a zo o plediñ bremañ gant anvioù an doueed c'hresian evit lakaat o dibaboù da glotañ gant ma soñjoù personel, pe anvioù ar planedennoù, al loarennoù ? N'on ket. Kentel : Ar pep furañ a vije bet chom hep cheñch ken na vije bet roet an displegadurioù e oant o klask, ha dreist pep tra, lenn ar pezh a oa bet respontet.Iskomandant Marc'heg 10 Gen 2007 da 20:32 (UTC)[respont]

Plijet a-walc'h on gant an doare maz eo bet displeget an traoù gant Neal em fajenn (evit ur wech +) ha gant ar Marc'heg amañ. Peurvuiañ ne blij ket din kemm traoù a bouez (dibaboù politikel personel) hep abeg, ha sede perak e kavan gwell ober goulennoù peurvuiañ ha lezel an dud da gemm o-unan. Met gwir eo ivez ne ran ket evel se atav. Klask a ran bezañ fur, diaes eo rak n'eo ket ur pleg naturel, ha n'ouzon ket bezañ nag a vicher nag a vihanik. Klask a ran chom hep reiñ urzhioù avat, rak ne blij ket din kaout: n'omp ket bugale.
E pep pennad (e pep levr) ez eus dibaboù yezh. N'int ket ma re? Ne vern. Gant darn e c'hallin kenlabourat, gant re all ne rin ket. Ha mat ar jeu. Ouzhpenn un dislavar zo dre ar wiki. N'eo ket graet evit bezañ peurvat bremañ, met evit bezañ tamm-ha-tamm.
Kentel: displegañ sioulik ar rag hag ar perag pa ouzer ez eus bec'h da gaout. Bec'h a vo atav, met displegañ dre an hir war-lerc'h, e-lec'h ober berr-ha-berr a-raok zo koll amzer. Ma! re hir eo bet ma c'haoz. ken ur wech all. Bianchi-Bihan 10 Gen 2007 da 22:23 (UTC)[respont]
Laouen on o welet on deuet a-benn da sioulaat an traoù un tammig. A-ezhoù e vez kemmet traoù diwar re a dizh ha neuze e c'hell an dud mont da gounariñ ken buan all. Goût a ran evel-just pegen aezet e c'hell an neb mont da fuloriñ evit traoù a gav dezhañ int pouezus-tre bet kemmet hep soñjal re. Setu, ra ma vo kaozeet ken m'en devez c'hoant an dud ha tabutet zoken kriz pe grisoc'h evit difenn sav-poent pep hini, met en ur chom hep kemmañ-digemmañ (un dra vat eo mont war-eeun da c'houlenn ali ur merour kentoc'h evit hen ober diouzhtu e-unan) hag en ur arguzenniñ taer met gant arguzennoù poellek kentoc'h evit ragadennoù personel. Spi am eus e vo tu doc'h d'en em glevet gwelloc'h bremañ war afer ar planedennoù... ha ret anzav ivez e oa deut brav ar pennadoù o tennañ d'a steredoniezh betek-hen.

A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Gen 2007 da 10:40 (UTC)[respont]

Kudenn dija gant ar planedennoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Skrivet az poa kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Penaos e rin-me evit mont e darempred gant ar verourien, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emaint eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)[respont]

Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:08 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket da emzalc'h Neal, klasket m'eus ober evel ma poa kuzuliet din. Aet on ivez e darempred gant an holl verourien peogwir az poa lavaret e oant prest da skoazellañ. Ne oa ket gwir. N'eus bet nemet unan o respont din (hag un tammig a-gostez, met trugarez dezhañ memestra). Te da-unan n'ec'h eus ket teurvezet respont zoken d'ar pezh am boa lakaet amañ. E-pad an amzer-se e kendalc'h an traoù a gavan diskiant d'ober o reuz. Koulskoude e seblante an holl bezañ ali amañ gwelout rannbennad 7, te ha Benoni da gentañ penn, evit lakaat kemm etre Thetys ha Tethis. Ha setu ma ya B. Bihan, daoust m'en doa heuilhet an diviz, hag ivez hini Nyx ha Nix, da lakaat Tetis hepken. Penaos e rin-me pa'z eus ul loarenn anvet Tethys hag un asteroidenn anvet Thetis ? Divadezet e vo kerkent ha savet anvioù ar pennadoù a c'hellfen sevel evit lakaat "Tetis" hepken ha mesk ? Ya, war ar seblant pa vez lezet d'ober (muioc'h a bres a vez da zivadeziñ an anv Ceres eget ar meskachoù a vez degaset gantañ, me ne gavan ket skiantel an emzalc'h-se). D'am soñj e ra a-ratozh kaer. Ne ro ket c'hoant labourat ken.Iskomandant Marc'heg 3 C'hwe 2007 da 20:47 (UTC)[respont]
Digarez-me evit bezañ chomet hep da respont met n'em boa ket graet rak me gave din e oa sklaer a-walc'h ar respont bet roet gant Fulup, ha me a-du gantañ. Marteze e voje bet ret din hen lâret evit ma vije bet sklaer. N'eus forzh penaos, daosut ha m'emañ gwir ez eus ul liamm (pe a c'hellfe bezañ) etre ar stummoù implijet evit ar steredennoù hag ar re implijet evit treuzskrivañ anvioù divoutin gresianek zo, e ranker anzav n'em eus ket labouret war tachenn ar steredoniezh ha neuze em eus kavet gwell leuskel ar gaoz war an dachenn-se da dud a oar gwell evidon. Ret eo kompren n'ues bet tizhet betek-hen emglev hollek ebet diwar-benn an doiare da dreuzkrivañ ha da vrezhonekaet (ma vo divizet hn ober) anvioù gresianek divoutin, ha neuze n'heller ket rediañ implijer/ez ebet d'ober gant ar stumm resis-mañ'r-stumm, na te na B-B, na Benoni na me. Diouzh un tu all avat e o bet kinniget gwezhaha gwezhall kemmañ traoùigoù zo o tennañ da anvioù reis ha goulenn ali an holl. Setu ar pezh a oa bet graet gant Benoni d'am soñj ha gortozet e oa bet gantañ hep kas ar c'hemm da-benn. Tamm-ha-tamm e tu seurt kemmoù d'ober ur sammad boazioù ha diwarne e c'heller sachañ erbedennoù hollek (evel ober an diforc'h etre th ha t) bet keit ha na vo ket bet tizhet ur c'henemglev hollek n'eheller ket rediañ an dud d'o lakaat e plesutr. Kompren a ra e c'helli bezañ chalet o c'hoût eo bet labouret kalz hag aketus ganit war an dachenn resis-mañ ha goût mat a ran ivez emañ o vont war washaat stad an traoù rak kreskiñ a ra an niver a bennadoù o tennañ da anvioù divoutin gresianek ha n'ehelelr ket dont a-benn da dizhout ur c'hnemglev hollek (implijerion zo a nac'h zoken kaout c'hoant hen ober), met evel-se emañ an traoù war ar wikipedia: hervez c'hoant ar gumuniezh e vez divizet seurt politikerezhioù-envel ha n'eo ket diouzh c'hoant an imlijerion/ezed hiniennel hag a c'hell bezañ bet savet meur a bennad gant. Bez' e c'heller tizhout emglevioù faos evel-just, met evel-se emañ pa ranker ober diouzh ali ar muia-niver. A galon, --Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 09:43 (UTC)[respont]

Kemennadenn kaset d'un implijet evel merour

[kemmañ ar vammenn]

Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.

Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek

[kemmañ ar vammenn]

Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)[respont]

A-du on da 100% ganit! Benoni 4 C'hwe 2007 da 14:12 (UTC)[respont]
ali on eo poent lakaat votiñ war an nebeud krafoù lakaet ganit. Un diazez e vo evit mont war-raok. War Wikipedia eo d'an implijerien da sevel o reolennoù, p'o deus c'hoant, gant an niver a dud zo mat dezho kemer perzh er vot. N'eo ket dav gortoz e teufe degadoù a dud da reiñ o ali. Ret eo mont war-raok. Kement-se ne vir ket e vo tu d'ober gweloc'h diwezhatoc'h, piv a oar. Dre vras e kav din ne vez ket votet trawalc'h war ar wiki-mañ. Aozañ ur vot a c'haller war ar bajenn gaozeal war-eeun. Fulup 4 C'hwe 2007 da 16:52 (UTC)[respont]
A-du on gant Fulup. Tu vije dit sevel ur vot war un nebeut poentoù sklaer dija, evel doujañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek, phi (>f); pi (π>p); chi (χ>c'h)~kappa (>k), h.a. Benoni 4 C'hwe 2007 da 17:02 (UTC)[respont]
Politikerezh dre vras bet kinniget ganin dija: D'am soñj eo ret doujañ ar muiañ posubl da distagadur ar gresianeg. Pa vez dija meur a stumm e brezhoneg e vije ret kemer an hini tostañ da distagadur ar gresianeg, gant adkasoù o tont eus an doareoù all bet implijet gant tud 'zo. Da skouer: lakaat ar pennad dindan Aesc'hulos, gant adkasoù o tont eus Eschyl pe me oar me. Memestra evit Oduseus (furm henc'hresian), gant adkasoù o tont eus Ulises (furm latino-galleg), hag all.Benoni 13 Kzu 2006 da 11:47 (UTC)[respont]

Aze emañ un darn eus ar c'hendiviz ne am boa ket lennet. N'eo ket al lec'h mat a gavan. Dre vras, non ket a-du gant digejañ t/th, met gant kaout an u evit υ. Koulskoude sevel ur votadeg etre un dousennad tud a vije iskis. Ret e vije sevel ur bajenn war ar c'hraf-se. --Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 17:31 (UTC)[respont]

kudenn ebet evidon treuzksrivañ upsilon u pe y gant ma vo graet an diforc'h etrezañ hag iota. Ma komprenan mat e fell dit diforc'hañ etre p/f ha k/c'h peogwir ez eus eus ar sonioù-se e brezhoneg met ket etre th/t peogwir n'eus ket eus ar son th e brezhoneg daosut dezhe da vezañ fonemennoù disheñvel e gresianeg (hen ha modern) ha daosut ha ma c'hell talvezout evit ober an difoirc'h etre anvioù divoutin hag a rankfe bezañ digejet a-hendall? Ha gallout a rafes-te soñjal ez kinnig resis evit ur votadeg?

--Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 17:37 (UTC)[respont]

Setu ar pezh a ya lod da skopañ war ma fajenn, dichek ha digastiz. Ha paoues atav klask abegoù tort evit c'hoari da verzher bihan...Benoni 4 C'hwe 2007 da 15:35 (UTC) Adtapet diwar "http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Bianchi-Bihan"

Neuze em eus ranket naetaat war o lerc'h. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 13:26 (UTC)[respont]

Rummadoù el liester

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Digor eo ar vot war ar c'hendiviz reolata a denn d'ar rummadiñ. Tu zo dit votiñ evel-just. Ur wech ma vo kroget ar vot war treuzkrivadur an hengresianeg e vije mat kas ur gemenadenn d'an holl evit kinnig dezho votiñ d'an div goulenn. A galon, Benoni 23 C'hwe 2007 da 10:01 (UTC)[respont]

mat eo - graet e vo evel-hen. Votiñ a rin kentoc'h evel implijer boutin evit evel merour evel-just. --Neal (Kaozeal) 23 C'hwe 2007 da 10:37 (UTC)[respont]

mouezhiadeg

[kemmañ ar vammenn]

Emaon o paouez merzout ez eus ur mank er goulennoù c'hoazh, er goulenn 5a.

E-lec'h : (Notenn: da skouer, "Andromac'ha" / "Andromac'he" e lec'h *"Andromac'h")

e tlefed skrivañ : (Notenn: da skouer, "Andromac'ha" e lec'h *"Andromac'h", pe "Andromac'he")

Ne gav ket dit? --Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:05 (UTC)[respont]

Mat e vefe dit mont da welet ar pennadoù Juzu hag añforenn da respont. Mod all e vefe mat skrivañ minotaor(os) e-lec'h ar pezh az teus kavet. Kae da welet eno ivez. Da echuiñ, trugarez da reiñ da c'hoût da soñj d'ar re all er pajennoù kaaozeadenn, e-giz ma peus skrivet war da bennbajenn, a-raok kemm traoù pouezus er pennadoù, evel stumm ar penngerioù, da skouer.--Kadwalan 1 Ebr 2007 da 18:02 (UTC)[respont]

Ur wezh all: evit a sell ouzh ar pennad "añforenn/amforenn" n'eo ket kemmañ stumm ar pennger (ha n'eo ket ar pennger war-eeun) an hini a oa bet graet ganin, met enteuziñ daou bennad (peogwir ne oa ket aet implijerion all da lakaat ur sell a-benn gwiriekaat hag-eñ e oa bet savet ur pennad a felle dezhe sevel dija, marteze a-walc'h dindan un anv un tammig disheñvel...). P'eo bet enteuzet an daou benad e oa bet ret dibab ur stumm da c'hortoz. Setu tout. --Merour (Neal) (Kaozeal) 21 Ebr 2007 da 17:30 (UTC)[respont]

Demat dit Neal, hag-eñ e vefe tu dit adenvel ar pennad Ko?n e "Korn (strollad)" pe "Korn (sonerezh)" ?

Trugarez

Mat ar jeu Neal, Gwelet 'm eus e oa bet savet ur pennad anvet "Protezenn" e yezhoniezh, tu ' vefe din (pe d'un all) sevel ur pennad all gant ar memes anv e medisinerezh? (C'hoant 'm eus gouzout m'az eo posupl sevel daou bennad gant ar memes anv diwar daou zañvez disheñvel). Ronan

ya, bez' e c'heller sevel daou bennad gante an hevelep titl (pe hogozik) pa reont dave da draoù disheñvel (da lâret eo pemañ liesster an titl) dre o digejañ - evit sevel ur pennad diwar-benn ar protezennoù implijet war dachenn ar vedisinerezh n'eus nemet sevel ur pennad dindan an titl "Protezenn (medisinerezh)" - bez' e c'heller ivez goulenn ma vefe kemmmet titl ur pennad liesster bet savet dija hep spishaat, da skouer goulenn ma vefe adannvet "Protezenn" > "Protezenn (yezhadur)". Bewech ma c'hoarvezh seurt degouezhioù eo mat sevel ur bajenn digejañ ivez, da skouer dindan an titl hollek "Protezenn" ma kavor enni dave d'ar pennadoù "Protezenn (yezhoniezh)" ha "Protezenn (medisinerezh)". Lâr din da soñj 'ta (en ur c'hoût n'eo ket me an hini a savo pennadoù diwar-benn ar vedisinerezh +).

GS: Evit sinañ n'eus nemet skrivañ --~~~~ (~ = alt 126) A galon, --Neal (Kaozeal) 1 Mae 2007 da 08:41 (UTC)[respont]


Ok, mat eo din (forzh penoas n'eo ket din da reiñ va ali, p'emaon o paouez erruout), gwelet a rin gant va breur evit sevel traoù diwar ar vedisinerezh. --Ronan 1 Mae 2007 da 10:57 (UTC)[respont]

Goulenn adenvel ma c'hont implijer

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit !

Peogwir out bet lakaet da vureviad em eus ur reket da sevel ouzhit : adenvel ma c'hont. N'eo ket ur gwall afer : lakaat un M bras e plas unan bihan. Jañ-Mai e plas Jañ-mai. P'am boa krouet ma c'hont, ur 15 miz bennak zo, n'am boa ket tapet lakaat ur bennlizherenn goude ar barrenig-stagañ.

Trugarez dit, ha gourc'hemennoù evit al labour ramzel a gasez da benn.

A galon, Jañ-Mai 15 Mae 2007 da 15:38 (UTC)[respont]

Graet Demat, tu vije dit mont e darempred gant Implijer:PolarBot ha reiñ dezhañ ar statud bot ma 'z eo sur e robot? Hevelep tra evit Implijer:WarddrBOT. N'eus ket a bres evel-just. Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 18:11 (UTC)[respont]

Gwelout a ran n'eus ket aotre d'ober gant gerioù zo, k*** gant unan, p*** gant unan all. Daou zen o c'hoari o mistri war ar yezh, peadra da sevel un Akademiezh etrezoc'h.

N'em bije ket graet ma-unan gant ar ger prizoniad, met ne welan ket perak n'em bije ket adkemeret ar ger implijet gant Kadbzh, evel am boa adkemeret ar ger kaoc'h eus komzoù ur merour. Krediñ a raen e oa "frank a wirioù" skridoù ar wikipedia.
N'em boa ket ezhomm eus an dra-mañ dindan.
Hm, n'eo ket reizh, hervezout, lâret eo bet "stanket" un implijer (o kompren eo bet stanket e gont) met gallout a reer lâret eo "prizoniad" unan bennak m'eo bet serret e gont outañ! Hag e peseurt prizon out? Prizioniad politikel ac'hanout sur ha n'eo ket marteze. Mat e vefe skrivañ da Amnesty International diouzhtu evit sevel klemm a-enep da riezed spontus ar verourion gabalourion. Ur prizon isispisial e rank bezañ avat ma c'heller dont er-maez ken aes all anezhañ dindan un lesanv pe c'hoazh dianv penn-da-benn evit labourat kas da-benn oberoù war ar raktres-mañ. Enfin, spi am eus en deus talvezet dit ar sizhunvezh en toull, evel ma talvez da prizonidi bolitikel dre vras, evit deskiñ un tamm - da skouer deskiñ penaos eilañ skeudennoù war ar servijer evit gallout o implijout war-lerc'h er pennadoù savet ganit, implijout patromoù evit embann out labourat war ur pennad c'hoazh pe c'hoazh evit klask an holl pennadoù bet boulc'het ganit abaoe kemendall evit gallout o feurachuiñ (ha n'eo ket te an hini en doa skrivet en un tu bennak ne blije ket dezhañ gwelet kemendall a c'halleg hag a saozneg war ar raktres-mañ?). Ha dit da c'hoût - difennet eo implijout kontoù all evit klask reuz dre hañvalout bezañ implijerion/ezed disheñvel ha stanket e vo da ont diouzhtu ma krogez da vont war an hent-se, ha stanket an holl IPoù dianv implijet ganit da heul. oût mat a ran e kavez spontus-tre ar verourion war ar raktres-mañ (me da gentañ ha Benoni da heul), met goût mat a rez ivez e vije bet stanket da gontoù personel da vat ha da viken pell 'zo abalamour d'az emdalc'h (pe emzalc'h ma kavez gwell) war an holl wikipediaoù all. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Mez 2007 da 09:30 (UTC)[respont]

ha gouest e vefe da vot-te (pa'z po amzer evel-jsut) da gemmañ e pep lec'h morfemenn > morfem, ur vorfemenn > ur morfem, morfemennoù > morfemoù, div morfemenn > daou vorfem, morfemennek > morfemek? N'eo ket ret kas da-benn ar c'hemmoù-se diouzhtu - fellout a ra din goût hag-eñ e vefe tu d'hen ober ez-automatek. Trugarez.

'M eus aon n'ez eus doare simpl ebet evidon evit ober kement-mañ. Mont a rafe kalz buanoc'h d'ober se hep bot... Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 14:50 (UTC)[respont]
Mat eo. Trugarez memestra. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 15:26 (UTC)[respont]

Anaout a rez La Corogne? Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 21:25 (UTC)[respont]

ya 'hat. Ha nueze? --Neal (Kaozeal) 19 Mez 2007 da 06:19 (UTC)[respont]

Trugarez. --Kadwalan 20 Mez 2007 da 07:21 (UTC)[respont]


Salud. Kompren a ran az peus c'hoant da respont d'an traoù a gavez heg met gallout a rafe ar gaozeaden bezañ hir a-walc'h ma talc'h evel kustum ha ma fajenn hiniennel n'eo ket al lec'h gwellañ evit se 'm eus aon. Trugarez eta da genderc'hel gant ar vreutadenn-se war ho pajennoù. Mont a rin da welet eno evit goût hiroc'h. A galon--Kadwalan 28 Mez 2007 da 17:58 (UTC)[respont]

Ar gwir a zo ganit. Me gave din em boa lâret e oa bet ur fazi diouzh ma ferzh implijout da bajenn bersonel evit respont da dud all, dreist-holl pa vez ken hir all ar respontoù. A galon, --Neal

Diverkañ pennadoù

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket peogwir eo bet boulc'het ur pennad ganit ma c'hell bezañ distrujet ganit hep abeg ebet ha/pe hep goulenn ali ar gumuniezh rak n'out ket perc'hen war ur pennad, perc'hen warnañ eo ar gumuniezh. Restaolet ar pennad "priedelezh". Merour (Neal) (Kaozeal) 9 Gou 2007 da 14:12 (UTC)[respont]

N'out ket perc'henn ivez, met galloud da skuizhañ an dud a labour ac'h eus. Ne labourin ket ken er pennadoù ma vi deuet d'ober da freuz pe da silañ da ideologiezh. Bianchi-Bihan 9 Gou 2007 da 16:27 (UTC)[respont]

N'eo ket ideologiezh menegiñ ar fed ma c'hell paotred dimeziñ gant paotred ha maouezed gant maouezed en un nebeut broioù. Ur fed an hini eo. Ideologiezh an hini eo klask kuzhat ar fed-se. Ne skrivin ket pelloc'h diwar-benn an afer-mañ. Evit goût pelloc'h n'eus ket 'met lakaat ur sell war Kaozeal:Priedelezh. Merour (Neal) (Kaozeal) 13 Gou 2007 da 11:48 (UTC)[respont]

Kudennoù gant al liammoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit Neal. Digarez da zirenkaén ac'hanout met ur gudenn am eus gant liammoù diabarzh. Abaoe ur pennadig e labouran war pennadoù diwar-benn tudennoù pennaén pe istor Bro-Iwerzhon. Hag emaon o paouez sevel ur pennad diwar-benn ar Gaelic League anvet Conradh na Gaeilge. Met e barzh kalz a bennadoù evel reoù Michael Collins pe Cathal Brugha em eus implijet ar ger Gaelic League rak kavout a ran eo sklaeroc'h ha aesoc'h da gomprenn. Met penaos ez eus tu din ober evit ma digasfe ul liamm "Gaelic League" d'ar bajenn Conradh na Gaeilge hep adtremen war an holl pajennoù evit ouzhpennañ an anv iwerzhoneg d'al liamm kozh. Klasket am eus gant un "defaultsort" met ne za ket en dro. Trugarez en a-raok

--Gwendal.P 14 Gou 2007 da 12:27 (UTC)[respont]

Renket. Displegalñ a rin dit penaos ober da-unan war-lerc'h ma'c'h eus ezhomm. Sell da gentañ ouzh ar bajenn "Gaelic League" dre glikañ war al liamm Gaelic League hag adklikañ adarre pa teuio ar bajenn Conradh na Gaeilge war wel war-eeun war "(Adkaset eus Gaelic League)" ha neuze evit gwelet penaos em eus graet n'eus ket 'met klikañ war "kemmañ". A galon, --Neal (Kaozeal) 14 Gou 2007 da 12:42 (UTC)[respont]

Trugarez vras evit an dra se. Komprenet am eus, simpl awalc'h eo a-benn ar fin. Trugarez ur wech c'hoazh

--Gwendal.P 14 Gou 2007 da 13:25 (UTC)[respont]

Stankadenn

[kemmañ ar vammenn]

Salut. Stanket az teus an implijet Bianchi Bihan. Kompren a ran ez out inervet gantañ met ne gav ket din eo mat stankañ anezhañ diouzhtu ha da virviken. Da gentañ e ranker gortoz ma vo ur gunujenn pe un dra bennak all eus e berzh a-raok. Sklaer e vo ar marc'had peogwir eo bet lakaet war evezh gant Benoni, ganit, ganin hiziv hag abaoe pell. Da zaou e tlefe bezañ stanket gant ur merour na sell ket ar gudenn outañ en un doare ken tost. Benoni, me pe un all, ne vern. --Kadwalan 1 Eos 2007 da 10:32 (UTC)[respont]

Gortoz betek pegoulz? N'eus forzh penaos, n'eo ket bet stanket na diouzhtu na da viken (tri-dezhe e pado ar stankadenn hervez al log stankañ [7]) - lakaet e oa bet da evezh da gentañ ganin hag ivez da heul gant ur merour all (amañ). Goulenn a ris ali ur merour all (Benoni) a-raok stankañ e gont ha gortoz e respont a ris a-raok e stankañ. Enervet gantañ n'on ket - skuizh e welet penaos e klask mont e-bioù d'an holl reolennoù a douj dezhe an holl implijerion/ezed all, hep kemer perzh el labour a-stroll ha klemm ha klemma tava bewezh ma vez rebnket ha reizh al labour savet gantañ. 200 pennad savet gantañ ar miz-mañ emezañ? marteze a-walc'h, met me o redek war e lerc'h oc'h adenvel ul lodenn vras anezhe evit ma toujfent d'ar reolennoù envel diazez bet votet amañ, kenteuziñ pennadoù doubl, hiziv o tremen an devezh o rummata meur a hini anezhe ivez... daou c'hant pennad pep miz, n'eo ket diaes pa chom ul lodenn vras eus meur a bennad e galleg ha n'eo ket gwall diaes ivez o sevel pa reer evel-hen ivez... Keuz am eus e gwirionez da vezañ chom hep stankañ e gont outañ kalz abretoc'h a-raok ma vije bet kollet kemendall a amzer o skubañ war e lerc'h ha klask respont seven outañ bewech daosut d'ar c'hunujennoù ha d'an tagadennoù personel. N'eo ket ar wezh kentañ m'en em dalc'h evel-hen ivez s.o. amañ da skouer) hag amzer vras an hini e oa lakaat anezhañ da baouez un tamm bihan.Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 10:46 (UTC)[respont]
Emañ ar wirionez ganit n'eo stanket e gont nemet evit tri devezh. Ali emaon ez eo aet re heg ivez ha ma ra labour dit evit ket ha ma sav pennadoù goullo pe kopiet diwar yezhoù all hep treiñ anezhe. Me 'gav din avat ez eo mat reiñ un evezhiadenn ofisiel evel m'en deus graet Benoni da gentañ. Lakaet eo bet war evezh, gant ur banniel lakaet gant Benoni setu ez eo sklaer e c'hall bezañ stanket goude hag evit prantadoù hiroc'h-hir hep kemenn all eus perzh ar verourien kerkent ha ma vo ezhomm ('m eus aon 'vefe ket pell ouzhpenn) met n'en doa graet netra all etre an evezhiadenn ofisiel hag ar stankadenn (evitañ da vezañ bet torr-penn forzh pegement a-raok). Ouzhpenn e kav din emeur a-du er wikipediaioù evit ma chomo ar verourien hep kemer divizoù merañ en tabutoù e lec'h ma vezont perzh. Setu perak e lavaran e tlefe bezañ bet stanket gant ur merour all memes pa vezer bet ali war ar poent-se. Memes m'emaon a-du evit stankañ BB abalamour d'e emzalc'h pa vez ezhomm, ha d'ober ma-unan zoken, ha mat e vefe graet dezhañ ma kendalc'h, e ranker ober an traoù en urzh ha hervez ar reolennoù. Amañ, me 'gav din n'eo ket sklaer a-walc'h an traoù abalamour ma oa chomet peoc'h, pe o vouzhañ, abaoe an evezhiadenn ha ma oa bet stanket ganit.

Ali e vefen distankañ anezhañ ha skrivañ war e bajenn ez eo distanket met atav war evezh. Stanket e vo kerkent ha ma vo ur gudenn a seurt-se. Marteze e c'hallan seblantout beg-pismig un tamm met ne wellao ket an aergelc'h ma c'hall bezañ lavaret eus ar verourien ne seblantont ket heuliañ pervezh ar reolennoù. --Kadwalan 1 Eos 2007 da 11:31 (UTC)[respont]

N'on ket a-du na tamm ebet. N'eo ket gant Benoni an hini eo m'eo bet lakaet war evezh da gentañ, met ganin hag adlakaet war evezh gant Benoni ivez evit un eilw ezh da heul. Pet wezh e ranko unan bennal bezañ lakaet war evezh a-raok e stankañ? N'eo ket trawalc'h bezañ bet lakaet war evezh gant daou verour? Heuliet eo bet ar reolennoù stankañ ganin. Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 11:42 (UTC)[respont]
Moarvat e vije bet gwelloc'h da Neal gortoz e vije bet stanket Bianchi-Bihan gant ur merour all egetañ (me oa o vont d'en ober). Gwir eo ez eo gwelloc'h d'ar verourien chom hep stankañ unan bennak gant piv o deus kudennoù (met an holl o deus pe o deus bet kudennoù gant Bianchi-Bihan)... Añfin bon, tri devezh n'eo ket kalz tra, hag e vo distanket Bianchi-Bihan a benn nebeut en-dro. Lakaet eo bet war evezh ganin avat, hag e chomo war evezh. Met ma fell da gKadwalan e zistankañ e c'hell, hag e vo stanket ganin raktal ma tago unan bennak (pe ma 'z eo me an hini taget e goulennin digant Kadwalan pe Neal e stankañ). Setu ma soñj... Benoni (Kaozeadenn) 1 Eos 2007 da 12:06 (UTC)[respont]
Mat eo. Gortzo a rafen a-wlc'h diwezh ar stankadenn memestra. N'eo ket pikol tra gortoz daou devezh hanter c'hoazh ha d'am soñj ne vefe nemet kadarnaat emzalc'h an implijer bet stanket e gont outañ ma vefe distanket bremañ ha ne welan abeg ebet en e emzalc'h evit hen ober. Daoust ha m'emañ gwir e c'hellfe seblantout bezañ neptuekoc'h ma vije bet stanket gant ur merour all (diwar ur goulenn savet ganin?), diouzh an tu all e ranker anzav e vez stanket alies a-walc'h evel em eus graet-me war Wikipediaoù e yezhoù all hag ivez, pa oa bet hiraet ganin ur stankdaenn bet lakaet gant ur merour all e oamp bet taget ni hon-daou memstra. Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 13:32 (UTC)[respont]

Ali gant Benoni. Bet on o vakañsiñ, setu ne'm eus ket heuliet an traoù a-dost dibaoe. Echu ar stankadenn neuze? --Kadwalan 7 Eos 2007 da 11:59 (UTC)[respont]

Ya, ya, echu eo ar stankadenn. Met chom a ra war evezh... Benoni (Kaozeadenn) 7 Eos 2007 da 12:04 (UTC)[respont]

Statud merour

[kemmañ ar vammenn]

Salud Neal. C'hoant am eus bet da ouzhpennañ ur gemennadenn war kannadig ar verourien ha merzout a ran n'on ket gouest ken. Marteze eo bet kollet ma gwirioù merour ganin peogwir n'em boa ket kemeret perzh amañ pell zo. Koulskoude n'em eus ket resevet kemennadenn ebet ha pa wirian war roll ar marilhoù ne welan cheñchamant ebet evit ar pezh a sell ouzh ma statud. Kenderc'hel a ran da dreiñ etrefas ar wikioù dre Betawiki. Tu a vefe dit gwiriañ an afer-se hag adkadarnaat ma statud mar plij. Trugarez dit --Fulup 14 Her 2007 da 17:58 (UTC)[respont]

E gwirionez ne gomprenan ket re vat petra a c'hoarvez, rak sañset e vefe ganit ar statud merour da viken nemet ma vefe tennet diouzhit evit un abeg resis bennak rak daoust ha ma c'hell bezañ reolennoù a seurt-se war Wikipediaoù all (war an hini e galizeg, da skouer), n'eus bet votet war ar raktres-mañ reolenn ebet o tennañ d'ar fed ma vefe kollet gante o gwirioù gantr ar verourion goude ur prantad hep oberintiz. Mont a rin da lakaat ur sell. Marteze ar bep gwellañ 'vefe tennañ kuit da wirioù merañ a-benn gallout o adkadarnaat adarre. Ro-me da soñj a-raok hen ober. Merour (Neal) (Kaozeal) 15 Her 2007 da 08:43 (UTC)[respont]

Skrivet ganit

[kemmañ ar vammenn]

An dra-mañ ac'h eus skrivet war ma fajenn: Goulenn a ran groñs ouzhit chom hep sevel pennadoù war an dachenn-mañ neuze betek ma vo achu ar votadeg. Ne sentan ket ouzh an urzhioù, met gouest on da gompren un erbedadenn, gant ma vo talvezo evit an holl. Hag evit Benoni ivez. Neuze e lavari dezhañ paouez da zrailhañ al liammoù am boa graet gant ma fennadoù, ha chom hep tennañ ma displegadennoù er votadeg. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 00:16 (UTC)[respont]

Ur wezh all - n'eo ket difenn ac'hanout a ran, met erbediñ ac'hanout evit abegoù poellek. Ar gwir ac'h eus da sevel pennadoù war an dachenn-mañ ken m'en deus Benoni ar gwir d'o c'hemmañ keit keit ha ne vo ket bet tizhet un emglev diwar-benn ar politikerezh envel. Respontet am eus hiroc'h mañ. Neal (Kaozeal) 20 Her 2007 da 06:58 (UTC)[respont]
Gwelet em eus ez poa lavaret ar memes tra da Venoni ivez. Trugarekaat. Eveljust en deus lakaet e savpoent da dalvezout a-raok skornañ ar bajenn. Setu neptuegezh komprenet mat. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 08:50 (UTC)[respont]
N'am eus ket lakaet ma sav-poent da dalvezout, dre ma 'm eus just skornet ar bajenn evel ma oa e penn-kentañ an abardaez. N'am eus ket labouret war ar bajenn-mañ dibaoe miz Eost! N'am eus labouret war pab ebet dibaoe penn-kentañ ar c'hendiviz (na war pajenn ebet liammet gant ar c'hendiviz). Neal n'eus just kemenet ac'hanon deus ar gemenadenn kaset dit, hag a zo evit an holl evel-just, pas evidout nemetken. Benoni (Kaozeadenn) 20 Her 2007 da 08:57 (UTC)[respont]
Terriñ liammoù gant eizh pennad krouet gant tud all, gwir eo n'eo ket labour. Met ur savpoent eo. Enep labour ar re all. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 09:22 (UTC)[respont]
Adlakaet da stumm diwezhañ Bianchi-Bihan, hag adkemmet vo ma 'z eus ezhomm war-lerc'h fin ar vot. Evel-se e lakaan savpoent BB da dalvezout, gant ar spi ne yelo den ebet da glemm... Taol lagad Benoni (Kaozeadenn) 20 Her 2007 da 09:47 (UTC)[respont]
Trugarez. Neal (Kaozeal) 20 Her 2007 da 12:45 (UTC)[respont]

gwirioù merour

[kemmañ ar vammenn]
+ Mat eo. Keit ha m'emeur ganti, ro da ali diwar-benn an afer-mañ mar plij - aet on skuizh o respont. Neal (Kaozeal) 20 Her 2007 da 07:00 (UTC)[respont]

Ur gudenn a zo gant da sinatur: mankout a ra ur </sup> er fin... Benoni (Kaozeadenn) 23 Her 2007 da 10:43 (UTC)[respont]

Stankadenn

[kemmañ ar vammenn]

Emaon o paouez stankañ BB evit un devezh dezhañ da zistanañ. Atav ar memes emzalc'h heg tagus ha kontrol. Ne fell ket din lezel anezhañ da dagañ ac'hanon pe ma labour merour evel m'en deus graet war pajenn ar gumuniezh, evel ma ra dibaouez gant an holl. Me 'gav din en deus bet evezhiadennoù a-walc'h ha ne dalvez ket ar boan da ober ur wezh ouzhpenn.

Kroget e oa gant ur brezel embann er pennad Lucius Flavius Philostratus ken nemet pa felle dezhañ ober gant ur ger n'eo ket testeniekaet (sofour e-lec'h sofisted) e-lec'h ar ger en implij el lennegezh hep arguzenniñ zoken (evel kustum, n'eus ket moaien da lâret tra dezhañ ha pa vefe hegarat). N'eo ket aze emañ abeg ar stankadenn avat met e emzalc'h tagus ha kunujennus. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 04:44 (UTC)[respont]

Ha ne oa hini ebet, evel-just. Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2008 da 12:59 (UTC)[respont]

Un tamm kempenn am eus graet, skañvaet ur bajenn re bonner, ha tennet ur post ar vezh "ankouaet" . Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2008 da 12:59 (UTC)[respont]

Vandalouriezh

[kemmañ ar vammenn]

Demat. D'am soñj ez eus un nebeud "Vandaled" a vefe mat o lakaat da baouez da vat (Vandalouriezh ouzh ar pennadoù "Obama" hag Aberplymm). Trugarez en a-raok. aGalon. Klaod. Kadbzh 4 Du 2008 da 15:57 (UTC)[respont]

Graet Neal (Kaozeal) 5 Du 2008 da 20:04 (UTC)[respont]

Vandalouriezh adarre

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Vandalouriezh adarre gant an IP 199.120.75.132! Kit da welet m.p. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 5 Du 2008 da 19:55 (UTC)[respont]

Graet Neal (Kaozeal) 5 Du 2008 da 20:06 (UTC)[respont]

Kadbzh 5 Du 2008 da 20:16 (UTC)[respont]

Vandalouriezh

[kemmañ ar vammenn]

Vandalouriezh

[kemmañ ar vammenn]

db Obama. Kont da stankañ da virviken, m.p. A galon. Klaod Kadbzh 22 Gen 2009 da 10:03 (UTC)[respont]

Graet Graet Neal (Kaozeal) 23 Gen 2009 da 10:51 (UTC)[respont]

Obererezh: vandalouriezh pe taol-arnod??? A galon. Klaod Kadbzh 23 Gen 2009 da 09:47 (UTC)[respont]

Graet Vandalouriezh. Graet. Neal (Kaozeal) 23 Gen 2009 da 10:51 (UTC)[respont]

Sell ouzh ar pennad diwar-benn Rhisiart Hincks (http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Rhisiart_Hincks&action=history). --Llydawr 26 Gen 2009 da 18:16 (UTC)[respont]

Graet Graet Neal (Kaozeal) 26 Gen 2009 da 18:36 (UTC)[respont]
194.151.221.93, ur Vandal gwelet hiriv. A galon. Klaod. Kadbzh 9 Ebr 2009 da 08:19 (UTC)[respont]

Salud dit ! Taol ur sell ouzh kemmoù an implijer dianav war bajenn ar 24 a viz Ebrel : [[8]]. --Llydawr 22 Ebr 2009 da 15:58 (UTC)[respont]

Ur Vandal oc'hpenn

[kemmañ ar vammenn]

Demat.Pajenn da ziverkañ m.p.: Dvd ha kont da stankañ: 85.99.77.15 . A galon. Klaod Kadbzh 23 Ebr 2009 da 10:46 (UTC)[respont]

Graet Graet. Trugarez. Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2009 da 12:43 (UTC)[respont]

Anvioù annezidi Italia gant 195.221.67.53 . Trugarez en a-raok. A galon. Klaod

Ur vandal arall

[kemmañ ar vammenn]

Kaozeal:Friso Nijboer. Demat. Diverket eo bet ganin. A galon. Klaod Kadbzh 13 Mae 2009 da 11:53 (UTC)[respont]

Vandal at work

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Ur pennad da ziverkañ m.p.:Thiago Xavier.

Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 21 Mae 2009 da 16:19 (UTC)[respont]

Un tamm kempenn war Wikipedia brezhonek !

[kemmañ ar vammenn]

Salud,

Addegas a ran va goulenn d'an holl verourion : pegoulz e vo skarzhet Bianchi-Bihan diouzh ar Wikipedia brezhonek ?

Addegas a ran dit ivez un nebeut resisadurioù :

  • Krouet am boa pennadoù da gentañ pennadoù diwar-benn Hoel Vat ha Rhodri Veur. Da c'houde hepken e voe krouet pennadoù dezho un titl kembraek Hywel Dda ha Rhodri Mawr, kement-se evit kregiñ. Kendalc'het en deus da c'houde dre freuzañ va fennadoù ha d'o adkas war-zu e vrizhbennadoù zoken ! Pelec'h emañ bremañ va fennadoù ?
  • Nevez zo en deus toc'het al liamm am boa lakaet em fennad Lezennaoueg Hoel Vat war-zu Hoel Vat, er Wikipedia saoznek dre ma n'eus ket pennad ebet ken a-zivout ar priñs-se er Wikipedia brezhonek. Koulskoude e oa ul liamm e diabarzh ur pennad, ha n'em boa savet pennad ebet ken dezhañ un anv brezhonek reizh. N'on ket aet a-enep an diviz "da c'hortoz" da chom hep krouiñ pennadoù dezho titloù reizh eta.
  • Forzh penaos, betek pegoulz e pado ar reolenn-se "da c'hortoz"-se ? Er mare-mañ ne c'haller ket labourat sirius ar an danvez-se war zigarez albarc'hennoù un inosant bennak.

Poent-bras eo kemer diarbennoù da wareziñ Wikipedia brezhonek diouzh ar reuz degaset gant Bianchi-Bihan. N'eo ket ar wezh kentañ e ra e reuz evel-se a-hend-all. Ha biken ne vo komprennet eo poent bras kaout an dizober anezhañ ? E lec'h klask degas d'ar Wikipedia tud dezho barregezhioù liesseurt (war an Istor, war an Douaroniezh, war ar Brederouriezh, war ar Vredoniezh, al Lennegezh, ar Vevoniezh, ar Fizik ha mement zo) e lezer un den dizesk war pep tra plediñ gant pep tra ivez.

Gallout a ran priziañ kement-se evit pezh a sell ouzh an Istor p'am eus un tamm stummadur war se. Unan eus techoù fall a boanier da zilemmel diouzh ar studierion kentañ bloavezhioù war an Istor zo ar barnadennoù kammamzeriat : priziañ traoù ur prantad bennak hervez doareoù da welout ur prantad all. Pa lenner da skouer klask kompren gant an hevelep reolennoù anvioù tud an 19vet hag an 20vet kantvet evel Andersen pe Johnson ha reoù tud an Uhelgrennamzer evel Kenneth mab Alpin, Hoel Vat pe Rhodri Veur e tiskouezer un diouiegezh-krenn war zoareoù an Istor a lakfe da c'hoazin pe da gaout un tamm kendruez en ur Skol-Veur war an Istor. Boris Johnson, maer Londrez, zo anvet Johnson peogwir ez eo a anv-familh ha mat pell zo, ha n'eus ket evel-just da dreiñ e anv. Padal, pa oa lesanvet e ziaraoger, Ken Livingston Red Ken peogwir e oa kentoc'h war gostezenn kleiz ar Strollad Labour ez eo an anv-gwan red un doare bev d'e ziskrivañ, ha ma vefe d'e lakaat e brezhoneg e rankfed evel-just e lesanvel Ken Ruz...evel Hoel Vat pe Rhodri Veur. Mirout kousto pe gousto Dda pe Mawr a ziskouez ne gomprenner o ster evel pa vefe anvioù-familh ("Mont a ra, Aotrou Dda ?", "Penaos emañ ar bed ganeoc'h, Aotrou Mawr"...). Kement-se zo anat dezhañ un tamm poell hag un tamm poell. Amañ e kemeran skouerioù war dachenn an Istor pa c'hallan priziañ an dachenn-se. Anat eo kement-se : Bianchi-Bihan n'en deus savet pennad Istor ebet. Divarrek-krenn e vefe d'hen ober. Evel-just n'on ket evit priziañ disklibezhioù all evel ar Fizik, ar Vevoniezh pe reoù all, goulakaat a c'hallan ez eo kevatal avat.

Neuze amañ emañ an dibab : kenderc'hel da lezel tud dizesk sevel pennadoù nul o live kefredel, pe lezel al lec'h da dud dezho barregezhioù arbennik.

Meven 12 Mez 2009 da 15:52 (UTC)[respont]

D'am soñj n'eo ket tre spered wikipedia, a lez frankiz d'an dud n'anavezont netra da zeskiñ dre sevel pennadoù, hag an dud a zeskadurezh veur da reizhañ ar fazioù pa vez anezho.
Kement-se n'eo ket un dra ken fall, rak evel-se em eus gallet, evel kalzik a dud all amañ, sevel un toullad pennadoù diwar an istor pe ar gorfadurezh pe ar relijionoù. Pennadoù treut marteze, met pelec'h e kaver gwelloc'h e brezhoneg? Ha pa lavaran sevel ur pennad istor, ne laran ket krouiñ: n'on ket istorour. Ma vije ret gortoz an istorourien evit kaout pennadoù istor, hag ar vedisined evit kaout pennadoù db kement tra a denn d'ar c'horf, ar veleien evit skrivañ db ar relijion, e c'halljemp gortoz pell. Ha krediñ ri pe ne ri, pep wikipedia ac'h a en-dro evel-se.
Ouzhpenn-se, ma vije ret ober evel ma lavarez, ha gortoz an dud, ouzhpenn, da skrivañ brezhoneg difazi a-rao k skrivañ an disterañ linenn, n'eo ket sur e vije pennad ebet, na skrivet ganit zoken, en hon zammig wiki-ni.

Bianchi-Bihan 12 Mez 2009 da 18:43 (UTC)[respont]

Respont da c'hortoz berr-ha-berr digant ar merour-mañ

[kemmañ ar vammenn]

Evel em eus bet tro da lâret dija, n'em eus ket kalz a amzer d'ober war-dro ar raktres-mañ d'ar mare-mañ, met ober ran, hag e rin c'hoazh, pezh a c'hellan. Ret din klask un tammig amzer avat a-raok degas ur respont un tammig donoc'h hag hiroc'h. Da c'hortoz, avat, e kredan lâret da gentañ-holl n c'hellfer ket ma zamall da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. ar wezh-mañ, avat, ne welan abeg ebet evit goulenn ma vefe skarzhet diouzh ar wikipedia na serret e gont outañ zoken, rak ne welan pennaenn ebet ma vije bet torret gantañ. A-raok lakaat an traoù da vont re bell, d'am soñj e vefe gwell klask dirouestlañ gudenn ar pennadoù o tennañ da dudennoù istorel kembraek o anvioù kentoc'h evit klask tamall kenlabourerion/ezed all en un doare diabeg, rak ne gas an hent-se nemet da freuz ha freuz all. Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat. Me ho ped, nueze, chom hep klask kemmañ-digemmañ titl ar pennadoù evel m'emaint bremañ rak a-hendall e ranko bezañ prennet ar pajennoù ha kontoù an dud keit ma vo aet war sioulaat an traoù. Neal (Kaozeal) 12 Mez 2009 da 19:56 (UTC)[respont]

Ha bremañ ?

[kemmañ ar vammenn]

Setu bremañ ouzhpenn miz eo bet kemmeret da c'hortoz an diviz da skrivañ e kembraeg anvioù rieion Kembre pa vezont lakaet e brezhoneg evit re ar broioù all. Dreist-holl eo bet berzet o skrivañ e brezhoneg, ha pennadoù savet ganin zo bet freuzet. Kement-se da c'hortoz un emglev degemmeret gant an holl. Daoust d'ar pezh a skriv Kaozeadenn Implijer:Merour (N) ne damallan ket anezhañ da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. Koulskoude, pa embann Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, ez eo koulz lavarout lezel an traoù evel m'emaint hervez savpoent un tuad hepken. Da gentañ, evel 'm eus bet tro d'hen eztaoliñ endeo, ne gomprenan ket an dibab da asantiñ hepken, da c'hortoz, dibaboù un tuad hepken, ha da verziñ re an tuad kontrol. Hag an dibab gwellañ eo da "sioulaat an traoù" da sevel a-du -ha pa vefe a-hervez da c'hortoz- gant unan eus an daou duad enebet ? Aotreen pennadoù anvet Hywel Dda pe Rhodri Mawr ne endalc'h den dre ret da verziñ pennadoù -savet en a-raok- anvet Hoel Vat pe Rhodri Veur ha d'o skarzhañ zoken. Sede pezh a zo bet graet evelkent. Pelec'h emaint bremañ ?

Abaoe, pennadoù all evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden zo bet freuzet gant Implijer:Bianchi-Bihan. Pegoulz an diaoul e kompreniot eo poent bras e virout da genderc'hel da zegas reuz ha vadalerezh e Wikipedia brezhonek ? Petra vir ouzhouc'h d'e lezel evel-se ? An druez ? Pouezusoc'h eo, a gredan, kemer an diarbennoù ret d'ober eus Wikipedia ur benveg talvoudus ha n'eo ket mui ur vezh lenn e bennadoù. Skarzhit Implijer:Bianchi-Bihan eus Wikipedia brezhonek !


Goulenn a ran adarre digant ar verourion skarzhañ Bianchi-Bihan, a dremen e amzer da lakaat reuz er wikipedia ha d'en em sevel evel un doare ayatollah a oar pezh a rank bezañ lakaet ha pe ne rank ket. Pennadoù skarzhet dizehan, pa ne ran evidon-me nemet da wareziñ ar pennadoù am eus savet (Aberplymm, Hoel Vat ha kement zo, hag a zo freuzet dizehan). Ne ran diouzh va zu netra e "pennadoù" BB. E lezel a ran c'hoari en e boull-traezh, ne ran forzh. Ar yezh zo "difaziet" da lakaat ur brizhyezh (ofisiel, statud ha me oar) e lec'h ar yezh reizh a glaskan degas em fennadoù. Gwir eo, ma n'o deus skolajidi Diwan Kemper netra da lenn estreget pennadoù Bremañ e vo diaes un tamm kompren ar pennadoù-se. Ha ne vefe ket mat dezho, dres, uhelaat o live -ha pa feukfe o c'helennerion war an Arzoù kaer diampart, lakezed da vBB !- ? Poent eo paouez da heugiñ Wikipedourion da gemer perzh -meur a hini evel-se a anvezan- pe da lenn pennadoù droch. Da skouer e c'haller lenn BB pismigañ e vefe kemmesket e pennadoù evel Wakefield evel e pennadoù all distrigoù ha kêrioù. Fentusat tra, a ziskouez bepred an hevelep kudenn a-berzh BB : klask a ra komz eus pep tra tra ma 'z eo dizesk-krenn diwar o fenn. Klask a ra treiñ ha netra ken. Moarvat en deus lennet e oa Wakefield ur borough : ur gêr enta na petra 'ta ! Pezh zo, ne oar netra diwar-benn ar reizhiad amaezel saoz e venn komz diwar o fenn. E 1974 e voe savet ur reizhiad daou-live (kontelezhioù a-us ha distrigoù a-is), kement-se e Breizh-Veur a-bezh. Pezh zo, an termennoù amaezel kefridiel a zalc'h a-wezhioù roudoù eus dezvadoù disheñvel kent, goullo-krenn bremañ. Evel-se, distrigoù zo zo anvet a-wezhioù borough ha n'eo ket districts. Heñvel-mik int e gwirionez. Betek 2009, da skouer, e oa e Kernev-Veur Restormel ur borough pa oa Pennwydh, Kerrier, Karrek, Norzh Kernow ha Karadon disticts. Diaes e vefe lavaret e oa Restormel ur "gêr" ! Kement-se da ziskouez hepken n'eo ket ur gudenn a droidigezh hepken a zo a-bouez (BB ne oar netra nemet klask treiñ), hogen e ranker kompren pezh a gomzer diwar o fenn. Er skouer-se e ranker eeunaat an termenadur, hag ober bepred gant distrig, ha pa vefent e saozneg boroughs. Luziet a-walc'h eo deuet ar reizhiad amaezel saoz abaoe ar bloavezhioù naogont, pa zeuas lodennoù zo eus kontelezhioù d'en em zisrannañ evit traoù zo hogen ket evit traoù all zo ! Pezh zo, ar paour-kaezh beulke-se zo dizesk-krenn war pep tra ! Ha rankout a rankimp gouzañv pell c'hoazh e zoaereoù amparfal truezus ? Ur wezh adarre : daoust hag ez eo ar vezh a lakaa ar verourion d'e virout d'ober ar furlukin war Wikipedia brezhonek ? Poent eo ober un dra bennak !

Meven 28 Gou 2009 da 22:29 (UTC)[respont]

Meven 12 Gou 2009 da 19:48 (UTC)[respont]

Mezh? Me 'm bije mezh o veskañ kêr ha distrig, evel en ur bern pennadoù evel hemañ:[[9]]. Bianchi-Bihan 21 Gou 2009 da 14:32 (UTC)[respont]

Meven, Vicar of Wakefield

[kemmañ ar vammenn]
  • Traoù ijinet a zeu gant Meven. N'em eus kemeret nemet ur skouer da ziskouez e ra labour fall (n'on ket bet o sellet ouzh e holl labourioù, met ar memes frazenn a laka e pep lec'h en ur glask plantañ deomp e 'load', abeg nemetañ e labour moarvat) ha Wakefield an hini eo. Daou bennad zo e saozneg, marteze peogwir ez eus daou dra: en:City of Wakefield, a zo un distrig, ha en:Wakefield a zo ur gêr (The town was a centre for cloth dealing and had its own Piece Hall).
  • Meven an hini a skriv : Un distrig ... eo Wakefield. Sur eo ne gomzomp ket ar memes brezhoneg, sur on ne gomprenomp ket ar memes saozneg ivez.
  • Daou dra a lavar:
  1. dizesk eo an holl re all nemetañ,
  2. gantañ emañ ar yezh reizh emezañ, pa skriv ar yezh reizh a glaskan degas em fennadoù. Met prouiñ ar c'hontrol a ra, meur a wech, el linennoù a-us. Bianchi-Bihan 29 Gou 2009 da 03:17 (UTC)[respont]

Vandalerezh c'hoazh

[kemmañ ar vammenn]

Ha moaien vefe dit stankañ kont an implijer 189.104.134.92 mar plij? (e oberenn)--Gwendal 21 Gou 2009 da 14:41 (UTC)[respont]

Graet Graet. Trugarez. Neal (Kaozeal) 28 Gou 2009 da 06:24 (UTC)[respont]

Vandalerezh c'hoazh

[kemmañ ar vammenn]

gant 86.135.164.161, ouzh Alan Stivell. A galon. Klaod Kadbzh 24 Gou 2009 da 10:51 (UTC)[respont]

Da ober/fall Degasadennoù tavoudusig all en deus graet. Gortoz un tammig pelloc'h e ranker d'am soñj a-raok stankañ e gont outañ da vat. Neal (Kaozeal) 28 Gou 2009 da 06:23 (UTC)[respont]
A-raok komz eus stankañ kont ebet e c'haller klask kenteliañ. Bianchi-Bihan 29 Gou 2009 da 00:44 (UTC)[respont]

Kavet an dra-mañ ganin: Wikipedia:Dont da vezañ merour, ha lennet e-barzh: Ma fell dit lakaat da anv evit bezañ merour, goulenn digant ur merour sevel ur bajenn vot. Ha sede pezh a c'houlennan. Bianchi-Bihan 26 Gou 2009 da 04:40 (UTC)[respont]

Mat eo din e teufe Bianchi-Bihan da vezañ merour.--Ex-Smith 26 Gou 2009 da 10:24 (UTC)[respont]


Klask a ran labourat war ar pennad Merzhin met unan all ha ne gompren nemet e alioù personel a vir ouzhin. Goulenn a ran ma vo

Tremen skuizh

[kemmañ ar vammenn]

Ha bremañ ? (adarre)

[kemmañ ar vammenn]

A-raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar-benn an anvioù-rieion kembraek, "da c'hortoz" un c'henemlev a zegouezho, 'm eus aon, e bloavezh an erc'h du, kement-se diwar zigarez stultennoù ur penn-leue dizesk ne c'hall ket diforc'hañ anvioù-gwan boutin (ar c'hembraeg da > dda da skouer) gant lodennoù eus un anv-den a vefe ; n'eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz, hag a venn lavarout e c'her diwar e benn (distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned...Breizh !?!?.

Abaoe en deus freuzet pennadoù savet ganin evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden, Aberplymm ha reoù all. Kenderc'hel a ra gant e vandalerezh -peurvuiañ hep e lesanv wikipediat met gant un IP hepken- war va fennadoù diwar-benn kêrioù Kernev-Veur pe gonteleioù Bro-Saoz.

Ha rankout a ra wikipedia chom da vezañ ur c'hoariell evit pennoù-leue dizesk eveltañ, c'hoant gantañ kenderc'hel didrabas da astenn e ziouegezh ?

Ur wezh adarre : ha petore diarbennoù e vo graet evit e virout da gendrec'hel gant ar reuz a ra war Wikipedia ? Petra zo ret evit skarzhañ a-benn ar fin Bianchi-Bihan ?

Meven 3 Gwe 2009 da 16:25 (UTC)[respont]

P da ziverkañ

[kemmañ ar vammenn]

Proviñs Caserte, ur fazi a oa e roll ar proviñsoù. Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 3 Gwe 2009 da 17:36 (UTC)[respont]


Moarvat ho po taolet evezh ouzh labour dispar hon c'henlabourer nevez, an aotrou Bleiz: http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Contributions/Bleiz . Bianchi-Bihan 12 Gwe 2009 da 07:00 (UTC)[respont]

Nann, n'em boa ket gwelet. Stanket eo bet e gont n'eus forzh penaos. Klask a rin goût hag-eñ eo bet krouet ar gont-mañ evit margodenniñ. Trugarez.Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2009 da 07:13 (UTC)[respont]

Implijer:Gad / pennad Kalaika - kaozeadenn

[kemmañ ar vammenn]

Digarezit ma n'am eus ket sinet ar gaozeadenn a ziwar Kalaika : n'am boa ket kavet penaos en ober. hogen dindan va anv implijer Gad am eus savet al linnennoù am eus skrivet er gaozeadenn. Aes deoc'h gouzout eta n'eo ket dre guzh am eus graet.

chom a ran nes kompren perak ne vefe ket degemeret da adstumm stummoù lennegel a zo diazezet mat e skridoù skrivagnerien a-bouez en hor yezh. Unan a lenno Youenn Drezen, lakaomp, hag a glasko titouroù war ar vro emañ o komz diouti, perak ne gavfe ket ? Daou anv a zo da c'halaika e Kalaikeg. Ha chalus e vefe he defe ar vro-se meur a hini e brezhoneg ? Gad 15 Gwe 2009 da 13:00 (UTC)[respont]

Da gentañ-holl: bez' e c'hell pep implijer/ez krouiñ meur a gont disheñvel, met n'hall ket o implijout evit margodenniñ. Mar bez implijet ar gont-mañ'r-gont evit margodenniñ e rank bezañ serret an holl gontoù liammet outi. Ne gomprenan ket perak ec'h eus krouet kement-se a gontoù? Iskis e kavan goût krouiñ kontoù ha chom hep goût sinañ...

Da eil, ne denn ket an afer-mañ d'ar fed m'ac'h on chalet me gant Kalaika pe get, met ret eo derc'hel soñj eus ar pennaennoù diazez, en o zouez: n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (ul lec'hienn resis all ez eus). Mar fell dir menegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", kudenn ebet. Arabat avat adsevel ar pennad-se bet diverket dija ha ne oa anezhañ nemet un adkas (hag un adkas doubl goude bezañ bet adsavet ganit ar wezh diwezhañ).

Da drede, arabat kemmañ "Galiza" e "Kalaika" e korf pennadoù all evel m'eo bet graet dija.

Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2009 da 11:16 (UTC)[respont]

Nac'het Gwilhmod

[kemmañ ar vammenn]

Doue d'ho pennigo !

Me garfe e vefe prederiet un tamm ganeoc'h perak n'em eus ket tizhet an niver ret a bennadoù evit gellout votiñ.

Ra lennor va fajenn bersonel [[10]] da c'houzout hiroc'h.

Hogen gouzout a rit dija, Mark.

a wir galon evelkent, Tepod Gwilhmod

N'em eus ket da brederiañ diwar-benn ar rag hag ar perag. Ur vevenn 'zo bet lakaet evit gallout votiñ. Gwiriekaet eo bet n'eo ket bet tizhet ar vevenn-se ganit ha mat pell 'zo.
Piv an diaoul eo Mark? Neal (Kaozeal) 14 Her 2009 da 06:20 (UTC)[respont]
Salud dit. Gwelout a ran ez peus lakaet ar memes testenn (an hini e saozneg) em fajenn kaozeal hag e hini Gwilhmod. Dezhañ d'ober ar pezh a zo ret pe deomp? Neuze e vo dav krouiñ ar patrom Patrom:Db-userreq ma komprenan mat. A galon. --Ex-Smith 15 Her 2009 da 21:22 (UTC)[respont]
Salud dit. Mat eo, leuskel a ran ac'hanout d'ober war-dro. --Ex-Smith 16 Her 2009 da 11:58 (UTC)[respont]
Nozvezh vat, lezet em eus ur gemennadenn war ar bajenn gaozeal c'hallek amañ. Kavout a ran kazus seurt tabutoù na reont nemet droug d'ar yezh. Mard eo mat dit e kinnigan mont e darempred gant Meven a-benn ur 15tez bnk, amzer e sioulafe an traoù un tammig, evit gwelet hag-eñ e vefe tu da adloc'hañ war diazezoù plaenoc'h, gant ar soñj, diouzh un tu, lezel e blas da bep hini ha, diouzh an tu all, ma vo asantet gant an holl e ranker ober diouzh divizoù ar muiañ-niver, hag atav gant ur spered a gendoujañs daoust d'ar savboentoù disheñvel. Trugarez da lavaret din hag-eñ e savez a-du gant se pe get, pe hag-eñ e soñjez en un dra bennak all. --Fulup 25 Her 2009 da 21:10 (UTC)[respont]

Merañ klemm Meven

[kemmañ ar vammenn]

Kinnig a ran dit kenderc'hel gant ar gaoz war Kannadig ar verourien amañ. --Fulup 26 Her 2009 da 16:24 (UTC)[respont]

Merour nevez

[kemmañ ar vammenn]
  • Gallout a ri gwiriañ hag-eñ o doa ar gwir da votiñ an holl re o deus kemeret perzh er votadeg, mar plij ? Ha mard eo mat, reiñ ar gwirioù merour da Y-M D. Trugarez dit. --Fulup 13 Kzu 2009 da 23:18 (UTC)[respont]
Siwazh din n'em eus et amzer d'ber war-dro ar gwiriekadennoù-se gant ar beuzet m'emao gant al labr er skolveur. Ra vo graet war-dro gat ur meror allha neuze ur wezh roet da c'hoût din hag-eñ eo mat pep tra e aotren ar merur nevez diouzht. Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2009 da 13:54 (UTC)[respont]

Reiñ gwirioù merour

[kemmañ ar vammenn]