Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Gresianeg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Diwar-benn ar stumm "gregach"

[kemmañ ar vammenn]

Abegoù evit sevel ar pennad "gregach" disheñvel diouzh hini "gresianeg"

[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj e ranker sevel ur pennad gregach, p'emañ ar ger e brezhoneg.Bianchi-Bihan 7 Eos 2006 da 23:07 (UTC)[respont]

abegoù evit lemet kuit hag enteuziñ ar pennad dindan "gresianeg"

[kemmañ ar vammenn]

ne vez ket savet pajennoù disheñvel bewech ma vet stummoù disheñvel e brezhoneg. ne vez ket krouet, da skouer, pennadoù "urzhiater", "kompoder", "stlennater", "ordinateur" ha me 'oar me. bez ez eus ur penand gresianeg dija - aezet eo ouzhpennañ an termen "gregach" e korf ar pennad-se ha sevel un adkas. evel-se e c'hell pep hini implijout ar stumm ma kav gwellañ er penadoù savet gantañ/i. ouzhpenn-se, ar pezh a c'heller lenn e korf ar pennad "gregach" n'eo ket dereat evit un hollouiziadur, met kentoc'h evit ur geriadur. setu perak eo bet tennet kuit ar pennad-mañ hag enteuzet gant ar pennad gresianeg. adlec'hiet eo bet ivez an destenn hag adlakaetw ar ar bajenn kaozeal stag ouzh ar pennad-se.--Merour (N) 11 Du 2006 da 11:56 (UTC)[respont]

Istor an adkas kent

[kemmañ ar vammenn]

Ret eo lâret ivez e oa bet adkaset ar pennad "gregach" da c'h"gresianeg" dija gant unan eus ar verourion all (Fulup) d'an 8 a viz Genver 2006 da 17:07. Un diviz da vat an hini eo neuze enteuziñ ar stumm "gregach" e pennad pennañ "gresianeg".--Merour (N) 11 Du 2006 da 12:06 (UTC)[respont]

Un diviz kemeret un deiz gant un den a c'hall bout kemmet. Un deiz all. Gant un den all, pe meur a hini. N'eus netra graet da vat, nag ur pennad amañ, nag an Iliz, nag an Unvaniezh Sovietek, na... (berraat a rin al listenn evit chom hep skuizhañ Yann al Lenner). 8 Kzu 2006 da 19:07 (UTC)

Testenn orin ar pennad "gregach

[kemmañ ar vammenn]

Setu an destenn bet savet gant Bianchi-Bihan dindan an totl "gregach" ha bet tennet ganin evit an abegoù bet displeget a-us:

Ar gregach eo ar gresianeg kozh.
Er skolioù gwechall e veze studiet galleg, latin ha gregach, ha n'eo ket gresianeg.
"Abaoue maro an Aotrou Tanguy em eus evel heuz ouz ar galleg, al latin hag ar gregach",Lan Inizan, Toull al Laer, 1930, rakskrid pajenn VII.


Ar ger gresianeg zo bet degaset gant Geriadur Vallée evit envel yezh Gres a-vremañ.
==Ur ger disprizus?==
E geriadurig Roparz Hemon eo troet ar ger gregach gant "baragouin, jargon". Kement-se ne dalv ket ez eus dispriz er ger: diskouez a ra ez eo kenster gant yezh digomprenus, evel e galleg pa lavarer "c'est de l'hébreu" (rak al latin gwechall a veze komprenet un tamm bennak). Netra ken.
==An dibenn ach amañ==
Gwir eo ez eo disprizus dre vras an dibenn -ach pe -aj, met ne vez ket atav: legumaj, bugaleaj, mignoniaj, koataj. Heñvel eo gant gregach. Ouzhpenn-se ne oa ger all ebet evit envel ar yezh. N'eus ket da geñveriañ gant gerioù evel gallegach pe saoznaj a zo gerioù implijet evit merkañ an dispriz en un doare splann.


Un evezhiadenn digant hon merour

[kemmañ ar vammenn]
Pet bloaz 'zo? gwezhall e veze kelennet "françois" ivez... gwezhall ne veze ket implijet ar "zh" ivez...

--Neal 8 Kzu 2006 da 18:30 (UTC)[respont]

Dilec'hiet em eus da evezhiadenn a oa bet lakaet e-kreiz ma zammig pennad (a zo e pinijenn amañ) se ne vez ket graet.
Marteze zo lod n'ouzont ket e vez implijet gregach c'hoazh gant brezhonegerien zo, er Vreizh a hiziv, neuze eo poent gouzout. A galon. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2006 da 19:01 (UTC)[respont]

Kondaonidigezh diwar skañv

[kemmañ ar vammenn]

Kavet em eus se er pennad: (gregach a zo diamzeret hiziv). Setu ur varn faos, a ya kontrol a-grenn d'an neptuegezh. Penaos e c'hall un den krediñ kondaoniñ ur ger ha ne ra ket gantañ war-zigarez, dres a-walc'h, ma ne ra ket gantañ: n'emañ ket an den-se e-unan o vrezhonegañ er vro, ha hiroc'h eo bet buhez ar ger-se eget na vo buhez hini ac'hanomp. Bianchi-Bihan 30 Du 2006 da 17:27 (UTC)[respont]