Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn

Eus Wikipedia
Pub...
Pub...
... pe taverna ?
... pe taverna ?
An Davarn
Ul lec'h evit sevel goulennoù pe flapiñ en un doare sioul ha dichipot diwar-benn wikipedia.

(22:30:51 CET)



Kaozeadeg eus ar 5vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 44, bloaz 2025)

27/10/2025 — 02/11/2025

Skrivañ un dra bennak er bevare sizhun ha daou-ugent eus 2025 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc’h

Seeking volunteers to join several of the movement’s committees

Each year, typically from October through December, several of the movement’s committees seek new volunteers.

Read more about the committees on their Meta-wiki pages:

Applications for the committees open on October 30, 2025. Applications for the Affiliations Committee, Ombuds commission and the Case Review Committee close on December 11, 2025. Learn how to apply by visiting the appointment page on Meta-wiki. Post to the talk page or email cst(_AT_)wikimedia.org with any questions you may have.

For the Committee Support team,

- MKaur (WMF) 30 Her 2025 da 14:12 (UTC)[respont]



Kaozeadeg eus ar 4re sizhunvezh diwezhañ (sizhun 45, bloaz 2025)

03/11/2025 — 09/11/2025

Skrivañ un dra bennak er bempvet sizhun ha daou-ugent eus 2025 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc’h

Theater (warfare)

Demat, Talbenn (milourel) a zo graet met bremañ n'em eus mennozh ebet evit treiñ ar ger "theatre": un talbenn met kalz ledanoc'h an dachenn.

Evit front line ar memestra: un talbenn birvidik eo gant stourmadennoù... Bennozh evit ar c'hinnigoù A galon Dishual (kaozeal) 3 Du 2025 da 19:18 (UTC)[respont]

  • theater : un takad ma c'hoarvez ur gwezhiad milourel = aerva abaoe an Xvet kantved (Devri). En un aerva e vez ur...
  • front line : ul linenn ijinet, difetis, hag a zisrann daou nerzh armet enebour = talva (Le Gléau), linenn-disrann (idem).
Ar choler (kaozeal) 3 Du 2025 da 19:53 (UTC)[respont]
Aerva am boa implijet ivez evit tachenn-emgann
Trugarez dit!
A galon Dishual (kaozeal) 3 Du 2025 da 20:12 (UTC)[respont]

Kaozeadeg eus an 3de sizhunvezh diwezhañ (sizhun 46, bloaz 2025)

10/11/2025 — 16/11/2025

Skrivañ un dra bennak er c’hwec’hvet sizhun ha daou-ugent eus 2025 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc’h

Enshittification

Fellout a rafe din krouiñ ur pennad a-zivout an enshittification, met war a seblant n’eo ket bet troet ar ger-mañ c’hoazh. Peseurt ger brezhonek a glotfe? A-du e vefec’h gant kaoc’hadur pe ur ger eus ar seurt-mañ, pe ali e vefec’h chom hep treiñ hag ober gant troiennoù evel breinadur ar savennoù? Huñvreüs (kaozeal) 10 Du 2025 da 10:47 (UTC)[respont]

Kaoc'hekadur a zerefe, da'm soñj. Dav e vefe krouiñ un adkas eus Enshittification war-du ar ger a vo bet dibabet. — Ar choler (kaozeal) 10 Du 2025 da 10:52 (UTC)[respont]
A-du gant @Ar choler. A galon, Kestenn (kaozeal) 10 Du 2025 da 13:23 (UTC)[respont]

Taolenn

Demat, fellout a rafe din kinnig deoc'h ur stad. Lennet em eus daou bennad enno ur roll arouezennoù e stumm un daolenn : Marc'heien an Daol Grenn ha De mulieribus claris. Koulskoude, an hini gentañ (Marc'heien an Daol Grenn) ne zeu an daolenn war wel nemet en ur stumm sklaer (liv beta) ; en un doare teñval eo diaes da lenn an daolenn (re skedus, gerioù zo a ya da get). Taolenn er bajenn De mulieribus claris zo diaes kenañ da labourat ennañ (hollek). Setu em eus krouet un daolenn gant CSS (Marc'heien an Daol Grenn ha De mulieribus claris, met marteze n'eo ket an doare gwellañ. Petra eo an doare da gaout un daolenn : kornioù ront ; teñval ha sklaer? Marion (kaozeal) 14 Du 2025 da 17:26 (UTC)[respont]

An nebeutañ a CSS enlinenn er pajennoù ar gwellañ. Gallout a ra seblantout brav met diaes-kenañ eo aozañ stiloù mat d’an holl: mod sklaer / teñval, merdeer burev / hezoug, hag all.
Ma ’z eus stiloù fall bremañ e restroù CSS ar wiki, da skouer ma vez diskwelet fall an taolennoù e mod teñval, e tleont bezañ kempennet gant sikour ar verourien etrefas, a c’hall kemmañ ar restroù-mañ. Evel-se ez aio en-dro mat ar wiki en e bezh.
Ma kav mat ar gumuniezh stiloù zo e c’hallont bezañ ouzhpennet d’ar restroù CSS e lec’h bezañ lakaet enlinenn e pajennoù zo, evel-se e vo kalz aesoc’h ober war-dro ar c’hudennoù a vo kavet diwezhatoc’h, pe ar c’hemmoù a fello d’ar gumuniezh ober. Huñvreüs (kaozeal) 15 Du 2025 da 12:13 (UTC)[respont]
Pezh a welan, eo Wikipedia un dastumad liesseurt, n'eo ket unvanded. Savet eo evel ul lec'h da grouiñ a-stroll, gant diskoulmoù poegwir eo bras-kenañ. Ma ya an tu (evel ma weler war ar Wikipedia gallek en-dro pa oan o skrivañ eno) war-du an unvanidigezh evit pep wiki yezhoniel a vije unvan, prop, strizh ha reoliek, n'on ket evit stourm a-enep an dra-se. Evit lavaret aesoc'h : ne blij ket din ; Setu perak em eus kuitaet ar Wikipedia gallek. Deuet on da vezañ un den a-enep ar pennaenn "e giz se ya, evel se nann" divizet gant ar merourien. Neuze em boa c'hoant da welet : ha disheñvel eo war ar Wikipedia brezhonek ? Met ma'z eo un tu heñvel, gwelloc'h eo din chom hep pouezañ, ne c'hellin ket kemer perzh. Marion (kaozeal) 15 Du 2025 da 12:34 (UTC)[respont]
Kalz a c'houlennoù am eus diwar-benn an dastumad-mañ evel m'eo wikipedia bremañ, a zo un teñzor stroll hag ur preizhadenn vras ​​: mirdioù, lec'hioù ha levrioù, a zeu da vezañ un unanenn eus Wikipedia hep gwir eilañ ebet. N'on ket mui sur eus talvoudegezh ar raktres ; skrapet eo bet. Marion (kaozeal) 15 Du 2025 da 12:37 (UTC)[respont]
Evit ar pezh da c'houlenn gant merourien etrefas ober kemmoù evit pep kemm, en un doare da gaout un dra bravoc'h evit pep pajenn : asantiñ a ran. N'on ket o teskiñ CSS dre zibab, o teskiñ a ran peogwir e fell din tizhout un disoc'h. A-youl vat on, ha tud a-youl vat eo merourien etrefas ivez. Perak neuze, lakaat ma goulenn da gentañ ? Neuze e ran, gant sikour ar pajennoù skoazell. Marion (kaozeal) 15 Du 2025 da 12:51 (UTC)[respont]
Ma c'hontribusion pennañ e Wikipedia eo skrivañ pennadoù. Ral a wech e kemeran perzh en emgavioù, ha ne ran melestradurezh ebet. En un doare ideal e c'hallfe pep kemm bezañ graet hag un unvanded a groufe ur stumm plijus, un hollad kevredet. E gwirionez, n'eo ket Wikipedia evel ul levr pe un dornskrid ; ur patchwork eo, graet gant (ur strollad) tud (distrollet ?) disheñvel-tre. ha ne gomprenan ket perak e c'hellfe bezañ en un doare all. Ne gomprenan ket an ezhomm da gaout unvanded. Ar pezh a zo pouezus eo : al liammoù, hag ez eus hentoù dre liammoù aozet mat. Marion (kaozeal) 15 Du 2025 da 13:21 (UTC)[respont]
Amañ ez eus anv eus ar CSS ha netra ken. An endalc’h (testennoù) zo un dra all. Lakaat livioù pe furmadiñ a c’hall bezañ mat-tre met gallout a ra lakaat ur bajenn dilennus da dud zo, neuze eo gwelloc’h kreizennañ an divizoù a-zivout ar stiloù. Ha n’eo ket d’ar verourien da zivizout, d’ar gumuniezh eo.
Marteze eo Wikipedia ur patchwork, met dreist-holl eo ur reizhiad stlennegel, hag evel an holl anezho, ma n’eo ket kempennet ez a da vreinañ. N’eus netra er pezh a skrivan a virfe ouzhit da aozañ testennoù ha da lakaat liammoù. Huñvreüs (kaozeal) 15 Du 2025 da 13:25 (UTC)[respont]
Distro d'ar gudenn kentañ : an taolennoù, gant ar wikikod br (ar patrom wikikod implijet e brezhoneg), a brodu taolennoù na c'haller ket lenn en doare teñval (mod teñval). Rak, gwenn liv an text, gwenn liv an daolenn, diaes da lenn gwenn war gwenn. Neuze, n'eo ket din-me, ma-unan, da zivizout petra ober. Ma netra ne vefe graet, ha ma rankfen lenn un daolenn, e implijin CSS. An dra-se, graet evel-se, a c'hell bezañ dizoloet diwezhatoc'h, evel forzh peseurt kenlabour all, graet e pep wiki a zo. Marion (kaozeal) 15 Du 2025 da 13:38 (UTC)[respont]
E pep raktres-kenlabour, ur wiki pe n’eus forzh pehini all, e tle an dud en em genurzhiañ. Skubet am eus kaoc’h laosket war lerc’h kalz tud aet kuit eus ar wiki pell zo, peurliesañ hep gouzout e vefe kudennus o degasadennoù, met n’on ket evit lezel kaoc’h nevez bezañ berniet. N’ouzon ket perak out bet kaset kuit eus ar wiki gallek met m’az peus respontet evel-se pa oa bet goulennet ouzhit kaozeal araok degas kemmoù, pe klask en em genurzhiañ gant ar re all, n’on ket souezhet. Huñvreüs (kaozeal) 17 Du 2025 da 08:23 (UTC)[respont]
Un danvez eo ar c'henurzhiañ. Ar gudenn eo : gant peseurt lojik vez graet ar c'henurzhiañ. War ar Wikipedia gallek emaon (sklaer-tre) a-enep d'al lojik kenurzhiañ a ya en-dro d'ar communauté, setu am eus lavaret se gant gerioù sklaer a walc'h, setu on bet bloquée (div wesh). Ha ne lavaran ket "a-enep pennaenn al labour asambles emaon" met ouzh pennaenn "petra eo ar reolennoù a-stroll ?" Ha ya : an tabut a denn d'an enebiezh, ha n'eo ket bepred d'ar c'henemglev.
N'em eus enebiezh ebet ouzh ho kemennadennoù deoc'h c'whi; lakaet hoc'h eus war wel ar gudenn gant ma c'hontribusion, ha kompren a ran. War Wikipedia e vezan fur a walc'h : tudoù a ra war-dro, hag a-dreñv, tudoù (merourien) a evesha, neuze. Koulskoude, n'on ket nec'het gant an unvaniñ amañ, rak d'am soñj e vez gwarezet ar raktres gant an efed "patchwork". Ur melestradurezh re strizh a grou ar soñj eus ur raktres unvan, ar pezh ne vo ket gwir biskoazh. N'em eus ket spered ur merour, digarezit. Em buhez, ne labouran ket war danvezioù unvan hag e lojik Wikipedia.
N'eo ket ar bed un entite hepken, wikipedia n'hallfe ket bezañ dreist ar bed. Er bed eo, evel m'emañ. Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 11:43 (UTC)[respont]
Ha kas a rin ma soñj d'e zibenn reizh : harzet (bloquée) on bet ivez peogwir em eus disklêriet ma enebiezh ouzh implij ret ar pseudonymoù. Ur maskl eo un anv-pluenn. Ha kas a ra da emzalc’hioù, evel tud o kuzhat a-dreñv ur maskl (pas vu, pas pris). Ha dreist-holl, goude bloacage ma c'hompte, em eus prederiet : petra a cheñch em buhez ? Netra. N'eus ket eus Wikipedia em gwirvoud. Biskoazh n'em eus gwelet ur fest-noz evit skoazell Wikipedia, morse n'em eus kejet gant den ebet hag a ro e lod e Wikipedia, morse n'em eus gwelet ur staj kinniget em c'horn-bro. Ur wech, em eus gwelet un darvoud e Roazhon e Les Champs Libre (al levraoueg). Kit e darempred gant an den (an anv-pluenn) met ne'm eus ket resevet respont ebet. Kavout a ran disprizus. Dre vras ​​e kavan an dud disprizus. Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 11:52 (UTC)[respont]
Gouzout a ran eo diaes merañ ur raktres, ar pezh a zeskrivit (heuliañ tud a ra hag a ya kuit goude, hep soñjal). Diaes ha start eo. Met n'eo ket se a zalc'h ar raktres asambles. Tost metafizikel eo ar raktres wikipedia. Den ebet ne oar petra a laka Wikipedia da vont en-dro ; tamm metafizikel eo. Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 11:56 (UTC)[respont]
Setu perak em eus lavaret ar raktres a zo bet skrapet, rak klask a ra an dud gounit o buhez diwarnañ. N'on ket o kritikañ ar soñj ; ma vez tud a vicher, e vez graet mat al labour. Met sevel a ra goulennoù gwirion : un den a-youl vat eo skrivagner pep pennad. Dont a ra an destenn da vezañ un danvez talvoudus. Ha piv eo perc'henn an danvez-se ? Ur c'hevredad eo ? Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 12:07 (UTC)[respont]
E Breizh dreist-holl ez eus ur rouedad kevredigezhioù birvidik-kenañ, ha penaos e klot Wikipedia gant ar framm zo anezhañ dija ? Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 12:08 (UTC)[respont]
Hag evit echuiñ : kroget em eus gant ar Wikipedia gallek peogwir e semble din aesañ. Ne soñje ket din e oa oberiant-tre ar Wikipedia brezhonek. Aon am boa en em gavout en ul lec'h goullo. Koulskoude, pa seller en-dro, abalamour d'ar blocage am eus kavet, e komprenan eo diaes etregwelet peogwir ez eus kalz a dud ha ral eo an danvezioù "nevez". Neuze e welan un avantaj d'ar Wikipedia brezhonek, a seblant (d'ar c'hentañ sell) lec'heloc'h. Gant kalz danvezioù nevez da grogiñ, temoù da lañsañ. Klotañ a ra muioc'h gant ar vuhez gwirion. Emañ ar Wikipedia gallek o vont war-raok gant lusk ur startup eus Pariz pe Naoned (evit lavaret eeun).
Pik, echu. A galon. Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 12:14 (UTC)[respont]
  • a-zivout implij an anvioù-pluenn / lesanvioù: ur reolenn eus an Diazezadur Wikimedia eo, ne c’hall ket bezañ kemmet gant ur Wikipedia lec’hel. Tud a zo bet toullbac’het, unan zo bet kondaonet d’ar boan a varv zoken, re all aterset gant ar polis, pe c’hoazh harallet war ar rouedadoù sokial, evit bezañ degaset kemmoù da Wikipedia. N’eo ket souezhus e fell da lod kuzhat o anv gwir.
  • piv a zo perc’henner: sellout ouzh an aotre-implijout Creative Commons by-sa 4.0.
Huñvreüs (kaozeal) 17 Du 2025 da 14:16 (UTC)[respont]
Ne lavaran ket e vefe difennet implijout un anv-pluenn. Met e implij ne warez ket ar frankizoù diazez hepken. Tost eo deuet da vezañ ur c'hoari. Setu perak on bet bloquée : krouet em eus anvioù-pluenn faltazi (war ma bajenn implijer) evel Tartopom, hag all. Ha ne oa ket bet kavet fentus. "Raktres kaerañ er bed" eo, "burzhudus ha souezhus" eo wikiedia ; Difennet eo burutellañ ar raktres. Koulskoude, evel kement raktres all, en deus e fazioù diabarzh. Evel kement aozadur mab-den a endalc'h kement a liesseurted. Ha me a zalc'h : difennet e oa d'ar merc'hed skrivañ en o anv o-unan. Perak broudañ anezho da guzhat a-dreñv ur maskl hiziv an deiz ? Ur seurt diforc'hidigezh all c'hoazh. Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 16:34 (UTC)[respont]
Neuze ez on aet d’ober un dro eno. Stanket out bet evit bezañ skrivet traoù hep penn na lost hag o deus lakaet implijerien all da goll amzer. N’eus netra da welout gant anvioù-pluenn nag un « diforc'hidigezh » a-enep ar merc’hed (daou eus ar verourien o deus stanket ac’hanout a zo merc’hed, ma n’az poa ket gwelet an dra-se). N’am eus kavet roud ebet eus "Raktres kaerañ er bed", "burzhudus ha souezhus"; eus tud skuizh da vezañ kollet amzer ne lavaran ket. Huñvreüs (kaozeal) 17 Du 2025 da 16:52 (UTC)[respont]
Ur bed a zo evit tud gant skiant skrivet ; ur bed a zo evit tud gant skiant lavaret dre gomz. Pep bed a grou tud skarzhet. Ne c'heller ket bezañ degemeret e pep lec'h ¯\_(ツ)_/¯ Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 19:20 (UTC)[respont]
Paouez a ran amañ ! A galon. Ha trugarez deoc'h da vezañ kemeret ho amzer da skrivañ en eskemm-mañ. Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 19:31 (UTC)[respont]
Evit echuiñ, ma c'hell ma c'hemennadenn bezañ klevet gant tudennoù Galaxy Wikimedia Foundation : gwelloc'h e vije bet din bezañ degemeret gant ur "degemer mat, skrivit en hoc'h anv, mont a ra ar skiant war-raok a-drugarez d'an dud" kentoc'h eget "degemer mat, dibabit un anv-pluenn peogwir eo dañjerus skrivañ amañ." N'em eus ket aon pa skrivan. Ma vez kaer ar pezh a skrivomp, ne grouomp ket brezel. Marion (kaozeal) 17 Du 2025 da 19:49 (UTC)[respont]
Kompren a ran e vez harzet ar raktres gant termenoù ma kemer perzh. Kerkent ha ma vo kavet ur gudenn ; ret eo stankañ ma c'hont. Graet em eus an darn vrasañ eus ar pezh a seblante din bezañ pouezus. A wir galon. Marion (kaozeal) 18 Du 2025 da 13:57 (UTC)[respont]
Evit ho kelaouiñ em eus kroget un dastumad a-zivout ar pratikoù a vez implijet war Wikipedia, a-benn lakaat ur c'hlemm diwar-benn ar feulster doare "harsment" a vez implijet e-barzh "communauté". C'hoazh 50 vloaz am eus da nebeutañ evit echuiñ ar raktres-mañ ; n'eus ket a hast. Marion (kaozeal) 18 Du 2025 da 14:01 (UTC)[respont]
Neuze e paouezan da gemer perzh amañ evit labourat kentoc'h war wikidata pe wikimedia commons, a wezhoù ; diouzh an amzer a c'haller kaout Marion (kaozeal) 18 Du 2025 da 14:03 (UTC)[respont]

Kaozeadeg eus an eil sizhunvezh diwezhañ (sizhun 47, bloaz 2025)

17/11/2025 — 23/11/2025

Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2025 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc’h

Anv-pluenn

Ma soñj diwar-benn an anvioù-pluenn : ne zlefemp ket broudañ an dud da zibab un anv-pluenn. Ret eo deomp reiñ frankiz da bep hini da zivizout. Ha ret eo d'ar "gumuniezh" (‘’communauté’’) asantiñ ez eus tud a gemer perzh aze, gant riskloû. Er "gumuniezh" emañ an holl genlabourerien, ha n'eo ket ar re degemeret pe dibabet gant ar gumuniezh hepken.

Ur gumuniezh a glot gant liesseurted he framm ennañ , da sevel ar peoc'h. Ha n’eo ket : ur gumuniezh a zegemer tud hag a zo azasaet ouzh ar gumuniezh.

Kavout a ran an argerzh dibab-mañ dañjerus hag un tamm re aes (echuiñ a ra an dud o strollañ gant tud heñvel).

Er ster-se, n'eus ster ebet din gant « cabale de l’ouest ». Gallout a reomp bevañ er memes lec'h ha komz ar memes yezh, hep kaout ar memes buhezioù pe ar memes mennozhioù.

A wir galon. Marion (kaozeal) 19 Du 2025 da 07:20 (UTC)[respont]

Evit klozañ : skrivet em eus pennadoù ha kemeret em eus perzh e kazeoadennoù. N'eo ket ar goulenn "ha degemerus eo ma kemer perzh ?" Ar goulenn eo, ul lodenn eus ar gumuniezh on, hag ar pezh a lavaran a zo e-barzh ar gumuniezh. Neuze, evit echuiñ, e skrivan em dastumad e vez meret ar Wikipedia brezhonek evel ar Wikipedia gallek, diazezet war skarzhañ an dud na zougont ket ouzh al linenn. Tennet e vez an dud evit mirout ouzh an divizoù. Brezhoneg pe galleg, ar yezh ne cheñch ket al lojik. N'eus stumm demokratelezh stroll ebet. Lezenn ar re a zo heñvel-tre eo. Marion (kaozeal) 19 Du 2025 da 07:46 (UTC)[respont]
Demat,
Petra eo ar gudenn?
A galon Dishual (kaozeal) 21 Du 2025 da 20:14 (UTC)[respont]
(Repont d'ar goulenn Dishual) Ar "gudenn", ma c'hellit hec'h anv evel-se, a zo muioc'h ur goulenn (ekzistensialour). Gant Wikimedia Commons, diazezet er Stadoù-Unanet, e c'haller krouiñ ur wiki(pedia) e galleg, ar pezh a ro tro da grouiñ ur Wikipedia e brezhoneg. Dont a ra ar "gudenn" hag ar "goulenn" eus al liamm etre Wikipedia hag ar c'hevredigezhioù a zo dija (Dastum, kuzul sevenadurel Breizh, dielloù, skolioù-meur, skolioù Diwan, h.a.). Diazezadur Wikimedia, evel Google, a laka e pleustr ostilhoù aes da gaout met ne "paeo" netra. Google a laka ostilhoù da dalvezout er skolioù, met ar c'houstoù niverel a vez douget gant ar gerent a-benn ar fin.
Lavaret e vez din war ar Wikipedia gallek "ret eo deoc'h kemer perzh en ur implijout un anv-pluenn rak amañ eo dañjerus kemer perzh en e anv e-unan." Neuze e lakaan ar pennaenn-mañ e-barzh ar goulenn. An identelezh a dalvez kemer ar garg eus e oberoù.
Soñjit en ur plac'h 15 vloaz o kemer perzh e Wikipedia dindan hec'h anv hec'h-unan : "Wikipedia love women". En em gavout a ra dirak un arme a anvioù-pluenn. Un den gourel pe gwregel ? Yaouank? Kozh? Nec'hus-tre eo ha, d'am soñj, dismegañsus.
Setu ma soñj, hag hen lavaran em anv va-unan : Marion Leconte Marion (kaozeal) 22 Du 2025 da 07:40 (UTC)[respont]
Personel eo din bezañ war evezh-bras ouzh ar savboent "Wikipedia a gar ar merc'hed" pa welan an aergelc'h. Evel ur c'hoad-logod e seblant bezañ. Marion (kaozeal) 22 Du 2025 da 07:42 (UTC)[respont]
E bed ar mediaoù sokial, "kozh" on, er ster n'on ket bet savet ganto. Marteze eo aes implijout un anv-pluenn evit un den yaouankoc'h, 15 vloaz. Met evidon-me, evel un den "koshoc'h", eo spontus. Marion (kaozeal) 22 Du 2025 da 07:47 (UTC)[respont]
1) Ar pezh a dremen war ar Wikipedia gallek zo un dra, ar pezh a c'hoarvez war ar Wikipedia brezhonek zo un afer all. Koulskoude e welan, @Marion Leconte, out bet lakaet er-maez eus ar Wikipedia gallek evit komzoù hep penn na lost, evel m'en deus lavaret @Huñvreüs dit dija, hag evit bezañ implijet an ostilh evel ur rouedad sokial, ar pezh n'eo ket sanset bezañ. Amzer a vez kaset gant an implijerien, ar verourien en o zouez, o lenn an eskemmoù etre implijerien : kement-mañ n'eo ket amzer a vez implijet evit sevel pe gwellaat pennadoù. Trugarez da chom ar resisañ hag ar berrañ ar gwellañ pa skriver traoù, evit doujañ ouzh amzer pep hini.
2) Gwech ebet n'out bet taget evit bezañ ur plac'h amañ, a soñj din : ne vefe ket asantet evel-just. Arabat gwelet kudennoù ha n'eus ket anezhe.
3) War afer an anv implijer(ez) disheñvel diouzh an anv gwir  : evel displeget dit dija ez eus bet tud lazhet, jahinet pe prizoniet evit bezañ skrivet war wikipedia. Komprenet hon eus, ne fell ket dit dibab un anv faos, met lakaat da anv gwir. N'eus ket bet goulennet ganit cheñch, setu ne welan ket pelec'h emañ ar gudenn ivez.
A galon, Kestenn (kaozeal) 22 Du 2025 da 08:08 (UTC)[respont]
Spontus eo an aergelc'h war ar Wikipedia gallek. Digarezit ac'hanon da lavarout kement-se, met laouen on da vezañ stanket diouzh al leurenn-mañ ; gwareziñ a ra ivez ma labour bet graet dija. Skornet eo en amzer, ar pezh a vir ouzh an etregweredoù all. Marion (kaozeal) 22 Du 2025 da 08:14 (UTC)[respont]
Paotr pe plac'h pe "iel" (e-he): ul lodenn eus ar goulenn eo. Goulennoù all a sav (evit-me). En ur c'horn vro ma vez komzet gallek emaon o chom, neuze implij ar ger "brezhonek" da dreiñ "ar pezh a vez komzet brezhoneg ennañ" a raio poan din a-benn nebeut. E berr gomzoù : ne c'haller ket diskoulmañ "kudennoù" a c'houlenn ac'hanon, amañ. Marion (kaozeal) 22 Du 2025 da 08:19 (UTC)[respont]

Reminder: Help us decide the name of the new Abstract Wikipedia project

Hello. Reminder: Please help to choose name for the new Abstract Wikipedia wiki project. The finalist vote starts today. The finalists for the name are: Abstract Wikipedia, Multilingual Wikipedia, Wikiabstracts, Wikigenerator, Proto-Wiki. If you would like to participate, then please learn more and vote now at meta-wiki. Trugarez !

-- User:Sannita (WMF) (talk) 20 Du 2025 da 14:22 (UTC)[respont]

Patrom evit kempenn ur pennad ?

Demat deoc'h,

Peseurt patrom a vez implijet ganeoc'h evit rummañ ur pennad da gempenn (pa vez re a vioù-koukoug pe fazioù a-fed yezh) ? Adkavet 'm eus hemañ {Kempenn}, lakaet 'm eus war Josephine Baker, met ne oan ket mui sur, bout 'zo ivez {Brezhonekaat}, ha reoù all marteze... Brezhonegour (kaozeal) 20 Du 2025 da 14:57 (UTC)[respont]

Ar patrom {Kempenn} a ran gantañ ivez. Kestenn (kaozeal) 20 Du 2025 da 16:38 (UTC)[respont]
OK trug' ! Brezhonegour (kaozeal) 21 Du 2025 da 08:38 (UTC)[respont]

Lakaat anvioù tud e brezhoneg

Salud deoc'h,

Gant ar gerig-mañ e sachan hoc'h evezh war daou bennad am eus savet nevez zo : Nikol Pachinian ha Sviatlana Tsikhanouskaya. Ne ouien ket penaos skrivañ an anvioù-se e brezhoneg, abalamour ma teuont eus yezhoù ha ne implijont ket al lizherenneg latin (armenianek eo an eil, belarusek egile). Sellet em eus ouzh ar yezhoù europat all, met cheñch-dicheñch e oa an doare skrivañ eus an eil yezh d'eben. Hag erbedadennoù a vefe evit ar brezhoneg, dreist-holl evit gouzout peseurt mod skrivañ KH (a zo etrebroadel ur seurt ; hogen C'H a vez skrivet en e lec'h e pennadoù zo) ? Trugarez. Ar Mañsoner (kaozeal) 23 Du 2025 da 19:59 (UTC)[respont]

Salud dit, ober a ran gant ar pennad Treuzlizherennadur ar rusianeg e brezhoneg evit ar gerioù diwar ar rusianeg ; savet eo diwar ul labour gant Anna Mouradova, rusianegerez ha brezhonegerez eta. N'ouzon ket hag-eñ eo disheñvel da vat evit ar yezhoù slavek all. A galon, Kestenn (kaozeal) 23 Du 2025 da 20:14 (UTC)[respont]

Formatnum : Pages with non-numeric formatnum arguments

Demat,

Unan bennaket a ouife 'blam da betra e vez ouzhpennet ur rummad Pages with non-numeric formatnum arguments pa implijer ar formatnum gant un dra evel {{formatnum:106537,82€}} ? Da skouer em eus ouzhpennet war bajenn ar Bitcoin, hag e welan ur bochad pajennoù all gant ar memes rummad... Koulskoude omp sañset gellet implijout gant arouezioù evel €, neketa ? Brezhonegour (kaozeal) 24 Du 2025 da 13:20 (UTC)[respont]

Demat,
lakaet em eus ur varrenn | e-lec'h an : er patrom, ha lakaet an arouez € goude ar formulenn, hag e seblant renkañ an traoù. A galon, Kestenn (kaozeal) 24 Du 2025 da 13:30 (UTC)[respont]
E gwirionez e oa mat an : (adlakaet ganin). En ur ober gant formatnum eo ret lakaat niveroù hepken, gant ur pik (ha n’eo ket ur virgulenn) evel dispartier degel. Huñvreüs (kaozeal) 24 Du 2025 da 13:34 (UTC)[respont]
Setu, trugarez dit ! Klask a rin ober un droiad eus ar pennadoù siek evit renkañ an traoù. A galon, Kestenn (kaozeal) 24 Du 2025 da 13:36 (UTC)[respont]
Ok, met iskis eo, sañset eo digor a-walc'h Formatnum (pikoù, virgulennoù, spasoù, arouezioù all...). Hervez ar Wikipedia e galleg [1]. Met ya, un tamm kempenn 'vo d'ober pa welan ar rummad-mañ gant pennadoù e-leizh. Trug' Brezhonegour (kaozeal) 24 Du 2025 da 13:37 (UTC)[respont]
Ar pezh a zo, ne welan ket petra cheñch e pennadoù evel hemañ... Kestenn (kaozeal) 24 Du 2025 da 16:05 (UTC)[respont]
War e seblant emañ an dalc'h 'barzh an databox, diaes da gompren... Brezhonegour (kaozeal) 25 Du 2025 da 09:47 (UTC)[respont]
Kenveriet 'm eus gant kerioù all, da skouer Roazhon, rik ar memes doare da skrivañ ar boblañs 'barzh Wikidata Orée Roazhon, ur gudenn 'vije gant patrom an infobox, met pelec'h ? Brezhonegour (kaozeal) 25 Du 2025 da 09:53 (UTC)[respont]

Kaozeadeg eus ar sizhunvezh diwezhañ (sizhun 48, bloaz 2025)

24/11/2025 — 30/11/2025

Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2025 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc’h

Istor ar Yuzevegezh e Breizh

E miz Gwnegolo em boa savet ar pennad Yuzevegezh e Breizh, e framm un heuliad pennadoù diwar-benn ar relijionoù e Breizh. Merzhet em eus er miz-mañ e oa eus ur pennad Istor ar Yuzevien e Breizh, savet e 2020. Tost tre eo an danvezioù neuze, ha gwelloc'h vefe kendeuziñ an daou d'am soñj. Ar pezh zo, peseurt titl mirout ? Peseurt hini teuziñ en egile ? D'am meno e vo gwelloc'h chom gant Yuzevegezh e Breizh peogwir :

  • 1) eo brasoc'h ar pennad
  • 2) eo ledanoc'h an danvez (n'eo ket hepken db an istor)
  • 3) klotañ a ra mat gant ar pennadoù all db ar brotestantiezh, an islam, ar voudaegezh hag ar gatoligiezh e Breizh.

Gallout a ran ouzhpennañ frazennoù, titouroù ha daveoù eus ar pennad Istor ar Yuzevien e Breizh d'ar pennad Yuzevegezh e Breizh, ha lakaat un adkas er pennad Istor ar Yuzevien e Breizh. Ma z eo mat deoc'h emaon o vont da labourat war an dra-se. A galon, --Arko (kaozeal) 28 Du 2025 da 09:19 (UTC)[respont]

Merket em eus e oa daou rummad heñvel er pennad Istor ar Yuzevien e Breizh : Rummad:Istor ar Yuzevegezh ha Rummad:Istor ar Yuzevien. Tost kenañ ! Hag an daou-se a gas d'ar memes rummadoù rik : Rummad:Yuzevegezh ha Rummad:Istor ar relijionoù. Neuze ne welan ket da betra a servij kaout an daou rummad-se. Mat vefe kendeuziñ anezho ivez, ne gav ket deoc'h? A galon, Arko (kaozeal) 28 Du 2025 da 09:39 (UTC)[respont]
Demat,
da bennad dit a seblant skianteloc'h gant daveoù.... Dalc'h anezhi oc'h ouzhpennañ ar pezh a vank diouzh an hini all a vo da ziverkañ a-benn neuze.
Evit ar rummadoù ya simplaat dre gendeuziñ.
A galon Dishual (kaozeal) 28 Du 2025 da 09:47 (UTC)[respont]
Sellit ouzh ar Rummad:Yuzevien eus ar Mor-Bihan bet drouklazhet e-doug an Eil-brezel-bed mar plij. Dakbzh (kaozeal) 28 Du 2025 da 11:18 (UTC)[respont]
Perak ? Arko (kaozeal) 28 Du 2025 da 12:55 (UTC)[respont]
Peogwir ez eus danvez a-barzh...Dakbzh (kaozeal) 28 Du 2025 da 15:39 (UTC)[respont]
Ya, gwir eo, ar pezh zo, menneget em eus skouer ar familh Perper dija met n'hallan ket mennegiñ an holl skouerioù. Ar pezh a vefe mat eo kaout an niver a yuzevien drouklazhet e Breizh a-bezh etre 1940 ha 1944. Arko (kaozeal) 28 Du 2025 da 19:25 (UTC)[respont]

Kendeuzet em eus an daou bennad. Miret em eus an daou rummad Istor ar Yuzevien hag Istor ar Yuzevegezh evit poent rak merket em eus e oa eus an daou er wikipediaoù saoznek ha gallek, ha c'hoant em eus da c'houzout ar perak eus kement-se.--Arko (kaozeal) 28 Du 2025 da 14:44 (UTC)[respont]


Kaozeadeg eus ar sizhunvezh (sizhun 49, bloaz 2025)

01/12/2025 — 07/12/2025

Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun ha daou-ugent eus 2025 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc’h

90 000 !

Ouzphenn 90 000 pennad zo bet boulc'het war ar ar wikipedia brezhonek. Trugarez d'an holl genlabourerien ha kenlabourerezed. Kendalc'homp da grouiñ pennadoù ha da wellaat anezhe ! A galon, Kestenn (kaozeal) 7 Kzu 2025 da 20:28 (UTC)[respont]



Freskaat ar bajennadKrec'hha traoñ ar bajenn
Taolenn • Ar sizhun war-red (6) • Ar sizhun diwezhañ (5) • Ar sizhunioù all (4) (3) (2) (1)