Mont d’an endalc’had

Kaamelott: Lodenn gentañ

Eus Wikipedia
Kaamelott: Lodenn gentañ
Sinema
TitlKaamelott – Premier Volet Kemmañ
Anvet diwarKaamelott Kemmañ
Tachennfaltazi er Grennamzer Kemmañ
Bro orinBro-C'hall Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelgalleg Kemmañ
SevenerAlexandre Astier (filmaozer) Kemmañ
SenarioourAlexandre Astier (filmaozer) Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñJean-Marie Dreujou Kemmañ
SonaozerAlexandre Astier (filmaozer) Kemmañ
DasparzherSociété nouvelle de distribution, ADS Service Kemmañ
Renkadur ar CNCholl bublik Kemmañ
NMHH film ratingNMHH III. Kemmañ
IGAC ratingM/12 Kemmañ

Kaamelott: Lodenn gentañ a zo ur film e bed ar stirad Kaamelott, aozet gant Alexandre Astier hag embannet e 2021.

Tremen a ra an istor dek vloaz goude darvoudoù ar stirad. Distreiñ a ra Arzhur da Enez Vreizh evit mont en-dro da roue hag en em gannañ gant Lanselod, a zo mestr war ar vro. Adkavout a ra Arzhur tudennoù ar stirad o labourat gant Lanselod pe o kemer perzh er rezistañs a-enep dezhañ.

E dibenn levr VI ar stirad, Arzhur, gwan ha melkonius, en doa adlakaet Kaledvoulc'h e-barzh ar garreg ha roet renerezh ar rouantelezh da Lanselod. Levezonet gant Meleagant, Lanselod a c'hwezhas tan en Daol Grenn hag e klaskas pakañ ar varc’heien. Gant sikour Venec e tec’has Arzhur da Roma.

  • Alexandre Astier: Arzhur, Roue Loegria
  • Thomas Cousseau: Lanselod, marc’heg al Lenn
  • Anne Girouard: Gwenivar, Rouanez Loegria
  • Lionnel Astier: Leodagan, Roue Bro Garmelid
  • Joëlle Sevilla: Seli, Rouanez Bro Garmelid
  • Jean-Christophe Hembert: Karadeg, marc’heg Gwened
  • Franck Pitiot: Percival, marc’heg Kembre
  • Caroline Ferrus: Itron Mevanwi, gwreg Karadeg
  • Jacques Chambon: Merzhin
  • Sting: Horsa, penn ar c’hoprsoudarded sakson
  • Christian Clavier: ar gwiraour
  • Antoine de Caunes: Dagonet
  • François Rollin: Loth, Roue bro Orkania
  • Clovis Cornillac: Quarto
  • Guillaume Gallienne: Alzagar
  • Alain Chabat: Dug Akitania
  • Géraldine Nakache: Dugez Akitania
  • Nicolas Gabion: Bohort, Roue Gaunes
  • Salwa Al Hajri: Furadja
  • Guillaume Briat: Roue Burgondia
  • Jean-Robert Lombard: an Tad Blaise
  • Audrey Fleurot: Itron al Lenn
  • Jehnny Beth: Wulfstan
  • Brice Fournier: Kadeg, breur Karadeg
  • Alain Chapuis: an tavarnour
  • Serge Papagalli: Guethenoc
  • Gilles Graveleau: Roparzh
  • François Morel: Belt
  • Loïc Varraut: Venec
  • Stéphane Margot: Calogrenant, Roue Kaledonia
  • Tony Saba: Herve Rinel
  • Aurélien Portehaut: Gaovan
  • Étienne Fague: Lionel Gaunes
  • Bruno Fontaine: Elias Kelliwic’h
  • Alexis Hénon: Galessin, Dug Orkania
  • Alban Lenoir: Ferghus
  • Carlo Brandt: Meleagant
  • Pascal Vincent: Urgan
  • Valérie Kéruzoré: Nessa
  • Neil Astier: ar c’hrennard Arzhur
  • Ariane Astier: Mehben, merc’h Karadeg ha Mevanwi
  • Jeanne Astier: Mehgan, merc’h Karadeg ha Mevanwi
  • Ethan Astier: Lucan, marc’heg e vorgadenn
  • Aaron Astier: ur bugel burgond

D’an 22 a viz Genver 2020 e roas Alexandre Astier da c’houzout deiziad embann ar film: an 29 a viz Gouere 2020. Rankout a reas an deiziad-se bezañ daleet abalamour da gleñved-bed COVID-19. Embannet a voe ar film d’an 21 a viz Gouere 2021[1].

Pellgaset eo bet ar film, istitlet e saozneg, d’ar stasion-spas etrevroadel, ha gwelet en deus Thomas Pesquet anezhañ d’an 22 a viz Gouere[2].