Jud (abostol)
Jud a oa unan eus daouzek abostol Jezuz, hervez an Testamant Nevez.
Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour :
"Kavout a reomp ano Jud[1],[2] pe kentoc'h Youda[3] e-touez an Daouzek Abostol : anvet e vez c'hoazh Thadde[4],[5] (= va dudi) e Mazhev 10,3 ha Mark 3, 18, evit e ziforc'hañ diouzh Youda Iskariot a reomp Judas anezhañ (sel. ouzh Yann 14,22). En em ziskouez a ra evel breur (kenderv ?) Jakez, mab Alfe."
Dizemglev zo etre an hengounioù kristen a-zivout e bivelezh. Breur pe mab Jakez ? Petore Jakez ? Jakez an abostol pe Jakez eskob Jeruzalem, kar da Jezuz ?
Hervez an hengoun, goude bezañ prezeget e Palestina ez eas d'ar "broioù Arab" (e bro an Nabateiz moarvat), e Siria, e Mezopotamia hag e rouantelezh Armenia.
En ilizoù reterel zo e vez anvet Addai. Liammet e vez a-wechoù gant Simon ar Gredek a vije en em gavet gantañ e Mezopotamia goude bezañ bet o prezeg en ul lodenn eus Etiopia.
Gwelet e vez gant hengoun Armenia evel unan eus diazezourien an iliz armeniat gant Bartolome ken abred a 43.
Dizemglev zo ivez a-zivout lec'h e verzherinti. Evit lod e vefe bet merzheriet e Beirout e proviñs roman Siria, evit re all e norzh Mezopotamia, e Persia.
Resisoc'h eo ar mammennoù armeniat ma lavarer e vefe bet merzheriet Tade e Maku a oa e rouantelezh Armenia ar mare (norzh Iran bremañ), nemet e vefe bet eus un Tade all ?
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kavout a reer ar stumm "Jud, breur Jakez" e Lukaz 6, 16 nemetken
- ↑ Anvet eo "Judas, breur Jakes" e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, 1897, p 889
- ↑ Kavout a reer ar stumm "Youda mab Jakez" en Oberoù 1,13, p. 282 troidigezh an Testamant nevez dindan renereezh Maodez Glanndour, Al Liamm 1971
- ↑ Skrivet Tade, p. 27, troidigezh ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969 ha Tadde, p. 91
- ↑ Anvet eo "Lebbe, lezhanvet Tadde" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p. 840