James Skivring Smith
Neuz
James Skivring Smith (26 a viz C'hwevrer 1825 - war-dro 1892) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro.
Ganet e oa bet e Charleston (South Carolina), er Stadoù-Unanet). E familh a zivroas da Liberia e 1833 hag e dud a varvas bloaz goude gant ar malaria. Distreiñ a reas Smith da SUA ma tapas un diplom war ar medisinerezh e 1848. Mont a reas en-dro da Liberia ma voe mezeg ha sekretour-Stad. Besprezidant e oa pa voe tennet e garg digant Edward James Roye e miz Here 1871 ha Smith a voe e penn ar Stad evit an daou viz a chome betek termen ar prantad, da lâret eo betek ar 1añ a viz Genver 1872. Goude se ec'h eas da verour-meur kontelezh Grand Bassa eus 1874 da 1884.