Anthony W. Gardiner

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gardiner2.jpg

Anthony W. Gardiner (1820 - 1885) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro.

Ganet e oa bet e kontelezh Southampton (Virginia, Stadoù-Unanet). Divroañ a reas da Liberia gant e familh e 1831 hag eno e reas studioù war ar gwir. Kemer a reas plas Joseph Jenkins Roberts e penn ar Stad e fin 1875, pa oa Roberts re glañ evit echuiñ e brezidantelezh. Gounit a reas an dilennadeg e 1877 ha navet prezidant Liberia e voe adalek ar 7 a viz Genver 1878. Addilennet e voe met ret e voe dezhañ dilezel e garg d'an 20 a viz Genver 1883 dre ma oa skoet klañv.