Garretson W. Gibson

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Garretson Gibson2.jpg

Garretson W. Gibson (20 a viz Mae 1832 - 26 a viz Ebrel 1910) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1900-1904).

Ganet e oa bet e Maryland (Stadoù-Unanet) hag e familh a zivroas da Liberia e 1835. Studiañ a reas an doueoniezh ha mont da veleg. Pa voe roet e zilez gant William D. Coleman e oa Gibson sekretour-Stad ha lakaet e voe da brezidant dre na oa besprezidant ebet d'ar c'houlz-se. Gounit a reas an dilennadeg da heul ha chom prezidant Liberia betek ar 4 a viz Genver 1904.

Gibson a voe ar prezidant diwezhañ ganet e SUA.