Edwin Barclay

Eus Wikipedia
Edwin Barclay portrait.jpg

Edwin James Barclay (1882 - 1955) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1930-1944). Niz e oa da Arthur Barclay, bet prezidant Liberia etre 1904 ha 1912.

Ministr an Diavaez ha sekretour-Stad e voe a-raok mont da brezidant d'an 3 a viz Kerzu 1930 goude dilez Charles D. B. King. Er bloavezhioù 1930 e sinas aotreadurioù gant posterien eus Danmark, an Izelvroioù, Alamagn pe Pologn. Torret e voe an aotreadur gant posterien Alamagn e 1937 abalamour ma oant a-du gant an Nazied.

Goude aloubadeg Malaysia ha Singapour gant Japan en Eil brezel-bed e teuas Liberia da vezañ ul lec'h strategel a-bouez dre ma oa ar vro nemeti hag a bourchase kaoutchoug d'ar gevredidi. Sinet e voe un emglev-difenn gant SUA e 1942, ar pezh a roas lañs d'un diorren strategel (sevel hentoù, aerborzhioù, ensavadurioù). Soudarded amerikan a'n em stalias e kontelezhioù Montserrado ha Grand Cape Mount.