George Weah

George Tawlon Manneh Oppong Ousman Weah, ganet d'ar 1añ a viz Here 1966 e Monrovia, zo ur c'hoarier melldroad war e leve hag ur politikour eus Liberia. Un argader brudet eo bet, hag ar Vell Aour en deus bet e 1995. Adalek 1995 e krog ur remzad politikel en e vro orin. Goude bezañ kollet e dilennadegoù ar prezidant e 2005 a-enep ar brezidantez Ellen Johnson Sirleaf, e teu a-benn da vezañ dilennet prezidant ar vro d'an 22 a viz Genver 2018.