Daniel Bashiel Warner

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Daniel Warner2.jpg

Daniel Bashiel Warner (19 a viz Ebrel 1815 - 1 a viz Kerzu 1880) a oa ur politikour eus Liberia, bet trede prezidant ar vro (1864-1868).

Ganet e oa bet e Baltimore (Maryland, Stadoù-Unanet). E dad a oa ur sklav digabestret hag a dalc'he ur menaj. Ne oa nemet 8 vloaz pa zivroas da Liberia e 1823. Dilennet e voe da brezidant e 1863 ha kregiñ gant e garg d'ar 4 a viz Genver 1864. E-pad e brezidantelezh e klaskas lakaat an henvroidi da gemer perzh er gevredigezh ha da vezañ keodedourien Liberia.