Samuel Doe

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Samuel K. Doe.jpg

Samuel Kanyon Doe (6 a viz Mae 1951 - 9 a viz Gwengolo 1990) a oa ur soudard hag ur politikour eus Liberia, bet e penn ar Stad er bloavezhioù 1980.

Kemer a reas ar galloud d'an 12 a viz Ebrel 1980, goude bezañ lazhet ar prezidant Tolbert. Dre se e voe Samuel Doe an henvroad kentañ e penn ar Stad e Liberia pa oa afro-amerikaned an holl brezidanted kent. En deizioù war-lerc'h e daol-Stad e voe lazhet ur bern tud bet e gouarnamant Tolbert ha kantadoù a dud a rankas tec'hel kuit diouzh ar vro. Astalet e voe ar Vonreizh hag en em lakaet Doe e penn ar PRC (People's Redemption Council).

Mont a reas Doe a-du gant SUA er brezel yen. Degemeret e voe ur Vonreizh nevez e 1984 hag aozet un dilennadeg prezidantel e miz Here 1985. Trec'h e voe Samuel Doe gant 51% eus ar mouezhioù met lod eus e eneberien a oa bet lazhet a-raok ar votadeg hag amreizh e voe disklêriet an dilennadeg gant arsellerien estren. Doe a gemeras e garg a brezidant d'ar 6 a viz Genver 1986.

Ur brezel diabarzh a darzhas e 1990 pa erruas er vro Charles Taylor. Doe a voe skrapet gant Prince Johnson, jahinet ha lazhet a-raok na voe diskouezet e gorf dre straedoù Monrovia.