James Spriggs Payne
Neuz
James Spriggs Payne (19 a viz Kerzu 1819 - 31 a viz Genver 1882) a oa ur politikour, bet prezidant Liberia.
Ganet e oa bet e Richmond (Virginia, Stadoù-Unanet). E dud, sklaved digabestr anezhe, a zivroas da Liberia e 1829. Desachet e oa Payne gant ar politikerezh, an ekonomiezh hag ar relijion. Dilennet e voe da brezidant Liberia e 1868, evit daou vloaz. Labourat a reas evit gwellaat an darempredoù etre ar gouarnamant hag an henvroidi. Addilennet e voe e 1876, evit daou vloaz adarre, d'ur mare ma wanae ar vro abalamour d'un enkadenn ekonomikel.