Mont d’an endalc’had

James Abram Garfield

Eus Wikipedia
(Adkaset eus James Garfield)
James A. Garfield
James Abram Garfield
Niv urzh 20vet
Strollad politikel Strollad Republikan
Kefridi 4 a viz Meurzh 1881 - 19 a viz Gwengolo 1881
Besprezidant Chester A. Arthur

Ganedigezh 19 a viz Du 1831
Orange, Ohio
Marv 19 a viz Gwengolo 1881 (d'e 49 vloaz)
Long Branch, New Jersey

Micher Kelenner
Drouglazh ar prezidant Garfield, engravadur gant Berghaus hag Upham embannet en Illustrated Newspaper d'ar 16 a viz Gouere 1881.

James Abram Garfield, (19 a viz Du 1831 - 19 a viz Gwengolo 1881) a zo bet ugentvet prezidant Stadoù-Unanet Amerika. Dilennet e voe d'an 2 a viz Du 1880 evit ur respetad adal ar 4 a viz Meurzh 1881 met drouklazhet e voe un nebeud mizioù goude.

Ganet e voe James Garfield d'an 19 a viz Du 1831 en Orange, en Ohio. Goude e studioù eil-derez ez eas d'ar Williams College da Williamston, e stad Massachusetts, ma tiskouezas bezañ ur studier donezonet-kaer en holl ziskiblezhioù nemet e kimiezh. Tapout a reas e desteni-studi d'e 25 bloaz ha kregiñ gant ar vicher kelenner war al lizhiri klasel. Gallout a rae implijout e zorn kleiz kenkoulz hag e zorn dehou, ha war a lavarer e oa gouest da skrivañ latin gant an eil dorn ha gresianeg gant egile war un dro.

Aet skuizh gant ar vuhez skolveuriad e krogas gant studioù war ar gwir. Degemeret e voe er vreutaouriezh d'e 29 bloaz. Da neuze e oa bet dilennet da Sened e stad had un ezel gredus eus ar Strollad Republikan e oa. Frañmason e oa[1].

N'eo ket war dachenn ar gwir hepken e oa donezonet, met ivez war dachenn ar matematik : gantañ e voe savet ur brouadenn eus teorem Pythagoras[2],[3].

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) James Abram Garfield , 20th. Raised 11/22/1864, Magnolia Lodge No. 20, Ohio. Grand Lodge of British Columbia and Yukon A.F. & A. M.
  2. Embannet en ur gazetenn matematik sizhuniek : James A Garfield (1976), The New England Journal of Education, 3, p. 161 evel m'eo meneget e-barzh William Dunham (1997). The mathematical universe: An alphabetical journey through the great proofs, problems, and personalities. Wiley. 96 p. ISBN 0471176613.  hag e A calendar of mathematical dates: April 1, 1876 gant V. Frederick Rickey
  3. Fiñvskeudenn Prof. David Lantz eus e lec'hienn prouadennoù gant fiñvskeudennoù


Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)