Izelvroioù spagnol
Izelvroioù Spagnol a veze graet eus hollad ar proviñsoù a oa en em gavet e dalc'h an impalaer Karl V an Impalaeriezh Santel. War-lerc'h Karl V, impalaer Aostria ha roue Spagn, e tremenas an Izelvroioù e dalc'h e vab Fulup II, roue Spagn. Chom a reas an Izelvroioù e dalc'h rouantelezh Spagn etre ar XVIvet hag an XVIIIvet kantved. En em ledañ a raent war ar pezh zo bremañ an Izelvroioù, Belgia, Luksembourg ha hanternoz Bro-C'hall.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Impalaeriezh Santel Roman e oa ar proviñsoù-se abaoe ur pennad dija pa zeujont da vezañ unanet dindan ren Karl V, a oa dug Bourgogn, impalaer Aostria ha roue Spagn. E Gent e oa bet ganet an impalaer e 1500. Ren a reas war ar Seitek Proviñs etre 1515 ha 1555. Mervel a reas Karl V d'ar 25 a viz Here 1555 ha d'e vab, Fulup e roas an aotrouniezh war an douaroù na oant ket en Aostria, an Izelvroioù ha Spagn en o zouez. Evel-se e teue an Izelvroioù da vezañ ur stad anezhi hec'h-unan stag ouzh kurunenn Spagn. Dre ma oa pinvidik marc'hadourien an Izelvroioù e oa bras talvoudegezh ar stad-se evit roue Spagn, brasoc'h en amzer-se eget douaroù Spagn pe Amerika !
Adalek 1531 e oa Brusel kêr-benn an Izelvroioù spagnol.
Buan a-walc'h e savas enebiezh etre an Izelvroiz ha Spagnoled, dindan ren Fuluup II. Tra ma oa Karl V un den ganet en Izelvroioù, e oa Fulup II, evit tud an Izelvroioù, un estrañjour, ganet ha desavet e Spagn. Ouzhpenn ar stourm ouzh kreizennadur Spagn e voe enebiezh ouzh katoligiezh Spagn gant ar brotestanted a oa stank e proviñsoù an hanternoz.
Kement-se a zisoc'has war Unaniezh Arras, etre proviñsoù ar c'hreisteiz, hag Unaniezh Utrecht etre proviñsoù an hanternoz, war Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz ha war dizalc'hidigezh Republik ar Seizh Izelvro Unanet, anvet ivez Proviñsoù-Unanet, embannet e 1581.
Chom a reas douaroù ar c'hreisteiz e dalc'h Spagn betek Emglev Utrecht e 1713. Dre an emglev-se e tremenjont dindan ren Habsbourged Aostria. Adalek neuze e komzer eus an Izelvroioù aostrian, betek 1795, pa voent aloubet gant Bro-C'hall, gant armeoù ar Republik Kentañ. Neuze e voe graet departamantoù gall ganto.
Priñselezh Liège ne oa ket e-barzh an Izelvroioù spagnol. E dalc'h eskob Liège e oa, ha chom a reas dizalc'h betek 1795 pa voe aloubet gant ar C'hallaoued.
An Izelvroioù spagnol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enne e oa:
- Kontelezh Flandrez en he fezh
- Kontelezh Artez
- Kêr Tournai
- eskopti Cambrai (dre vras departamant gall Nord ha hanterenn hanternoz departamant gall Pas-de-Calais)
- Dugelezh Luksembourg
- Dugelezh Limburg
- Kontelezh Hainaut
- Kontelezh Namur
- Aotrouniezh Mechelen
- Dugelezh Brabant
- Opper-Gelre (Bovenkwartier, ul lodenn eus dugelezh Gelre (kêrioù Venlo ha Roermond, e proviñs Limburg, ha kêr Geldern e distrig Kleve) en Alamagn.
Brusel en Brabant e oa ar gêr-benn.