Ivetig an Dred-Kervella
Ivetig an Dred (Yvette Le Dret en ti-kêr), a oa ur skrivagnerez vrezhonek, ganet e parrez Langoad, Treger, d'an 2 a viz C'hwevrer 1923, ha marvet d'ar 15 a viz Even 2009 en he zi e Brelevenez (Lannuon). Pried hag intañvez Frañsez Kervella e oa. Sinet he deus ul levr ha pennadoù dindan an anv Soaz an Tieg.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tapet he deus diplom pe desteni war ar studioù keltiek e Skol-Veur Roazhon-2. Deuet eo da vezañ kelennerez ha difazierez war ar brezhoneg e Skol Ober, ur skol da zeskiñ brezhoneg edo Ivetig an Dred enni abaoe 1972 o tifaziañ. Bet he deus bet betek 30 skoliad war un dro, ul labour hirbadus a-youl-vat.
Skrivañ e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'he doa ket bet soñjet skrivañ drezi hec'h-unan, met dre ma oa brezhonegerez a-vihanik e oa bet goulennet ganti mont d'ober kaozeadennoù e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien (KEAV), ur c'hamp a vez anezhañ c'hoazh bep bloaz hag a zegemer bep hañv studierien war ar brezhoneg c'hoant ganto en em soubañ er yezh. Goude ar brezel, e oa an tier-embann evel Barr-Heol hag Al Liamm o klask lakaat merc'hed da skrivañ. Setu m'he deus lakaet he c'haozeadennoù dre skrid. Skignet int bet ivez war Radio Kimerc'h, renet gant Charlez ar Gall.
Familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desket ganti brezhoneg er gêr gant he zud, ez eo Ivetig an Dred merc'h henañ ur familh a seizh bugel. Marc'hadour krec'hen a oa he zad. E 1947 e timezas gant Frañsez Kervella, skrivagner ha yezhadurour brudet ar brezhoneg, anvet ivez dre an anv-pluenn Kenan Kongar. Asambles o deus strivet da gas war-raok ar brezhoneg. Pevar bugel o deus bet asambles, Riwanon, hag a ra war-dro Skol Ober ha bet roet dezhi Kolier an Erminig e 1994, Divi, a ra war-dro an embann brezhonek evit Kuzul ar Brezhoneg a vod meur a di-embann brezhonek, un eil merc'h, Annaig hag a ra war-dro abadennoù brezhonek war Frañs3 hag Erwan, he mab henañ, treser fent ha barzh, bet ivez unan eus skolaerien gentañ Diwan, marvet e 1984 en e bemp bloaz ha tregont.
Soñjoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez testeni Daniel Giraudon ez eus eus Ivetig an Dred ur vaouez eürus ha leun a startijenn, a vousc'hoarzh kalz hag a lavar he soñj, hag a vez prest dalc'hmat da reiñ sikour d'ar re a zeu da welout anezhi evit he gouiziegezh.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Barr-heol war ar gegin ha war an daol
- Levr keginañ, embannet e ti Barr-Heol e 1975, gant an anv-pluenn "Soaz an Tieg".
- Gerioù ar gegin (Soaz an Tieg ha Jakez Konan), Embannadurioù An Amzer, Roazhon, Kerzu 1981 - 22 bajenn
- Naontek pennad bet embannet gant an anv-pluenn "Soaz an Tieg" bepred, war ar gelaouenn Al Liamm :
- Añjela a Dreger hag Añjela a Vreizh, studi, niv. 210, 1982
- Gozed hag gozetaerien, studi, niv. 222, 1984
- Tu gin Barr-Heol, studi, niv. 228, 1985
- Anavezet em eus Jarl Priel, eñvorennoù, niv. 230, 1985
- Hañvig Gouel Mikael e Tintagel, barzhoneg, niv. 240, 1987
- Goañv Treger, barzhoneg, niv. 241, 1987
- Deomp 'ta d'ober tro al liorzh..., studi, niv. 276, 1993
- Micher: difazierez, eñvorennoù eus he labour evit Skol Ober, niv. 284, 1994
- Ur yaouvezh e ti an avel lour, danevell, niv. 308, 1998
- Koñstañsa ar Merer hag ograoù Lanvaeleg, studi, niv. 310, 1998
- Kastellbriant hag ar gwez, studi, niv. 312, 1999
- Anna Vreizh, mein-sked ha bravigoù, studi, niv. 315, 1999
- Iwerzhon-Treger ha Treger-Iwerzhon, studi, niv. 316, 1999
- Yezh ar vugale vihan, studi, niv. 318, 2000
- Janed Trevenou, danevell, niv. 320, 2000
- Inizi Faroe, studi, niv. 330, 2000
- Ivona, an hini fur, skrid, niv. 349, 2005
- Yann-Vari Derrien, skrid, niv. 354, 2006
- Gant hec'h anv gwir, Ivetig an Dred, he deus savet ur pennad en enor d'ur vignonez aet d'an anaon Itron Galbrun-Iona 1904-1985, niverenn 233
- Ur pennad hepken bet embannet dindan an anv "Vetig an Dred", war ar gelaouenn Al Liamm bepred :
- Itron Galbrun-Iona (1904-1985), studi, niv. 233, 1985.
Pennadoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bugale Kerugan, Embannadurioù al Lanv; 1998. Savet gant Madalen an Amour ha Marcel Le Guillard (1931-). 222 p. Diverradenn : Eil lodenn ("Kostez ar Pemp Kroaz") eñvorennoù bugaleaj un Dregeriadez… Buhezskrid. Ur ger a-raok, gant Ivetig an Dred-Kervella.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |