Istor an departamantoù gall
Stag eo Istor an departamantoù gall ouzh emdroadur tiriad ar Stad c'hall abaoe o c'hrouidigezh e 1790.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok 1790
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kent 1790, ne oa nemet proviñsoù e Bro-C'hall. E 1790 avat e voe rannet ar vro e departamantoù, ha ne voe ket kaoz eus ar proviñsoù ken e yezh ar velestradurezh: Normandi ebet ken, nag Anjev, na Breizh.
Pa oant savet e 1790
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet an departamantoù gall d'ar 4 a viz Genver 1790 gant ar Vodadeg bonreizhañ evit kemer lec'h ar proviñsoù gall a veze gwelet evel ur skoilh ouzh unvanidigezh ar Vroad. Pa veze klasket bezañ poellek e oe roet da bep departamant gorreadoù damheñvel hag ur pennlec'h kreiz ma c'halled. Lavaret e veze e oa padelezh ar veaj d'ar pennlec'h dindan un devezh marc'hegañ. Klasket e voe chom hep ober anv eus an istor evit envel an departamantoù ha ne voe ket miret hini ebet eus anvioù ar proviñsoù. Roet ez eus bet dezho anvioù a denn d'an douaroniezh, anvioù stêrioù pe menezioù peurvuiañ.
Eus ar 83 departamant krouet e 1790 e kreskas an niver da 130 e 1810 diwar astenn an tiriadoù aloubet gant ar Republik c'hall hag an Impalaeriezh C'hall Kentañ, met digreskiñ a reas o niver da 86 pa gouezhas an impalaer e 1815. Pa oe staget Nisa hag ar Savoie dindan impalaeriezh Napoleon III e 1860 e adkreskas o niver da 89.
Tri departamant pe gazi en Elzas hag e Loren (an Haut-Rhin, ar Bas-Rhin hag an darn vrasañ eus ar Meurthe hag ar Moselle) a eas gant Alamagn e 1871 hag adc'hounezet e 1919. Lodennoù chomet e kerz Bro-C'hall a yeas d'ober un departamant anvet Meurthe-et-Moselle. Lodenn an Haut-Rhin tro-war-dro Belfort a chomas dindan beli gall e 1871, ne yeas ket d'e departamant orin en-dro hag e oa savet evel departamant an Territoire de Belfort e 1922.
E 1964 e oe divizet rannañ an daou departamant tro-war-dro Pariz (Seine ha Seine-et-Oise) evit sevel 5 departamant ouzhpenn e derou 1967. E 1976 e oe rannet Korsika e daou (1 ouzhpenn). E 1946 e oa bet krouet 4 departamant tramor. Ar rannidigezhioù-se eo a laka tud zo da ober goap pa vez graet anv eus Bro-C'hall unan ha dirannus.
E 1982 e krogas ar Riez da dreuzkas muioc'h a atebegezhioù d'ar strollegezhioù lec'hel, adanvet strollegezhioù tiriadel. Prezidantoù ar Ranvroioù hag an Departamantoù a gemeras lec'h ar brefeded evit kas da benn an divizoù. Roet ez eus bet atebegezhioù brasoc'h en aferioù yec'hed, war an hentoù bras ha war an endro.
E 2004 e oe lakaet e pleustr eil prantad an digreizennañ ken e vo treuzkaset atebegezhioù ha moienoù nevez d'an Departamantoù (ha d'ar Ranvroioù). Muioc'h a draoù o tennañ d'ar skoazelloù sokial, d'an hentoù bras (renerezhioù riezel an Aveiñ treuskaset gant tud ha kellidoù), d'an deskadurezh ha d'ar gwareziñ glad.