Héctor Scarone
Héctor Pedro Scarone Beretta (lesanvet Mago pe Rasquetita), bet ganet d'ar 26 a viz Du 1898 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Ebrel 1967 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (argader e bost dezhañ war an dachenn), aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.
E vicher evel c'hoarier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hleuboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoari a reas Scarone e forzhig a gleuboù :
- 1916-1926 : Nacional Montevideo, aet da gampion Primera División de Uruguay e 1916, 1917, 1919, 1920, 1922-1924,
- 1926 : FC Barcelona (Katalonia), tapet Copa del Rey,
- 1927-1931 : Nacional Montevideo,
- 1931-1932 : Associazione Sportiva Ambrosiana-Inter (Rouantelezh Italia d'ar mare-se),
- 1932-1934 : Palermo Football Club (Rouantelezh Italia),
- 1934-1939 : Nacional Montevideo, aet da gampion Primera División de Uruguay e 1934,
- 1939 : Montevideo Wanderers.
En holl en devoa merket daou c'hant nav fal ha pevar-ugent o c'hoari evit Nacional Montevideo. Hiziv an deiz e chom c'hoazh eil gwellañ paler ar c'hleub, just war-lerc'h Atilio García (pevar c'hant c'hwec'h pal ha pevar-ugent !).
E skipailh broadel Uruguay
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech ha hanter-kant en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1917 ha 1930, ha merket ur pal ha tregont.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
2 a viz Gwengolo 1917 | Estadio Gran Parque Central (Montevideo) | Uruguay - Arc'hantina | 1-0 |
29 a viz Gwengolo 1918 | Estadio G.E.B.A. (Buenos Aires) | Arc'hantina - Uruguay | 2-0 |
25 a viz Gouere 1920 | Estadio Sportivo Barracas (Buenos Aires) | Arc'hantina - Uruguay | 1-3 |
17 a viz Kerzu 1922 | Estadio Sportivo Barracas | Arc'hantina - Uruguay | 2-2 |
25 a viz Mae 1930 | Estadio Viejo Gasómetro (Buenos Aires) | Arc'hantina - Uruguay | 1-1 |
Seizh gwech e kemeras perzh Scarone er genstrivadeg-mañ gant La Celeste :
- aet ar maout gante e 1917, 1923, 1924 ha 1926,
- renket da eil e 1919 ha 1927,
- renket da drivet e 1929.
Da-geñver e gentañ Copa América, e 1917 eta, e voe dilennet da wellañ melldroader an dalc'h. Trizek pal a verkas e-kerzh ar c'hevezadegoù-mañ ha bezañ e voe gwellañ paler hini 1927 (rampo gant pemp c'hoarier all).
C'hoarioù Olimpek hañv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). Seizh pal en holl a voe lakaet e-barzh gantañ.
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :
- Hini 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. C'hoariet en devoa daou grogad : Uruguay 4-0 Romania (21 a viz Gouere) hag Uruguay 6-1 Yougoslavia (27 a viz Gouere). Perzh e voe eus ar skipailh – Enrique Ballestrero, Ernesto Mascheroni, José Nasazzi, José Leandro Andrade, Lorenzo Fernández, Álvaro Gestido, Pablo Dorado, Héctor Scarone, Héctor Castro, José Pedro Cea, Victoriano Santos Iriarte – a c'hounezas (4-2) ar gourfenn ouzh hini Arc'hantina en Estadio Centenario (Montevideo) d'an 30 a viz Gouere 1930.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.