Humble Bundle

Eus Wikipedia
Humble Bundle
digital distribution platform, embanner c'hoarioù video
Tachenn obererezhioùembannadur niverel, video game industry Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Meu 2010 Kemmañ
Perzhiad eY Combinator Winter 2011 Kemmañ
DiazezerJeffrey Rosen Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Perc'hennet gantIGN Kemmañ
Aozadur mammIGN Kemmañ
Sez sokialSan Francisco Kemmañ
Produvideo game bundle, c'hoari video, ebook Kemmañ
Postelmailto:contact@humblebundle.com Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.humblebundle.com Kemmañ
Blog ofisielhttp://blog.humblebundle.com/ Kemmañ
URL gwazhhttps://blog.humblebundle.com/feed/ Kemmañ
InvestorY Combinator Kemmañ
Login URLhttps://www.humblebundle.com/login Kemmañ
Registration page URLhttps://www.humblebundle.com/signup Kemmañ

An Humble Bundles (a zo bet Humble Indie Bundles) a vez graet eus dastumadennoù heuliadennoù krouadennoù elektronek (saozneg:bundles) a vez gwerzhet en-linenn nemetken hag embannet gant ur priz a vez choazet gant ar pratikoù.

An embregerezh Humble Bundle Incorporation (HBI) eo enaouer ar gwerzhadennoù-se e-liamm gant embregerezhioù ha studioioù bras ar sevel elektronek evel Sega da skouer[1].

Ar pal pennañ hervez an embregerezh HBI eo kendeuziñ ar bed elektronek gant an aozadurioù digorvo[2],[3]

A-bep seurt c'hoarioù a vez tu prenañ. N'int ket holl c'hoarioù embregerezhioù bras doare AAA. Kavout a reer ivez un harp a-berzh HumbleBundle evit ar studioù bihan ha dieub.

D'an 13 a viz Here 2017 e voe adprenet HumbleBundle gant IGN, ur skourr da Ziff Davis Media[4].

An Humble Bundles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Humble Bundle pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwerzhadennoù an Humble Bundles dre sistem urzhiataerezioù diazez

Ur gevrat a vez sinet etre HBI hag embannerien pe studioioù c'hoarioù video. Savet e vez un dastumadenn etre 5 ha 10 c'hoari enni, a vez lakaet en gwerzh war lec'hienn Humble Bundle.

Priz diazez kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div bazenn a zo er renk-se :

  1. pep pratik a laka ur sammad arc'hant hervez e c'hoant da vezañ roet en eskemm d'ar c'hoarioù ; ar sammad a grog da 1 dollar.
  2. Goude ur sizhun e vez ouzhpennet c'hoarioù all d'ar pratikoù o deus bet roet ur sammad uheloc'h evit keidenn ar postañ arc'hant. An tu a zo ivez pe da uhelaat e sammad arc'hant diazez a-benn tizhout ar pep retañ da gaout an ouzhpennadurioù, pe evit ar pratikoù nevez da lakaat ur sammad arc'hant a vez rik a-us hini ar geidenn.

Eil priz diazez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dastumadenn hag a grog gant ur priz diazez a 1 $ a zo unan diglok dre ma vez krouet reoù all gant ur priz diazez uheloc'h. Mar fell d'ar pratik e c'hell mont gant hent ar 15 $ o kaout an dastumadenn gant ar priz diazez kentañ, mar klok ouzh ar geidenn e vez tizhet an dastumadenn brasaet hag ouzhpenn-se e vez ouzhpennet c'hoarioù stanket en eil priz diazez.

Trede pazenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paeañ a ra ar pratik 30 $ diouzhtu, ha bez' en deus an dastumadenn glok (pazennoù 1 ha 2) gant ur prof ispisial, da skouer ur rochedig gant anv ar Bundle prenet gantañ.

Top Contributors[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re hag a roio ar sammad uhelañ a vez lakaet war-raok dre un daolenn anvet Top Contributor ("Kendaolidi bennañ"), an dek kentañ anezho a vez lakaet o anv ha raganv gant ar sammad roet e-tal.

Humble Weekly Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarioù bihan evit an urzhiataer lakaet en werzh e-pad ur sizhunvezh.

Humble Weekly Bundle logo

Humble Flash Bundles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur werzhadenn doare prim memes mod evit an hini Humble Bundles pennañ. Kentañ hini bet d'ar 14 a viz Gouhere 2014. Ar werzhadenn a zo enaouet e-pad 24 eurvezh, adkavet e vez alies c'hoarioù bet embannet en Humble Bundles pennañ.

Humble Monthly[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Humble Bundle' nevez kroget e miz Here 2015. Disheñvel eo diouzh an holl re all dre ma vez ur c'houmanant da baeañ (12 dollar bep miz), 5% eus ar sammad a ya evit an obereroù a-drugarez a c'heller dibab diwar ul listenn kantadoù anezho[5].

Ur wech enaouet ar c'houmanant e vez resevet e penn kentañ bep miz nevez un dastumad c'hoarioù evel an Humble Bundles pennañ gant kodoù Steam pe da bellgargañ adal al lec'hienn pa 'z eo c'hoarioù frank a wirioù niverel. Evit an Humble Bundles e ouier darn ar c'hoarioù a vez prenet met amañ e chomont dianav betek devezh an embann[6].

Degas studiooù nevez etrezek an embann gant Humble Bundles e oa ar pal, dre ma 'z eo anatoc'h da welet an arc'hant a vezo graet dre ur c'houmanant miziek.

Gant ar Monthly Bundle kentañ e vez profet ar c'hoari « Legend of Grimrock 2 »[7].

N'eus nemet 5% eus ar sammad a vezo roet d'an drugarez padal evit an holl Humble all e vez d'an nebeutañ 10%[8].

Humble Comics Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dastumadenn bannoù-treset lakaet e gwerzh e-pad pemzek devezh. D'an 28/10/2015 ez eus bet lakaet e werzh un eil Humble Comics bundle evit ar wech gentañ padal ne oa ket echu c'hoazh an hini gentañ. An humble-se a zo unan gant bandennoù-treset comics e-liamm nemetken gant bed Evil Dead un heuliad filmoù fent-skrij[9]

Humble Books Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dastumadenn levrioù niverel e gwerzh e-pad ur sizhunvezh. An doare a zo pe e stumm PDF pe e stumm e-books (levrioù elektronek).

Ar re e-liamm gant bed an elektronek a vez lakaet war-raok gant an embregerezh Humble Bundle evel un doare da zegas deskamant d'ar re yaouank gant ur priz izel[10] Bez ez eus bet ivez un dastumadenn levrioù elektronek anvet "Start your own tech company", dre an titl hag an danvez ez e oa anat e oa ar pal da harpañ tud da grouiñ embregerezhioù e-liamm gant ar bed elektronek pe da reiñ deskamant war an embregerezhioù niverennel d'ar brashañ niver evit ur sammad arc'hant dister[11].

Humble Magazine Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dastumadenn kazetennoù dindan ar stumm PDF.

Humble Audiobook Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al levrioù a c'hell bezañ dindan ur stumm niverenel da selaou kaoz a vez a-benn neuze eus Humble Audiobook Bundle. Ar stumm a zo unan 160kbps MP3, kenkoulz evit ur bladenn.

Ne gaver nemetken ar yezh saozneg evit al levrioù. An holl levrioù n'int ket evit ar re yaouank, Humble Bundle a gelaou war al levrioù difennet d'ar re yaouankañ[12].

Humble Mobile Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarioù evit ar pellgomzioù hezoug lakaet e gwerzh e-pad pemzek devezh.

Humble store[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stal en-linenn ma vez kavet an tu evit ar pratikoù da brenañ c'hoarioù elektronek gant prizioù izeloc'h evit re ar marc'had war termenoù amzer berr.

Listenn ar studiooù bet liammet gant an Humble Bundles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sammadoù arc'hant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez o prenañ un dastumadenn Bundle e c'hell pep pratik choaz pelec'h e vezo postet e arc'hant etre an aozadurioù digorvo harpet gant Humble Bundle, ar studio a zo perc'henn war ar c'hoarioù, hep disoñjal an Humble tip Jar hag a zo ur pod elektronek evit paeañ an embregerezh Humble Bundle.

A-wechoù e vez embannet dastumadennoù gant ar sammad a-bezh roet d'an aozadurioù digorvo nemetken, evel an Electronic Arts Humble Bundle [13].

Abaoe ar bloavezh 2010 hag ar c'hentañ Humble Bundle ez eo bet rastellet tro 50 Million a zollaroù evit an aozadurioù digorvo (sifroù 2014)[14].

Roadennoù arc'hant hervez ar sistemoù urzhiataerezioù diazez

Awen Humble Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Awen Humble Bundle eo klask e-kostez gwerzhadennoù c'hoarioù eletronek a orin indian dre ar sistem Steam a zo un embanner en-linenn, ha dreist-holl ar werzhadenn Pay what you want "World of Goo" aozet gant berzh mat er bloavezh 2009[15].

Ar re harpet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar 7 embannadur kentañ (klasel hag arbennik), an aozadurioù Electronic Frontier Foundation ha Child's Play eo bet ar re gentañ da vezañ harpet. Gant embannadur an dastumadenn 4 e miz Kerzu 2011 ez eo erlec'hiet an Electronic Frontier Foundation gant ar Groaz-ruz Amerikan. E miz c'hwevrer 2012 ez eo distro an Electronic Frontier Foundation evit ar pempvet embannadur arbennik.

D'an 23 a viz Gwengolo 2015 ez eo bet roet harp d'an aozadur Comic Book Legal Defense Fund (CBLDF) gant an embregerezh Humble Bundle Incorporated[16]. Ar pal a oa reiñ an tu d'ar pratikoù da brenañ bannoù-treset difennet er Stadoù-Unanet dindan ar stumm en-linenn a-benn rastellañ arc'hant evit ar CBLDF hag an aozourien[17],[18].

Listenn ar re harpet gant Humble Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doareoù paeañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoareoù paeañ a zo:

The Humble Bundle Soundtrack[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Humble Bundle Soundtrack pe Humble Sounds for Humble Bundles dre e anv ofisiel, a zo un dastumadenn kanaouennoù doare pladenn niverel embannet evit ar wech kentañ gant an dastumadenn Humble Indie Bundle videos hag adembannet gant an dastumadenn Humble Indie Bundle 4 (embannet d'an 22 a viz Kerzu 2011) gwerzhet gant 2 vilion a zollaroù rastellet[21].
John Graham, unan eus pennoù hag enaouerien an embregerezh, eo an arzour pennañ ; an tonioù a oa bet enrollet en ur c'harrdi. Setu amañ roll kanaouennoù The Humble Bundle Soundtrack :

  1. Bundle Time (Humble Indie Bundle 1 Theme) – 02:09
  2. You Should See My Other Bundle (Humble Indie Bundle 2 Theme) – 01:42
  3. Sounds Like It's Going To Bundle (Main Humble Bundle Theme Song) – 03:37

Digoust ha diwir ez int bet embannet a-benn bremañ, hag an tu a zo d'o fellkargañ pe dre stumm FLAC, pe dre stumm MP3 pe c'hoazh war al lec'hienn Bandcamp.

Humble Bundle ha Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studioù krouerien hag embannerien c'hoarioù video Breton a vez adkavet e-liamm gant Humble Bundle:

Ur c'hoari video anvet Steredenn (c'hoari) ur c'hoari tenn egor a gaver an tu da brenañ dre an Humble Store hag a zo bet troet e Brezhoneg dre c'hoant ar studio[22],[23].

Tro-dro da Humble Bundle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) 16/09/2015 lec'hienn Clubic.com: Total War : ul lod bras eus an heuliad evit ur priz marc'had-mat war Humble Bundle.
  2. (fr) 10/08/2015 lec'hienn Francesoir.fr: Humble Bundle: Pa vez ar c'hoari video kevredet gant an drugarez.
  3. (fr) 27/06/2016 lec'hienn gamelove.com: C'hoari video hag ar mat: ar galon tost ouzh an dornell.
  4. http://www.lemonde.fr/pixels/article/2017/10/16/le-site-de-vente-de-jeux-video-humble-bundle-rachete-par-le-groupe-de-presse-ign_5201515_4408996.html
  5. 2/10/2015 Lec'hienn begeek.fr Humble Monthly Bundle ur ginnig nevez gant ur c'houmanant miziek(fr).
  6. 2/10/2015 Lec'hienn Numerama Humble Monthly ur c'houmanant evit kaout c'hoarioù dianav en a-raok(fr).
  7. 2/10/2015 Lec'hienn Nextinpact Humble Monthly Bundle ur sac'h prof evit 12 dollar bep miz (fr).
  8. 1/10/2015 Lec'hienn ign.com Humble Bundle a ro lañs d'ur servij enskrivadur miziek(en).
  9. 29/10/2015 lec'hienn comicbook.com: Dynamite a ro lañs d'an humble Army of darkness, .
  10. (en) 15/06/2016 Lec'hienn http://makezine.com/ gant Gretchen Gilles "Tapit levrioù elektronek dibar gant Humble Bundle"
  11. (en) 8/08/2016 Lec'hienn lifehacker.com.au gant Spandas Lui - Dealhacker: The Tech Entrepreneur E-Book Humble Bundle
  12. [1]Lec'hienn ofisiel Humble Bundle: Humble Audiobook Bundles (Support)(en).
  13. 14/08/2013 lec'hienn Ign.com: Un Ea humble Bundle ramzel nevez embannet o rastellañ arc'hant evit pemp aozadur trugarez
  14. 16/12/2014 Duncan Geere war rockpapershotgun.com : Atersadenn: Humble Bundles en deus rastellet $50 Million evit an drugarez
  15. 16/09/2015 lec'hienn Giantbomb.com: The Humble Bundle concept.
  16. 07/08/2014 Boom! studios kengred gant Humble Bundle evit reiñ harp d'ar C'homics book legal defense fund.
  17. 23/09/2015 Lec'hienn ar CBLDF: Humble Bundle a ro harp d'ar Banned Books Week gant bandennoù-treset Comics evit arc'hantaouiñ ar CBLDF!.
  18. 23/09/2015 Lec'hienn Comicsalliance.com: Humble Bundle ha CBLDF a ro lañs d'an devezh paeit ar pezh a fell deoc'h evit an dastumad Comics difennet.
  19. 5/12/2013 Blog Humble Bundles : Humble Bundles en deus sikouret da gaout dour naet da milieroù a dud dre an drugarez Charity:water.
  20. 19/02/2012 Lec'hienn kotaku.com: Mojam a rastell 440 000 met barv Notch a seblant bezañ e surentez.
  21. Humble Indie Bundle 4 Breaks $2 Million!.
  22. 01/10/2015 lec'hienn An drouizig Steredenn, ur c'hoari-video e brezhoneg.
  23. 14/10/2015 lec'hienn Francebleu "Steredenn", ur c'hoari video nevez kinniget e brezhoneg.
  24. (fr) 28/01/2016 lec'hienn Focus Home Interactive: Harpit #GIVEFORFRANCE gant an HUMBLE BUNDLE a-berzh Focus Home interactive
  25. (fr) 29/01/2016 lec'hienn gameblog.fr/ gant Camille Allard : Un Humble Bundle evit reiñ sikour da gouzañverien gwalldaolioù Pariz



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.