Steredenn (c'hoari)
Steredenn | |
---|---|
Doare | Shmup |
Embannet | 1añ a viz Here 2015 |
Krouerien | Pixelnest studio |
Embanner | Plug In Digital |
Doare | C'hoari e-unan |
Reizhiadoù | Microsoft Windows |
Bro | Pixelsnet studio ![]() |
Lec'hienn internet | Lechienn ofisiel Steredenn |
kemmañ ![]() |
Steredenn a zo ur c'hoari video embannet d'ar 1añ a viz Here 2015 gant daou gamalad Breton Damien Mayance ha Matthieu Oger e Roazhon dre ar studio pixelnest.
Steredenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An embregerezh Pixelsnet studio[1] a zo brudet dre ar c'hoari tenn egor Steredenn hag a vez brud mat gantañ. Ar c'hoari a zo bet troet e Brezhoneg dre c'hoant ar studio[2],[3].
Deuet eo a-benn ar studio da vezañ lakaet da werzhañ e c'hoari Steredenn war Steam, Humble store hag itch.io. War XBox One e raktresont embann ar c'hoari ivez.
Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Steredenn a vesk daou doare c'hoari : hini ar shoot them up hag hini ar rogue-like. Pep c'hoariadenn a zo disheñvel, ha ma vez kollet eo ret adkregiñ adalek ar penn-kentañ. Armoù liesseurt a vez kavet, ha goude pep emgann a-enep un enebour meur eo kinniget un hollad a wellaennoù d'ar c'hoarier, a servij da wellaat an armoù pe al lestr-egor.
Estreget ar mod ordinal (gant un heuliad liveoù) e vez kinniget tri doare c'hoari all :
- Ar c'hoariadenn bemdeziek : un heuliad a liveoù heñvel-mik a zo kinniget evit an holl c'hoarierien, hag ur chañs hepken evit ober ar muiañ a poentoù. Bemdez eo adderaouekaet ar poentoù hag al liveoù.
- An arenaoù : kinniget e vez d'ar c'hoarier en em gannañ a-enep enebourien-veur bet kejet endeo. Ret eo lazhañ un enebour-meur d'an nebeutañ evit gellout c'hoari gant an doare-se.
- An dreistc'hoari : un heuliad liveoù digemm da viken evit ma c'hellfe an dud kenstrivañ etrezo hep na vefe muioc'h pe nebeutoc'h a chañs gant unan eus ar c'hoarierien. Ret eo echuiñ ar c'hoari ur wech d'an nebeutañ evit bezañ gouest da c'hoari d'an doare-se.
Skipailh krouiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Damien Mayance: Diorroer
- Matthieu Oger: Diorroer
- Simon Coroller: Tresadennoù
- Etienne Marque: Sonioù
- Zander Noriega: Sonerezh
- Gwenn Meynier: Troidigezh e brezhoneg