Mont d’an endalc’had

Pixelnest Studio

Eus Wikipedia
Pixelnest Studio
Krouidigezh 6 a viz C'hwevrer 2014
Padelezh 2014 - Bremañ
Sujidigezh Embregerezh
Doare Studio

Gwerzher

Lec'h pennañ Roazhon, Breizh
Bro Breizh
Pennoù a-vremañ Damien Mayance

Eddy Margueron

Izili a-raok Matthieu Oger
C'hoarioù pennañ
Lec'hienn internet pixelnest.io

Pixelnest Studio a zo un embregerezh produiñ c'hoarioù video krouet d'ar 6 a viz C'hwevrer 2014 gant daou gamalad Breton Damien Mayance ha Matthieu Oger e Roazhon.

Ar studio a zo lec'hiet hiziv-an-deiz c'hoazh e Roazhon.

Istor Pixelnest studio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krog eo pep tra gant krouidigezh ur c'hoari doare shmup anvet The Great Paper Adventure gant ur strollad studierien, Damien Mayance ha Matthieu Oger a oa izili.

Ar soñj a zo savet en daou gañfard da grouiñ o studio e-serr labourat evit embregerezhioù all.

Matthieu Oger en deus kuitaet an embregerezh e 2024.

E 2025 eo deuet Eddy Margueron da vezañ rener arzel ar studio.

Evit Stunfest 2014, ar studio en deus diorroet ar Shmupfest en ur implijout sprites krouet gant donezonerien arc'hantaouiñ a-stroll ar gouel.[1] Ar c'hod mammenn a oa bet adimplijet evit krouiñ ar pezh a zo deuet da vezañ Steredenn goude-se.

An embregerezh Pixelnest Studio a zo brudet dre ar c'hoari tenn egor Steredenn hag a vez brud mat gantañ. Ar c'hoari a zo bet troet e Brezhoneg dre c'hoant ar studio[2],[3].

Deuet eo a-benn ar studio da vezañ lakaet da werzhañ e c'hoari Steredenn war Steam ha war Humble store.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]