Relic Entertainment

Eus Wikipedia
Relic Entertainment
Skoed-ardamez
Relic Entertainment
Krouidigezh Mae 1997
Padelezh Mae 1997 - Bremañ
Sujidigezh Perc'hennet gant Sega
Doare Studio

Gwerzher

Lec'h pennañ Vancouver, Kanada
Bro Flag of Canada.svg Kanada
Pennoù Alex Garden

Luke Moloney

Izili Dianav
C'hoarioù pennañ
Lec'hienn internet http://www.relic.com/

Relic Entertainment a zo ur studio sevel c'hoarioù video kanadian krouet er bloavezh 1997 ha lec'hiet e Vancouver. Ar studio a zo arbenikaet war ar sevel c'hoarioù video strategiezh. Prenet gant THQ e 2004, an embregerezh a zo bet gwerzhet da Sega evit ur sammad a 26 600 000 dollar d'an 22 a viz Genver 2013 goude freuzstal THQ.

Istor ar studio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Relic Entertainment a zo bet krouet e Vancouver, Kanada gant Alex Garden ha Luke Moloney e 1997. Ar c'hentañ titl embannet a voe, Homeworld, embannet d'an 28 a viz Gwengolo 1999. Degemeret e oa bet mat-tre ha berzh mat a oa bet graet gant ar werzhadennoù. Ne oa ket bet kendalc'het al labour raktal war an heuliad c'hoari video gant Relic. Un heuliad a voe memestra anvet Homeworld: Cataclysm sevenet gant Barking Dog Studios hag embannet gant Sierra perc'henner gwirioù an heuliad.

Eil titl ar Studio Relic a voe Impossible Creatures, embannet gant Microsoft d'ar 7 a viz Genver 2003. Diaz istor ar c'hoari a zo ur bed dammijinet lec'hiet er bloavezhioù 1930. An tu a zo d'ar c'hoarierien da sevel luioù gant anevaled kemmesk eus tammoù korf lod all. Brud mat a oa bet war ar c'hoari met da geñver Homeworld e voe kalz siouloc'h an trouz tro-dro dezhañ.

Homeworld 2 a zo bet embannet d'ar 16 a viz Gwengolo 2003. Gant ma oa bet gwelaet ar grafikoù hag an endroioù kement evit an doare c'hoari da geñver an niverennn 1, an alioù a voe etre hag ar werzhadennoù a chomo a-dreñv re an tamm kentañ.

C'hoarioù video ar studio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]