Company of Heroes
- Ur bajenn disheñvelout Company of Heroes zo ivez.
| Labour da-heul | Company of Heroes |
|---|---|
| Heuliad | Company of Heroes |
| Heuliet gant | Company of Heroes 2 |
| Tachenn | c'hoari video strategiezh, c'hoari video oberiant |
| Diorroer | Relic Entertainment |
| Ti-embann | THQ |
| Savenn | personal computer, macOS, Microsoft Windows |
| Deiziad embann | 12 Gwe 2006, 11 Gwe 2006 |
| Bro orin | Kanada |
| Sonaozer | Jeremy Soule |
| Dasparzher | Steam |
| Lec'h an istor | Frañs |
| Notenn ar varnouriezh | 90/100 |
| Prizioù resevet | D.I.C.E. Award for Strategy Game of the Year |
| Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier, co-op mode |
| Treset gant | Josh Mosqueira |
| Lusker grafik | Essence Engine |
| Trobarzhell dont tre | touchennaoueg |
| Diaz embann | DVD, embannadur niverel |
| Software version identifier | 2.602 |
| Renkadur ESRB | Mature 17+ |
| Renkadur PEGI | PEGI 18 |
| Renkadur USK | USK 16 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.companyofheroesgame.com/ |
| Kenglotus gant | Steam Deck |
Company of Heroes, berraet alies e COH, a zo ur c'hoari strategiezh e-pad an Eil Brezel-bed savet gant Relic Entertainment hag embannet gant THQ[1] war urzhiataer, deuet e oa maez e miz Gwengolo 2006 en Europa. Al lusker c'hoari a laka munudoù doare sinema en aergelc'h c'hoari, o toujañ ouzh gwirionez lezennoù ar fizik ha distrujus anezho.
Istor ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Company of Heroes a ro tu d'ar c'hoarier da gemer perzh en Eil Brezel-bed. Ar c'hoarier a heuil daou unvezh milourel amerikan ijinet, an anvioù anezho a zo « Able Company » ha « Fox Company » (bez e oa bet eus an div unvezh-se en gwirionez met gant istorioù disheñvel d'ar c'hoari). An unvezhioù-se a vezo engouestlet e emgannioù gwadus ar brezel, en ur gregiñ gant an dilestradeg amerikan e Normandi.
Ar bagad soudard a zo dindan urzhioù ar kabiten Dray hag a varv prim e-pad an dilestradeg Omaha Beach. An ofisour Mac Kay a gemer e blas, hag a dalc'ho ar garg goude an dilestradege. E-pad emgann Hébécrevon, e vezo ar mare ma vo an uhelañ en e rol. E fin ar c'hefridi-se, en em gav e-kreiz dismantroù un unvez Panther tan eno. Klask a ra kompren e-pelec'h eo en em gavet war an dachenn emgann pa erru un Tiger 300 metrad eus outañ, dindan urzhioù ar c'habitenn SS Schultz. Mac Kay a zo lazhadeget gant ar c'harr hobregon raktal.
Goude-se e kendalc'her gant emgannioù en Normandi a-benn talañ ouzh enepargadennoù an Alamanted o klask bountañ ar Gevredidi er-maez diouzh al lec'hioù dilestrañ.
Tro-dro d'ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'an 22 a viz Meurzh 2016 e oa bet lakaet en gwerzh ar c'hoari Company of Heroes Complete Edition en Humble SEGA Strategy Bundle war al lec'hienn Humble Bundle