Homeworld (heuliad c'hoarioù video)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Homeworld a zo un heuliad c'hoarioù video strategiezh sevenet gant Relic Entertainment hag embannet gant Sierra Studios. Ar c'hentañ tamm a voe embannet d'an 28 a viz Gwengolo 1999 war Windows.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hantved a-raok penn kentañ ar c'hoari e oa bet kavet un egor-lestr e dezerzh ar blanedenn Kharak, ouzhpenn-se e oa ur mean kartenn o tiskouez lec'hiadur Kharak hag ur blanedenn all pell er galaksienn anvet "Hiigara"—ti. An dizoloadenn a lakas klanioù ar blanedenn da gendeuziñ ur wech komprenenet ne oant ket a orin eus ar blanedenn Kharak met eus unan all pell. Mennet gant ar mennozh distreiñ d'o blanedenn orin ar c'hlanioù a grogas gant studiañ an egor-lestr ha da sevel ul lestr-egor ramzel e-pad ar c'hant vloaz war-lerc'h. Ur wech echuet al lestr-egor ramzel lesanvet "mothership" hag a c'helle degemer betek 600 000 den etrezek ar blanedenn Hiigara, gant e-penn an traoù ar skiantourezh Karan S'jet.

Ar c'hoari a grog gant beaj ar kentañ ar mothership, testoù a vez graet war al lammoù egor. Ur wech echuet an testoù e-plas adkavout ul lestr-egor harp e vez kavet ganto ur flodad brezel dianav. Ur wech trec'het ar flodad brezel estrañjour e tistroont da Kharak. Ar blanedenn a zo peurzistrujet gant ur flodad estren all. Ne chom mui nemet izili ar flodad da vezañ bev goude un emgann e vez tapet ul lestr enebour ganto. An dreistbeverien a gompren neuze e voe devet ar blanedenn dre ma oa bet savet ganto un teknologiezh lammoù egor ar pezh a oa difennet groñs gant ur feur-emglev disoñjet oadet a 4 000 bloaz etre an Impalaeriezh egor Taiidan (saozneg: Interstellar Taiidan Empire hag harluidi Kushan ar blanedenn Kharak.

C'hoarioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri c'hoari a zo bet savet en heuliad c'hoarioù video Homeworld gant un ouzhpennadur d'an hini kentañ.

Lodennoù d'an heuliad c'hoarioù Homeworld
Embannadur Titl Urzhiataer Sevener
1999 Homeworld Windows Relic Entertainment
2000 Homeworld cataclysm Windows Barking Dog Studios
2003 Homeworld 2 Windows Relic Entertainment
2015 Homeworld Remastered Collection Windows, SteamOS, Mac Gearbox Software (PC) hag Aspyr (Mac)
2016 Homeworld: Deserts of Kharak Windows, SteamOS Blackbird Interactive