Hent-houarn Pornizh Pembo
Linenn hent-houarn Pornizh – Pembo | |
---|---|
Leurgêr an ti-gar e Sant-Brewenn e-tro 1910
| |
Riez | Breizh |
Kêrioù | Pornizh • Sant-Mikael-Keveger • Plaen-Raez • Pembo |
Istor | |
Digoradur | 1906 |
Klozadur | 1938 |
Korvoerien | CCFM (1906-1939) |
Spisverkoù teknikel | |
Hirder | 31,2 km |
Treuz | Strizh (1,0 m) |
Tredan | Ket |
Forzhioù | 1 |
Tremenerezh | |
Perc'henn | Departamant al Liger-Izelañ |
Korvoer | CCFM |
Tremenerezh | Beajourien |
Ul linenn hent-houarn strizh (1 metr he zreuz) a oa etre Pornizh ha Pembo, e Bro-Naoned hag e departamant al Liger-Izelañ, e Breizh.
En embregerezh Compagnie des chemins de fer du Morbihan (CCFM) e oa bet fiziet al linenn gant an Departamant
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 20 a viz Eost 1906 e voe digoret al linenn evit darbariñ kêrioù kouronkañ ar c'horn-bro a-hed 31,2 km ; ur skourr 1,6 km a oa e Plaen-Raez da gas da Bradvael.
Disrannet e oa al linenn-se diouzh ar peurrest eus rouedad ar CCFM, a c'helled tizhout dre borzh-houarn Sant-Nazer goude treuzet al Liger e porzh Mendin e Sant-Brewenn. Dre dreuziñ al Liger ivez e c'helled mont eus Donez da Bembo da gemer an tren.
Pa voe diorroet rouedad an hentoù evit an niver brasoc'h-brasañ a girri-tan e voe dilezet al linenn hent-houarn, a voe klozet e d'ar 15 a viz Mezheven 1938 goude 32 vloaz. Ur servij kirri-boutin a voe staliet en he lec'h.
Tres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- PK = Poent Kilometrek adalek porzh-houarn Pornizh.
- PK darnel ha diresis hervez fichenn-eurioù CCFM 1914.
Ehan | Kumun | PK |
---|---|---|
Pornizh-Stad | 0,000 | |
La Noëveillard (ti-gar ebet) | Pornizh | 2 |
Lokmaria-Pornizh | 5 | |
Plaen-Raez | 10 | |
Gougeriadur da Bradvael | ||
• Quirouard | Pradvael | |
• Pradvael | 12 | |
La Doutrie | Pradvael | |
Le Cormier | 14 | |
Tharon-Plage | Sant-Mikael-Keveger | 15 |
Sant-Mikael-Keveger | 17 | |
La Mallardière (ti-gar ebet) | Sant-Brewenn | |
Les Rochelets (ti-gar ebet) | 21 | |
Saint-Brévin-l'Océan | 23 | |
Sant-Brewenn | 25 | |
Mendin | 28 | |
Korzed | 37 | |
Pembo | 40 |
-
Stlejerez 030-T-101
-
Stlejerez 103
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Nennig,Jean-Pierre. Un chemin de fer d'intérêt local en Loire-Inférieure. Pornizhan : JPN Éditions, 2003 (ISBN 978-2-9519898-0-1).
|
|