Mont d’an endalc’had

Hent-bale hir 34

Eus Wikipedia
An HBH 34 eus chaoser Sant-Yann-ar-Biz betek Beg-ar-Fri e Gwimaeg.

An hent-bale hir 34 zo ur wenodenn-vale hir a ya eus Menez-Mikael-ar-Mor betek Sant-Nazer, oc'h echuiñ en aber al Liger. Hedañ a ra aodoù Breizh war-bouez aodoù Bro-Raez eta. En em astenn a ra a-hed 1700 km.

Heuliañ a ra hentigoù kozh ar valtouterien evit ul lodenn vras anezhañ. Nebeut-ha-nebeut, ar re-se a oa deuet da vezañ dizimplij e deroù an XXvet kantved. Gwechall gozh e rae ar valtouterien ar ged war an aodoù[1].

Kavout a reer orinoù hentoù ar valtouterien e Breizh e diviz ar Vodadenn vonreizhañ vroadel (1789-1791) da erlec'hiañ Mererezh Broadel ar Maltouterezh ouzh ar Feurm meur[2] d'an 23 a viz Ebrel 1791. Eveshaet e vez aodoù Breizh gant ar valtouterien diwar neuze. Sevel a reont lochoù bihan ouzhpenn ar postoù ofisiel lakaet gant Melestradurezh ar Maltouterezh.

Pevar fal a zo gant ar gwenodennoù-se :

  • lakaat boud ar floderezh, dilestrañ marc'hadourezh saoz e-maez lezenn da skouer
  • difenn an aodoù ; krouet e vo korf milourel ar maltouterezh e 1831
  • sikour ar beñseidi ha diwall ne vefe ket preizhet ar bigi skoet gant tud ar vro
  • kas kefridioù polis da benn
  • 1968 : gwenodenn-vale gentañ etre Beg Leger ha Porzh Mabo e Trebeurden, e-kichen Lannuon, kentradet gant Émile Orain[3],[4] hag en doa enlusket mignoned ha yaouankizoù evit difraostañ an tennad-se adalek 1967[5].
  • 1974 : savet ez eus un tennad all eus an hent-bale hir gant Poellgor broadel an gwenodennoù-bale hir etre Douarnenez hag ar Faou. E-barzh an hent-bale hir 37 emañ, met ul lodenn a yelo gant ar 34.
  • 1976 : Lezenn ar gwir tremen war an aod (lezenn n° 1285 an 31 a viz Kerzu 1976), krouet ez eus ur stec'hennad 3 metr led evit lezel an dud da dremen war droad[1].
  • 1978 : krouet eo Kevread gall an dro-vale war droad e Breizh[1].
  • 2008 : balizennet eo an hent-bale penn da benn[1]. Ar gwenoder a c'hall ober ar 1700 km "en un tennad".

9 milion a dud a ra gant ar wenodenn e 2018, dasparzhet etre 40% a dud eus ar vro ha 60% a douristed. 202 milion a euroioù a vez gounezet gant ar vro a-drugarez da se[6].


Piktogrammoù Kêrioù pe lec'hiadoù ———– Pellder Uhelder Deskrivadur
Pontorson
4 080 ann.
10 m
Milin Moidrey
Milin Moidrey
Kouenon.
Milin Moidrey.
9,5 km
Menez-Mikael-ar-Mor
44 ann.
5 m
Abati Menez-Mikael-ar-Mor.
38,5 km
Piktogrammoù Kêrioù pe lec'hiadoù ———– Pellder Uhelder Deskrivadur
Dol
Patrom:Louet
15 m
Iliz-veur Sant-Samzun Dol
Iliz-veur Sant-Samzun Dol
Iliz-veur Sant Samzun (XIIIvet-XVvet k.).
Iliz ha milin Menez-Dol.
19 km
Piktogrammoù Kêrioù pe lec'hiadoù ———– Pellder Uhelder Deskrivadur
Kankaven
Patrom:Glaz
0 m
Parkoù istr Kankaven
Parkoù istr Kankaven
brudet eo he istr.
Iliz Sant-Meven.
32,5 km
Sant-Maloù
Patrom:Gris
8 m
Mogerioù-kreñv Sant-Maloù.
13 km
Dinarzh
Patrom:Gris
0 m
Traezhenn ar skluz.
53 km
Pikto Kêr pe lec'hienn ———– Distance Altitude Deskrivadur
Sant-Kast-ar-Gwildoù
Patrom:Gris
0 m
Traezhenn Sant-Kast.
25,6 km
Kab Frehel
70 m
Tornaodoù ar C'hab Frehel.
24,5 km
Erge-ar-Mor
Patrom:Gris
0 m
Traezhenn vras Erge.
50 km
Sant-Brieg
Patrom:Gris
0 m
Iliz-veur Sant-Brieg.
0 km
Piktogrammoù Kêrioù pe lec'hiadoù ———– Pellder Uhelder Deskrivadur
Aod ar vein ruz 0 m

*Perroz-Gireg
*Ploumanac'h
*Tregastell
*Trebeurden
3,8 km
Piktogrammoù Kêrioù pe lec'hiadoù ———– Pellder Uhelder Deskrivadur
Pikto Kêrioù pe lec'hiadoù ———– Pellder Uhelder Deskrivadur
Argol Liorzh-iliz.

Tennad e Bod al Liorzh-iliz.

Ploudiern
Patrom:Gris
Lec'hiad ar Menez-Hom war ar wenodenn-hir. Ur gwel kaer da 330 m.

Ilizioù ha chapelioù, re Sant Suliau ha Santez Varia ar Menez-Hom war an hent-bale.

Bod-arsav Run-Vraz e 200 m d'an hent-bale.

Tachennoù-kampiñ niverus war an aod, war an hent-bale

Snack "Mac Dan" war bord an traezhenn.

Boued er bourk.

Minimarc'had er bourk.

Skol bolc'haskellañ er Menez-Hom.

Klub kirri-dre-lien

Traezhennoù "La Lieue de Grève", Kervijen.

Arsav karr-boutin linenn Kemper-Kamaret.

Ti an douristed/Ti an degemer Aon ha Porzhe.

Piktogrammoù Kêrioù pe lec'hiadoù ———– Pellder Uhelder Deskrivadur
Piktogrammoù Kêrioù pe lec'hiadoù ———– Pellder Uhelder Deskrivadur
Sant-Nazer 0 m
? km

Hent-bale hir 34 hag an natur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a ra ar wenodenn dre galz takadoù gwarezet, lec'h m'emañ loened ha plant dibar.

Notenoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 « Les 40 ans du GR 34 », suplemant "Ouest-France dimanche", n° 542, Mae 2008.
  2. (fr) Histoire de la douane française e www.douane.gouv.fr
  3. Kelenner e oa hag e karg ar yaouankiz har ar sport e Perroz-Gireg. Prezidant rannvroel an herberc'hioù yaouankiz eo bet ivez, ha boas e oa da vont da vale gant ar re yaouank. E 1967 e teuas da vezañ an den-dave evit ar gwenodennoù-bale e Breizh.
  4. À Perros-Guirec, le GR 34 fête ses 50 ans et célèbre Emile Orain, son initiateur e France 3 Bretagne
  5. Patrom:Pennad.
  6. Le GR34, un succès touristique, mais aussi économique e France 3 Bretagne

Sturlevrioù GR34

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]