Hebe (doueez)

Eus Wikipedia
Hebe, livet gant Antonio Canova en XIXvet kantved, a zo hiziv e Mirdi ar Peniti, e Sankt Peterbourg.

Hebe (Ἥϐη / Hebê e gregach) a oa merc'h da Zeus hag Hera, ha doueez ar yaouankiz, ar vuhezegezh e mojennoù Hellaz kozh. Gwareziñ a rae ar plac'hed-nevez. E Roma e vez graet Juventas anezhi.

A-raok d'ar paotr Ganymedes degouezhout war menez Olympos, e oa boutouilherez, pe servijourez an evajoù d'an doueed. Skoazellañ a rae he mamm Hera da sevel en he c'harr ha tennañ a rae dour da Ares da gibellat.

Hervez ur vojenn diwezhat e vije bet dimezet da Herakles.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E pezh Euripides, Heracleidae, e ro Hebe yaouankiz da Iolaos evit mont d'en em gannañ gant Eurystheüs.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo delwenn Antonio Canova, met peder zo e gwirionez: unan anezho a weler e mirdi Forlì, en Italia, unan all e Mirdi ar Peniti, e Sankt Peterbourg e Rusia.
Un delwenn arem gant Robert Thomas e 1966 a weler e kreiz-kêr Birmingham e Bro-Saoz.

Dugez Orleañs evel Hebe, livet gant Jean Marc Nattier.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Anv-badez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]