Juventas
Neuz
Juventas, pe Iuventus, a oa doueez ar yaouankiz, ar grennarded dreist-holl, e Roma gozh. Gwareziñ a rae ar yaouankizoù a rae dezhi aberzhoù, abaoe mare ar roue Servius Tullius . Enoret e veze war ar Mons Capitolinus.
War an diwezhadoù e voe heñvelekaet ouzh Hebe tud Hellaz. Koulskoude e oa stag ouzh boazioù roman. Pa veze gwisket an toga, arouez an tremen eusar c'hrennoad d'an oad-gour, e veze roet ur pezh moneiz dezhi gant ar baotred yaouank.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dionigi di Alicarnasso Ρωμαικης Αρχαιολογιας (Rhomaikes Archaiologias, Antichità romane), III, 69
- Titus Livius, Ab Urbe condita libri, V,54
- Floro, Epitome de T. Livio Bellorum omnium annorum DCC Libri duo, I, 1
- Cicero De natura deorum I,112
- Ovidio, Fasti VI,65 e Epistulae ex Ponto I,10
- Sant'Agostino d'Ippona, De Civitate Dei VI,23