Mont d’an endalc’had

Glaoda Laporte

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gloada Laporte)
Glaoda Laporte
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denClaude-Antoine-Raoul Laporte Kemmañ
Anv-bihanClaude, Antoine, Raoul Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Kzu 1734 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrest Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gwe 1792 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherbeleg katolik Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Urzh relijielKompagnunezh Jezuz Kemmañ
Gouel2 a viz Gwengolo Kemmañ


Glaoda Laporte (Claude Laporte e galleg), ganet e Brest d’ar 6 a viz Kerzu 1734, ha marvet drouklazhet e Pariz d'an 2 a viz Gwengolo 1792, a oa ur beleg hag ur merzher. Unan eus Merzherien Gwengolo 1792 eo, bet lakaet war roll an dud eürus gant ar Pab Pi XI, d'ar 17 a viz Here 1926.

Gloada Laporte a oa Jezuist ha kelenner e Skolaj jezuist Pariz etre 1757 ha 1759 (hiziv lise Louis le Grand), ha goude-se e Skolaj Orleañs pa voe dismantret e Bro-C'hall Kompagnunezh Jezuz (urzh ar Jezuisted) er bloavezh 1762. Beleget er bloavezh 1763, e labouras dreist-holl e Brest, pa oa kure parrez Sant-Loeiz. Nac’h a reas touiñ sentidigezh d'al lezennoù nevez savet war an Iliz hag ar veleien (Constitution civile du Clergé). Kaset e voe da brizon Karmez e Pariz, ha lakaet d’ar marv d'an 2 a viz Gwengolo 1792 (e-pad Lazhadegoù Gwengolo).

Eveltañ e oa lakaet ivez d’ar marv Visant Rousseau, Nikolas Verron, ha Fransez al Livec, bet jezuisted eus eskoptioù Kemper ha Leon. Meneg zo eus gouel ar sant en deiziadurioù d'an 2 a viz Gwengolo.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louis Saluden, Jean-Louis Chapalain, Eur brestad epad an XVIIIet kantved : an den eurus Glaoda Laporte, Brest, Moulerez ru ar C'hastel, 1927, 206 p. (Skrid enlinenn) ha war Wikimammenn
  • Louis Saluden, Une figure brestoise du XVIIIè siècle : Claude Laporte : 1734-1792, Brest, Moulerez ru ar C'hastel, 1925, 192 p. (Skrid enlinenn)
  • Henri Fouqueray, « Claude Laporte une victime des journées de septembre », Les Etudes, t. 86, janv.-fév.-mars 1901, p. 536-551.