Gaston Glock
Gaston Glock (19 a viz Gouere 1929, Vienna - 27 a viz Kerzu 2023, Klagenfurt am Wörthersee) a oa un ijinour hag un den a aferioù aostrian. Brudet eo evit bezañ ijinet ar pistolennoù Glock 17 ha renet war an embregerezh Glock GmbH.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo Gaston Glock e Vienna (Aostria) d'an 19 a viz Gouere 1929. E dad a oa paotr an hent-houarn. E dibenn-tout an Eil Brezel-bed e voe rollet er Wehrmacht.[1] Goude ar brezel e tapas un diplom war ijinerezh ar mekanikerezh e skol-veur deknikel Vienna[2] hag e krogas da labourat en un embregerezh toullerezioù dre zorn.
Embreger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1963 e savas e embregerezh dezhañ e-unan e karrdi e di e Deutsch-Wagram. Produiñ a rae neuze triklennoù-rideozioù ha distanerioù kirri-tan. E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e ijinas e arm kentañ, an FM 78, ur goustilh dezhañ un troad polimer. Dont a reas a-benn da werzhañ anezhañ d'an arme aostrian. Kregiñ a reas ivez da broduiñ pezhioù greunadennoù ha bandennoù-pourvezañ evit mindrailherezioù. Dre se e kreskas e anaoudegezh eus bed an arme.[3]
Pistolenn kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1970 e klaske an arme aostrian un arm-dorn standart nevez evit kemer plas ar pistolennoù a bep seurt implijet betek-neuze. Dont a reas ar c'heloù betek divskouarn Gaston Glock, a vodas ur skipailh tri den evit labourat war ar raktres. Dindan vloaz e voe kinniget d'an arme ur rummad pimpatromoù pistolennoù anvet P80. A-drugarez da vent vihan e skipailh e teue Glock a-benn da gemer e kont evezhiadennoù ar soudarded ha da gemmañ e bimpatromoù buan. E miz Mae 1981 e voe brevedet an arm dindan an anv Glock 17 abalamour e oa ar 17vet breved disklêriet gant an ijinour aostrian.[3]
Ar Glock 17 a oa ur bistolenn simpl, solut, marc'hadmat,[2] uhel endalc'had he c'harger (17 kartouchenn e 1981)[4] ha skañv abalamour e oa savet e polimer. E miz Du e voe choazet an arm gant an arme aostrian ha goulennet 20.000 skouerenn anezhañ digant Glock.[1] Dont a reas an embregerezh a-benn da c'hounit ar marc'had a-enep maouted industriezh an armoù-tan evel Heckler & Koch, SIG-Sauer, Beretta, an FH Herstal pe Steyr, un embregerezh aostrian all.[3]
E 1988 e voe ezporzhiet ar pistolennoù Glock 17 kentañ da Stadoù-Unanet Amerika. Eno e oa ur c'hresk eus ar feulster gant armoù-tan aotomatek abalamour d'an trafikerezh drammoù. Ar braz eus poliserien ar vro a oa pourvezet gant revolverioù betek-neuze, ha degemeret e voe mat-tre pistolenn damaotomatek Glock.[3] E 2018 e rae tost da 70% eus nerzhioù-polis SUA gant pistolennoù Glock.[5]
Ar gelaouenn stadunanat Forbes en deus embannet e 2021 e oa peadra Gaston Glock tost da 1,5 miliard a euroioù.[5] Marvet eo e miz Kerzu 2023 d'an oad a 94 bloaz. E embregerezh a zo renet bremañ gant e eil gwreg, Kathrin Tschikof.
Klask e lazhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gouere 1997 e klaskas Charles Ewert, un implijad a renk uhel eus Glock, lazhañ Gaston Glock, dre hanterouriezh ul lazher gopret gall. An dagadenn gant ur mailh war ur parking e Luksembourg a c'hwitas. Barnet ha toullbac'het e voe Ewert hag al lazher.[1] Ewert en dije graet se peogwir e oare Glock en doa bogodet milionoù a euroioù diwar kontoù an embregerezh.
Liammoù gant an tu-dehou-pellañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poent 'zo bet e oa tost Gaston Glock da Jörg Haider, bet kañseller Aostria. Tri ministr kozh izili eus an FPÖ, strollad Jörg Haider, zo bet pedet dija er greizenn-varc'hegañ a rummad uhel savet gant gwreg Gaston Glock. Tamallet eo bet da Glock bezañ arc'hantaouet strollad politikel Haider, met nac'het en deus atav bezañ bet graet se.[2]
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) BARETT Paul, Glock : the rise of America's gun (2012)
- (en) Weapon of choice (2018), un diellfilm gant Fritz Ogner war pouez ar pistolennoù Glock er bed a-vremañ
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) MC FADDEN Robert D., Gaston Glock, Inventor of the Gun That Bears His Name, Dies at 94 (diellet) e The Times, 27/12/2023 (lennet d'an 13/05/2024)
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Inventeur d’une arme fameuse, Gaston Glock est décédé, Le Temps, 28/12/2023 (lennet d'an 13/05/2024)
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 (fr) Gaston Glock, entrepreneur entreprenant e TirMag n°26, mizioù Meurzh-Ebrel-Mae 2024, pp. 24-27
- ↑ (en) How The Glock Became America's Weapon Of Choice, atersadenn Paul Barrett evit ar radio publik WBUR, Boston, 01/02/2013
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) ÇAM Deniz, The Billionaire Who Got Rich Off Glock Guns, Used By The Police As Well As Mass Shooters, Forbes, 19/11/2018 (lennet d'an 13/05/2024)