Mont d’an endalc’had

Freiburg im Breisgau

Eus Wikipedia
Evit sterioù all ar ger Freiburg, gwelit ivez ar pennad Freiburg.

Freiburg gwelet eus tour Schlossberg

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Freiburg im Breisgau, pe Freiburg ent-berr, zo ur gêr e stad Baden-Württemberg en Alamagn. Kreizenn istorel tolead Breisgau eo. Poblet e oa gant 224 191 a annezidi e dibenn 2010.

Emañ Freiburg war dreuzoù ar Schwarzwald (ar "C'hoad Du") ha n'emañ ket pell diouzh harzoù ar Stad C'hall ha Suis. Ur skol-veur anavezet zo eno, Skol-veur Albert Ludwig pe Skol-veur Freiburg. Savet e voe ar skol-veur-se e 1457 gant an arc'hdug Albrecht VI, hag an eil skol-veur e oa neuze, goude hini Vienna, er broioù a oa en Impalaeriezh an Habsbourged. Etre 1945 ha savidigezh al Land Baden-Württemberg e miz Ebrel 1952 e oa Freiburg im Breisgau kêr-benn al Land anvet Baden.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]