Mont d’an endalc’had

Franklin Delano Roosevelt

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Franklin D. Roosevelt)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Franklin D. Roosevelt

Franklin Delano Roosevelt e 1944

Ganedigezh 30 a viz Genver 1882
Hyde Park,  New York
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Marv 12 a viz Ebrel 1945
Warm Springs,  Georgia
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher Alvokad
Politiker
Alma mater Harvard College
Cololumbia Law School
Tu politikel Demokrat
Relijion Protestant
Kargoù
Senedour Stad New York
Adalek 1añ a viz Genver 1911
Betek 17 a viz Meurzh 1913
Besmaodiern ar Morlu
Adalek 17 a viz Meurzh 1913
Betek 26 a viz Eost 1920
44vet gouarnour Stad New York
Adalek 1añ a viz Genver 1929
Betek 31 a viz Kerzu 1932

32vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika

Adalek ar 4 a viz Meurzh 1933
betek an 12 a viz Ebrel 1945,
goude Herbert Hoover ha
kent Harry S. Truman

Franklin Delano Roosevelt (distaget /ˈroʊzəvɛlt/ pe /ˈroʊzəvəlt/ e saozneg), bet ganet d'an 30 a viz Genver 1882 e Hyde Park (Stad New York) ha marvet d'an 12 a viz Ebrel 1945 e Warm Springs (Georgia) a voe 32il prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
Ar prezidant stadunanat nemetañ e voe da vezañ dilennet 4 gwech da heul adalek 1933. Ne oa nemet o kregiñ gant e bevare leuriadur pa varvas diwar ur c'hleñved, un nebeud mizioù goude e zilennidigezh.

Franklin Delano Roosevelt a oa bet ganet d'an 30 a viz genver 1882 e Hyde Park, ur gêriadenn e traoñienn an Hudson lec'hiet da 160 km e norzh New York. E dad, James Roosevelt Sr., embreger pinvidik, en devoa un hendad eus an Izelvroioù, Nicholas Roosevelt, staliet en Amsterdam Nevez, hag en doe, e-touez e ziskennidi, Theodore Roosevelt, ur prezidant amerikan all. Franklin Delano a zimezas gant e nizez Eleanor.
E vamm, Sara Ann Delano, he doa kentadoù eus Bro-C'hall hag eus Luksembourg. He zad-kozh, Warren Delano Jr., hag en doa graet berzh vat e kenwerzh an opiom gant Sina, a oa un diskennad da Philippe de La Noye (1602-1681).

Senedour New York (1910-1912)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roosevelt ne oa ket entanet gant ar Gwir hag embannet en doa d'e gamaladed e oa savet ar c'hoant ennañ da vont war-zu ar politikerezh. En desped da vezañ bammet gant e genderv, Theodore, Franklin a oa chomet leal d'e dad hag a oa aet neuze en Democratic Party. A-raok dilennadegoù 1910, skour lec'hel an Democratic Party en devoa tutaet Roosevelt evit klask tapout ur sez en New York State Assembly. Roosevelt a oa un ezel dedennus evit ar strollad rak Theodore Roosevelt a oa c'hoazh unan eus politikourien brudetañ ar vro. Ur Roosevelt demokrat a oa ur bruderezh mat, ouzhpenn-se e oa pinvidik a-walc'h evit paeañ frejoù ur c'houlzad politikel. Koulzad Roosevelt evit ar Vodadeg Stad a oa echuet pa oa bet choazet gant, Lewis Stuyvesant Chanler, da adkemer e bost. E-serr paouez gant an hent-se, Roosevelt en devoa choazet neuze mont war-zu ar sened Stad. Republikan don e oa sened an distrikt er mare-se, lec'hiet e Dutchess County, Columbia County, ha Putnam County. Aon en devoa Roosevelt e vefe eus un enebadur eeun etrezañ ha Theodore ar pezh a c'hellfe ehanañ ar c'houlzad buan. Ar c'hontrol a voe, en giwrionez Theodore a roe harp d'e genderv er c'helc'h prevez ha memes ma oant enebet a-fed tu politikel.

Franklin Delano Roosevelt a oa e penn ar c'houlzad e-unan, beajet en devoa dre an distrik a-bezh gant un oto pa oa ral anezho c'hoazh. Dre ur c'houlzad argadus hag efedus, levezon an anv Roosevelt en Hudson Valley, hag er Strollad Demokratel a oa aet kalz war-raok. Trec'h e voe en dilennadeg, sebezet e oa darn an dud.

Dilennadeg prezidant 1932

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn dilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika 1932

Gant ma oa dilennadeg prezidant 1932 o tostaat, Roosevelt a oa troet kalz war-zu ar poltikerezh broadel. Savet en doa ur skipailh politikel gant Howe ha Farley evel "brain trust" ha kuzulierien politikel. An ekonomiezh a oa klañv, un toullad demokrated a oa savet ar spi enno e vefe un demokrat o vezañ dilennet en dilennadeg-se. Ar c'hentañ prezidant demokrat e vefe abaoe Woodrow Wilson. Dre ma oa bet adilennet Roosevelt da gouarnour e oa deuet war-wel evit bezañ kannad an demokrated en dilennadeg. Roosevelt a teuas a-benn da vodañ a-dreñv dezhañ ar re araokour harperien melestradurezh Wilson hag ouzhpenn-se ar re mirourien anezho. Dre-se e oa deuet anat e oa kannad penn ar su ha kornôg ar vro. An eneberien penn da Roosevelt a oa mirourien biz ar vro evel Al Smith, kannad penn an demokrated evit dilennadeg prezidant 1928. Smith a soñje dezhañ e oa tu nac'hañ da Roosevelt div-drederenn an harperien a oa ret da gaout evit bezañ trec'h evel kannad penn ar Strollad. E-pad kendiviz broadel ar Strollad Demokratel 1932 e Chicago, e oa sañset bezañ riñset Roosevelt gant e enebourien mirour.

Timbrouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dastum a reas ur bern timbroù. Kroget en-doa pa oa bugel.


Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)