Far Cry 5
| Titl | Far Cry 5 |
|---|---|
| Heuliad | Far Cry |
| Danvez pennañ | sektenn |
| Tachenn | tenn kentañ-sell, c'hoari video birvidik-avantur |
| Embannadur | Far Cry 5: Gold Edition |
| Troet gant | Logrus |
| Diorroer | Ubisoft Montreal, Ubisoft Toronto, Ubisoft Kyiv, Ubisoft Shanghai, Ubisoft Reflections |
| Ti-embann | Ubisoft |
| Savenn | Microsoft Windows, PlayStation 4, Xbox One |
| Deiziad embann | 27 Meu 2018 |
| Bro orin | Ukraina, Kanada |
| Sevener | Dan Hay |
| Sonaozer | Dan Romer |
| Lec'h an istor | Hope County, Meurzh |
| Notenn ar varnouriezh | 82/100, 80%, 81/100, 83/100 |
| Bet kinniget evit | The Game Awards − Best Action, Steam Award for Best Environment, British Academy Games Award for Music |
| Hollved faltaziek | Far Cry universe |
| Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier |
| Lusker grafik | Dunia Engine 2 |
| Trobarzhell dont tre | touchennaoueg, logodenn, lanker c'hoari, toaster |
| Diaz embann | embannadur niverel, optical disc, pellgargañ niverel |
| Reizhiad verañ gwirioù niverel | Denuvo |
| OFLC classification | R16 |
| Renkadur ESRB | Mature 17+ |
| Renkadur PEGI | PEGI 18 |
| Renkadur USK | USK 18, USK 18, USK 18 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.ubisoft.com/en-us/game/far-cry/far-cry-5 |
| A implij | Easy Anti-Cheat |
| Endro e-lec'h e tispak | janglenn |
| Kenglotus gant | Linux |
| Announcement date | 5 Mae 2017 |

Far Cry 5 berraet en FC5, zo ur c'hoari video gwezh-avantur ha first-person shooter sevenet gant Ubisoft Montreal hag Ubisoft Toronto hag embannet gant Ubisoft war ar savennoù Microsoft Windows, PlayStation 4 hag Xbox One. Pempvet c'hoari an heuliad c'hoarioù video Far Cry eo. Embannet eo bet d'ar 27 a viz Meurzh 2018.
Ar c'hoari a dremen en ur gêr ijinet, Hope County er Montana. Ur penn relijiel helavar Joseph Seed hag e gredourien eus Eden's Gate o deus kroget gant lakaat e-plas un diktatouriezh war an tiriad. An istor a vez hini un dudenn dianav bes-sheriff, a vez tapet en Hope County hag a sikouro ar rezistañs a-enep an diktatouriezh relijiel Eden's Gate.
Doare c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel c'hoarioù all an heuliad c'hoarioù video Far Cry, Far Cry 5 zo ur c'hoari video gwezh-avantur ha first-person shooter en ur bed dieub. An tu a zo d'ar c'hoarier da vont e lec'h ma fell dezhañ, war-droad pe en ur implij karbedoù lies. Cheñchamant a zo e-keñver ar c'hoarioù all eus an heuliad dre an dudenn. Ar wech-mañ n'eo ket un dudenn rak krouet. Ar c'hoarier a sav un dudenn gant an tresoù a-fell dezhañ reiñ. Ar c'hoarier a c'hell implij armoù lies evit stourm a-enep e enebourien lies. Pouez a zo bet lakaet war ar stourm dorn-ha-dorn gant armoù dorn lies evel kontilli pe objedoù da zastum. E Far Cry 5 e vez ur sistem nevez evit ar bolodoù tennet hag a gouezh hervez hirder an hent graet ganto evit bezañ gwiroc'h.