Erwan
Erwan zo un anv-badez brezhonek. Dont a rafe eus Eudon, un anv kozh, ha kar eo d'an anv-badez gallek Yves, hervez Frañsez Falc'hun da skouer. Penn meur Erwan Helouri, deuet da vezañ sant Erwan ha sant paeron Breizh er XIVvet kantved, Ivo e anv-badez e latin hag Yves e galleg, en deus lakaet an daou anv da dostaat an eil ouzh egile bepred.
Kalz stummoù brezhonek all anezhañ a zo. Roet e vez kalz d'ar baotred abaoe eil lodenn an XXvet kantved e Breizh hag er broioù gallek dreist-holl.
Lidet e vez d'an 19 a viz Mae. Un deiz gouel eo e Breizh pe e-touez Bretoned Pariz abaoe deroù an XXvet kantved. Gwelet e vez an deiziad-se gant lod evel Gouel broadel Breizh, diwar skouer Gouel Sant Padrig en Iwerzhon, Gouel Dewi e Bro-Gembre pe c'hoazh Deiz Sant Jordi e Katalonia. Diwar Gouel Sant Erwan eo bet savet Gouel Breizh gant rannvro Breizh, aozet ganti bep miz Mae.
Stummoù e-leizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu stummoù all eus an anv Erwan :
- Érwan, Erwann, Érwann, Erwane, Eroan, Ervoan, Ervan, Earwinn, Herwan, Herwann, Aerwan, Urvoan
- Even, Ewen, Ewan, Evan, Eon, Eozen, Euzen, Usen, Izoenn
- Ivon, If, Ivi, Yvi, Von, Bon, Iwan (ur stumm kembraek eo kentoc'h), Ivenn, Nounn
- Iouenn, Ieun, Ioen, Yeun, Yoen, Youen, Youenn, Youwain, Youn, Cheun hag all
Berranvioù zo ivez : Bonik, Nounik, Vonig, Youennig, Ifig...
Stummoù gwregel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Erwana hag Erwanez, diouzh Erwan
- Youna ha Youena, diouzh Youen
- berranv : Vonig
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Erwan ar Menga, anv-pluenn ar skrivagner Joseph Auffret
- Erwan ar Moal, skrivagner
- Erwan Berthou, skrivagner ha barzh
- Erwan Bouroullec, dezigner
- Erwan Hamon, talabarder
- Erwan Evenou, skrivagner ha yezhour
- Erwan Hupel, skrivagner ha troour
- Erwan Keravec, soner
- Erwan Jozef a Gergelenn a Drevareg, moraer
- Erwann Kermorvant, sonaozer filmoù
- Erwan Kervella, skrivagner
- Erwan Le Breton, senarioour bannoù-treset
- Erwan Le Saëc, treser bannoù-treset
- Erwan Manac'h, melldroader
- Erwan Quintin, anv daou zen :
- Erwan Roparz, soanzer ha soner binioù skos
- Erwann Surcouf, treser bannoù-treset
- Erwan Tabarly, merdeer ha skiper
- Erwan Tymen, liorzhour
- Erwan Vallerie , skrivagner
Anvioù-badez kevrennek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Erwan-Vari Gwazdoue, barzh
- Jakez-Erwan Mouton, skrivagner
- Yann-Erwan Broudig, bredelfennour
- Erwan Bergot, milour, skrivagner ha kazetenner
- Erwan Bérot, c'hoarier rugbi XV
- Erwan Pain, c'hoarier hoke sar skorn
- Erwann Le Péchoux, iskrimer
- Erwan Le Morhedec, alvokad ha bloger
- Erwan Castex, lesanvet Rone, sonaozer elektronek
- Erwan Dianteill, denoniour ha sokiologour
- Erwan Käser, skier
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Erwan et compagnie, film suis (2004), hag e heuliad Erwan et plus si affinités (2012) sevenet gant Marc Décosterd e 2012
- Sant-Erwan, ur bier
- Gouel Erwan pe Gouel Breizh, gouel broadel ar vro deuet da vezañ un hollad abadennoù ha festoù bep miz Mae meret gant Rannvro Breizh