Ivo
Ivo zo un anv-badez latin roet d'an baotred e kalz yezhoù Europa, en o zouez an italianeg hag an nederlandeg. Dont a ra eus un anv roet gant an Normaned er Grennamzer uhel, hag an anv gallek Yves zo deveret dioutañ.
Ivo zo ivez un anv-badez slavek ar C'hreiteiz hag a zo un adstumm da Ivan (Yann).
Orinoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet e veze an anv-se e-touez Normaned Normandi ha Bro-Saoz er Grennamzer uhel. E c'herdarzh a zeu pe eus ar c'heltieg kozh pe eus ar germaneg, met en eil yezh koulz hag eben e teu eus un elfenn gentañ hag a dalv ivin (gwez) (galianek Ivo-, germanek Iwa-).[1] An anv a dle bezañ bet brudet dre azeulerezh "Sanctus Ivo" (m. e 1303), sant paeron Breizh.
An anv slavek zo ur berrstumm.
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An droad c'henitivel "Ives" zo gant Ivo en anvioù-lec'h St Ives. E gallek e kaver ar stumm Yves. E broioù hispanek Latinamerika e kaver ar stumm Evo dreist-holl.
E touez ar stummoù gwregel emañ Iva hag Eva.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant Ivo a Chartrez (bl. 1040–1115), eskob gall ha kofesour
- Sant Ivo (Erwan Helouri, 1253–1303), alvokad ar re baour, sant paeron Breizh
- Sant Ivo a Ramsey, eskob kerneveurat
Amzer vodern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ivo Andrić (1892-1975), diplomat ha skrivagner serb
- Ivo Livi (1921-1991), anv gwir Yves Montand, aktour italian ha gall
- Ivo Josipović (g. e 1957), prezidant Republik Kroatia
- Ivo Donev (g. e 1959), mestrc'hoarier echedoù ha c'hoarier poker aostrian a orin bulgar