Ivo Josipović

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Josipović.

Ivo Josipović (28 a viz Eost 1957 e Zagreb) a zo ur politikour kroat, ha prezidant Republik Kroatia. Kannad Strollad sokial-demokrat Kroatia (SDP) eo bet abaoe 2003.[1] Kelenner war ar gwir e skol-veur Zagreb ha kelenner sonerezh eo. E 1985 e tapas kaout priz kentañ EBU gant e oberenn Samba da Camera.

D'an 10 a viz Genver 2010 eo bet dilennet da brezidant Republik Kroatia (60,29% eus ar mouezhioù en eil tro), dirak maer Zagreb, Milan Bandić e anv, a dapas kaout 39,71% eus ar mouezhioù[2].

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.